Home Arts/culture Rhisiart Tal-e-Bot : « Adsevel ar C’herneveureg »

Rhisiart Tal-e-Bot : « Adsevel ar C’herneveureg »

Ur vuhez hep he far en deus Rhisiart Tal-e-Bot, hemañ kembread met kelenner ‘b’ar skolioù kerneveurek. Kontent e oa bet da zisplegañ dimp, e-barzh un hirrik a atersadenn, ar pezh a soñje eñ diàr-benn stad yezh Kerne-Veur an deiz a hiziv hag ur bern traoù all a denn d’ur vro ken tost d’e hini.

Piv oc’h Rhisiart Tal-e-Bot ? C’hwi zo kelenner e-barzh ur skol e Kerneveureg hogen oc’h Kembread…Rhisiart Tal-e-Bot : Dav eo din displegañ, da gentañ, perak on bet douget evit ar C’herneveureg ha danvez Kerne-Veur dre vras. Kroget eo an traoù e-barzh ar geriadenn vihan, ur geriadenn mengleuzieron, eus ur flondrenn eus su Bro-Gembre, m’on bet desavet enni. Unan eus ar soñjoù pennañ ‘m eus dalc’het eus ma bugaleaj kentañ eo ar c’hoant da derriñ ar baourentez hada ziluskañ kudenn an identitelezh. N’emañ ket mui ar vroig on bet desavet enni b’ar c’hembraegva hag ez eus jeu etre ar rummad tud a hiziv a oar nemet Saozneg hag o zadoù ha ne vefent ket bet int gwerzet e Kembraeg. Kar ar yezh a oa bet komzet dezhe gant o zud dezhe pa oant yaouank.Neuzen, ar gumuniezh-se he doa ur santimant kreñv a-fet identelezh hag a anavezan bremañ evel bout Kembread da vat a lorc’h ennañ. Met, newazh, d’ar mare-se e oant etre daou soñj pa oa anv da c’houzout peseurt kembread e oan me. E-pad bloavezhioù em eus stourmet gant ma doare din-me da welet an identelezh, ne ouien ket ar yezh na bout en em senten Kembread penn-kil-ha-troad. Desket ‘m eus ar C’hembraeg b’ar skol, hep entan ebet e-giz ar c’hros eus ar re a oad ganin, betek 14 vloaz. Ma c’hamaraded a savet goulennoù ingal d’ar c’helenner diàr-benn ar fed da zeskiñ ur yezh a gave dezhe e oa « marv ». Ha, daoust da zisplegadennoù ar c’helenner, n’eus nemet un n

ebeut a studierion, ha me e-touesk a re ne raent ket, a glaske mont pelloc’h gant studiñ ha gwir e oa pe get. Pelloc’h em boa klasket deskiñ ar yezh ma unan hag e Skol-Veur Swansea em boa lakaet lakaet ma anv e kentelioù an noz met en aner. Ha neuze a-hed ma frantad skol-veur, em boa kendalc’het da studiñ àr ar C’hembraeg eus ma zu, distag diouzh ar gelennerion en ur grediñ e oa b’ar studioù-se an alc’houez da zizoloiñ en-dro spered ma bro.

Ha neuzen oc’h arruet ‘ba Kerne-Veur…

Dre zegouezh, e-giz ur bern traoù bet c’hoarvezet e-pad an Istor moarvat, on arruet ‘ba Kerne-Veur e kreiz ar bloavezhioù 90. Ha, ma ‘m eus soñj mat, em boa lennet ur p

