Home e brezhoneg Le Jornalet.com : ur gazetenn nevez en Okitaneg àr Internet

Le Jornalet.com : ur gazetenn nevez en Okitaneg àr Internet

Twitter : Abaoe un toullad mizioù e resev ingal Yann Twittour kemenadennoù en Okitaneg a-berzh un anv kevrinus : Le Jornalet.com. Dre ma n’emañ ket en-linenn c’hoazh ar sapre Jornalet-se em boa c’hoant gouzout hiroc’h diàr-benn ar raktres. Goulennet ‘m eus gant Jaume Clotet ha Ferriol Macip, daou gazetenner o prientiñ al lakaat enlinenn kerkent hag ar miz meurzh eus petra zo kaoz e gwirionnez…

1> E berr gomzoù : petra eo ar mennad Jornalet.com ?

Ur gazetenn enlinenn enni pennadoù kelaouiñ kement ha pennadoù menoioù a glask bout Jornalet.com. Setu tout. Faotañ a ra dimp e vefe anezhañ ur media savet gant an okitaniz ma c’hello Yann okitanegour bout  kelaouet eus ar pezh a c’hoarvezh e Bro-Okitania. Se zo kaoz eo Jornalet.com ur media e-giz ar re all. Gouzout ar reomp ez eus un diouer a vedia er vro avat. Dre-se e ouiomp ez eus ur sapre samm àr hon chouk. Setu perak e viromp a gemer perzh en ur strollad politik bennaket peotramant c’hwerbousad ha b’ar gazetenn, hor bo doujañs ouzh pep meno ha pep hini en do e blas paneveken. Faotañ a ra dimp bout ur media da zaviñ dezhañ kement hag ul lec’h kejañ ha kendiviz evit kevredigezh sivil ha politik ar vro. A-fet yezh e tegemero ar Jornalet.com tout ar rannyezhoù okitan, gant ma vo implijet skritur klasel an okitaneg gant ar skrivagnerion avat.

C’hoant hon eus lavarout sklaer eo ganet ar Jornalet.com diàr ul lusk prevez er-maez eus forzh peseurt melestradurezh foran e vefe. Ne viro ket ouzhimp da zegemer skoaziadennoù ma vo tu. Bout arc’hantaet gant ar bruderezh kuit da c’houlenn arc’hant digant hol lennerion eo hor pal avat. E darempred gant danvez kemmenerion omp endeo. Ha betek-henn hon eus bet un degemer ar gwellañ digante. Ni a a gred he deus ar bobl Okitan afer eus mediaoù ha se zo kaoz ez eus kemmenerion prest da bostañ arc’hant en hor raktres.

2> Pet a dud a gemer perzh er Jornalet.com ?

Daou zen o deus boulc’het an hent, daou gazenneter anezhe, brud vat gante e-giz kazetennerion e flondrenn Aran hag e Bro-Gatalunya. Anat deoc’h, n’eus ket tu ober ur gazetenn gant daou zen nemetken ha n’eo hor pal dimp, pell alese. Setu perak hor bo kenlabourerion en Okitania a-bezh. Faotañ a ra dimp sevel ur gazetenn kroget mat e pep korn eus Bro-Okitania, enni keleier lec’hiel ha broadel kement ha rubrikoù àr sujedoù, mouezhioù hag alioù a bep seurt pe enep zoken. Ul lec’h ma vo tu d’ar gazetennerion okitan skrivañ ha komz en o yezh enni. Plijout a rafe dimp e vefe ar Jornalet.com ur skol kazetenniñ en Okitaneg, kar, e-barzh fin ar gont, al c’hros eus ar gazetennerion okitan a labour e galleg an deiz ha hiziv.

3> Bout zo kazetennoù en Okitaneg dija (La Setmana peurgen), perak sevel unan all ‘ta ?