ennad e-barzh ur gazetenn diàr-benn ar yezh gKerneveurek. Dija e oan souezhet o lenn anvioù ar straedoù peotramant plasennoù. Gouest e oan da lenn ur bouchad anezhe rak e oa ken tost ouzh ar C’hembraeg. Prenet ‘m eus ul levr da zeskiñ ar yezh e-barzh ur stal-levrioù eus Truro (kêrbenn ar bro NDLR) ha dilezet ‘m eus deskiñ ar C’hembraeg evit kregiñ e-barzh ar C’herneveureg. Perak em eus graet-se ? Ken simpl ha tra : Peogwir e oan e Kerne-Veur ha Kerneveureg eo yezh Kerne-Veur e-giz m’eo lakaet anat dre ar bihan nivez, allas, a gerneveuregerion em eus kejet oute ‘ba bed ar politik. Ma n’em befe ket kejet ouzh ar re-se em befe kredet e oa marv mik ar yezh, e-giz ar pezh ‘m eus lennet e-barzh al lodenn vrasañ eus al levrioù bet lennet ganin. Ar perak ‘m eus kroget da gelenn ar C’herneveureg a zo hirrik met n’eo ket ken luziet avat. E 2005 e oan kelennour en ur skol vamm eus ar British Council. Ur seurt raktres divyezhek arnod e Stad Spagn, ma c’helle skolioù zo mont da skolioù divyezhek penn-da-benn Saozneg-Spagnoleg gantañ. Er mare-mañ e lennis ur bern traoù dedennus ken-ha-ken diàr-benn akuitizañ un eil yezh gant ar vugale, hag an divyezhegezh dre vras, e-pad  bloavezhioù kentañ o deskadurezh. E 2007 pe tro-dro em boa lennet un teuliad bet skrivet e 2000 gant ar c’helenner Kenneth MacKinnon diàr-benn ar yezh gerneveurek. B’an teuliad-se, an aotroù MacKinnon a lavare e vez diaesoc’h, hep ur reizhiad a vagourioù staliet mat, da sevel ur reizhiad ledan a ginnigoù desaverezh. Daoust din aet da vevañ pell eus Kerne-Veur e-pad ur mare em boa kendalc’het da c’houzout diouzh ar pezh a c’hoarveze ‘bar vro. Ha neuzen e ouien ne oa ket eus seurt magourioù ‘ba Kerne-Veur er mare-hont. Graet ‘m eus un nebeut a englaskoù ha komprenet em boa splann e oa un diouer àr an dachenn-se. Se zo kaoz em eus savet ar Movyans Skolyow Meythrin – Emsav ar skolioù Magouri- kerkent ha 2009. Newazh, en em rentet ‘m boa kont peuzgoude pegen pounner e oa seurt raktres, se zo kaoz em boa kemeret penn hent da Gerne-Veur ar buanañ ar gwellañ. Kavet ‘m eus ul labour du-hont e miz Eost 2009 hag kerkent ha miz Genver 2010 em boa krouet hor skol gentañ : ar Skol Veythrin Karenza (Skol-Vagouri Karenza) gant mignoned. Bep sadorn e vez digoret ar skol abaoe an deiz-se hag e vo lidet eil deiz-ha-bloaz ar skol ar miz-mañ (Genver 2012).

Penaos eo ganet skol ar sadorn e Kerneveureg neuzen ?

Rishiart Tal-e-Bot : Diaesoc’h e oa bet an traoù evit ar pezh em boa soñjet ! Da gentañ, n’em boa ket komprenet e vefe dav din bout unan eus ar skolaerion ha kemer perzh er skol kement-se. Gwir eo, founis em boa merzhet e vefe bet diaes din kavout skolaerion perzhek, kerneveuregerion anezhe ha prest da labourat pep sadorn ! E penn kentañ, em boa soñjet hor befe bet gouest, goude bloaz, da gaout ur rakskol leun amzer, da lavaret eo pemp devezh pep sizhun. Hogen, o labourat leun amzer er-maez eus ar skol hag o labourat a youl vat pep sadorn e oa dibosupl din merañ seurt tra e gwirionnez. Newazh, bremañ daoust ma ya goustadik an traoù e yeomp àr-raok memestra. Douget hon eus muioc’h-mui a dud daet, c’hoant gante labourat a-youl vat -met pas dre ret evit kelenn avat-. Hag àr a seblant, e vo moaien dimp digeriñ un eil « skol ar sadorn » kerkent ha 2012. MAGA -an emsav Kerneveurek- en deus sikouret ac’hanomp hag harpet omp bet gante a-benn kas hor soñj àr-raok. Met ar gerent eo ar sikour brasañ hon eus bet rak chomet int skoaz-ouzh-skoaz ganimp abaoe daou vloaz. An deiz a hiziv ez eus 11 bugel àr roll ar skol. Hag hervez unan eus hor reolennoù e oa ret gant ar gerent pe ar re a ra àr dro ar vugale  deskiñ ar yezh -a-benn pregañ b’ar gêr- neuzen e vez an dud daet o kiañ àr ar yezh gant ur c’helenner all e-barzh ur sal e-kichen. Ha, feiz, ar patrom-se eo an hini mat a gav din, na bout e talv e c’hell pep hini lakaat e boan e-barzh !

Ezel oc’h eus Kernow X ivez, gallout a rit lavarout muioc’h diàr-benn ar raktres-se ?

Rishiart Tal-e-Bot :Strollad ar re yaouank eus Mebyon Kernow, ar strollad evit Kernow, eo Kernow X. Adkemeraet ‘m eus anv ar strollad Cymru X, anezhañ strollad ar re yaouank eus Plaid Cymru (strollad dizalc’hour Bro-Gembre an hini eo NDLR). A-raok ma vefe anvet mod-se ar strollad e oa Mebyon Kernow-Bagas Yowynk (MK-BY) (Bagad Yaouank) e anv ha ne oa ‘met un dornad tud enni. Gant mab ur dilenniad MK ha me eo bet savet ar strollad rak soñjet hor boa e oa ret dimp ober muioc’h a-benn degemer tud yaouank e-barzh MK ha se oa un doare efedus da zedenniñ tud nevez a gave dimp. Me oa kenurzhier MK-BY ha pa oan e penn an traoù on bet e darempred gant skour ar re yaouank eus an strolllad European Free Alliance EFAy (hag a vod ivez ar re C’hlas. Ur pemzek a gannaded eus an EFA a zo er parlamant Europa NDLR