Er broioù boutin ez eus a bep seurt mediaoù ha disheñvel tre anezhe : kazetennoù, radioioù, skinwellioù. Evit diorren an okitaneg hon eus afer e vefe kement a vediaoù a bep seurt evit m’en em savfe an ostilhoù kehentiñ e meur a zoare. ‘Ba Bro-Okitania, en arbenn ma zo un diouer a vediaoù meur ez eus labour àr ar portoloù a-benn krouiñ ur rouedad a vediaoù. Paneve la Setmana peotramant un nebeut a gelaouennoù, a radioioù hag a brogrammoù àr ar skinwell n’eus tra ebet en Okitaneg. Hag harozed eus ar mediaoù-se evit gwir! Met n’eo ket trawalc’h evit bouetaat 15 million a okitaniz avat. Afer zo, dreist-holl er mare-mañ, eus muioc’h a vediaoù o pleustriñ àr meur a dachenn. Mod-se nemetken e vo savet ur rouedad a vediaoù en Okitaneg. Plijout a rafe dimp e vefe krouet mediaoù enlinenn all en okitaneg e-giz ar Jornalet.com a-benn tuchant. An dra-se a dalvfe e vefent lennet gant an dud hag o defe an dud afer dioute. Talvezout a rafe ez eus eus ur plas evit ar mediaoù en Okitaneg ha kement-se a dalfve e yafe ar vro àr-raok ivez. Alese e vefe ret dimp labourat gwelloc’h e-keñver ar c’hevezerezh a vefe gant ar re all. En berr-gomzoù : n’eo ket Bro-Okitania ur vro e-giz ar re all met pep tra a rank bout graet evit ma vefe unan e-giz ar re all, enni ur bed a vediaouegoù a-live gant ar re a zo anezhe b’ar stadoù anavezet.

4/ Ha, d’o soñj, emañ àr internet dazont ar c’hazetennoù e yezhoù minorelaet ?

Ni a soñj n’eo ket disheñvel-disheñvel tonkadur ar c’hazetennoù diouzh ar yezh a vez implijet enne. Ar mediaoù a ra gant yezhoù minorelaet a vez lakaet ken diaes hag ar re a ra gant ar yezhoù « bras ».  Met siwazh bout zo skoilhoù all evit hor yezhoù àr ar merc’had. Hogen, an enkadenn ekonomikel oc’h ober he reuz hag a cheñchamantoù er bed ar mediaoù da heul a sko an holl er memes mod. Rak-se, en arbenn ma vo muioc’h-mui a vediaoù àr internet dre vras n’eo ket diboell soñjal e heuliio ar mediaoù e yezhoù minorelaet. Met arabat simplaat an traoù betek re avat. En amzer da zont e vo skignet ar skinwell hag ar radio dre internet, dre-se ez eus afer eus muioc’h a skinwellioù ha radioioù evit brudañ ha skignañ ar yezhoù minorelaet. Met afer zo ivez eus kazetennoù embannet àr baper rak e roont brud vat d’ur yezh ha d’ur vro. Ni zo sur ez eus ur plas evit pep hini ha pep seurt doare da skignañ. Ur pec’hed e vefe soñjal eo disheñvel dre o gwad ar mediaoù e Brezhoneg, Okitaneg peotramant Korseg diouzh ar re e Saozneg, Galleg peotramant Italianeg rak n’eo ket disheñvel Yann lenner forzh peseurt yezh e lennfe eñ.

1 COMMENT

  1. Mad ew sell an den se diwar ar mediaou hon amzair ! Choantaet am oa ma vije memes tra gant ar vrezonegerion ! Hennes a lar ew 17 million tud Okitan hac ret ew croui meur a gazetenn dre ar paper pe dre ar rouad hac a well mad ew ato tud evit ro arhant pa vije an traou e doaré mad. Hennez a lar an théod classel a so implijet hac eun dra se a so pouesus ivé rac ne blij ket d’al lenner beza ankeniet gant eun téod iskiz hac estren deus é vro ! An eneb a so gwir al lenner en deus choant lenn dre eur scridur caer ha dedennus. Meur a vesh am eus goulennet digant ar vrezonegerion ( Lecuyer, Bodenes…) ma vije graet eul léchienn var ar hélleier e brezonec a grenn evel hini  » Le Télegramme » pe  » Hini  » Ouest-France », gouzoud a rann mad me an diou gazetenn se o deus ahant a walach evit o ractresou med am oa laret ne goust netra sevel eul lechienn n’ew ket mui eget 100 euro hac a scrivo ennan ar vrezonegerion dre youlvad pe pep hini a oar ez eus articlou ew ret paia anezo evit o lenn neuse a hellom obair an daou zoare evit sasha an dud, articlou digoust hac articlou paiet. Ar vrezonegerion a so cavet e pep leach dre ar bed ar pez diank ew eul léchienn savet mad evel hini  » An Telegramme » evel am eus scrivet a us evit boda oll nerzew Breiz-Izel var dro eul léchienn scrivet mad.

    Hocine Nedjar.
    nedjar@live.fr

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR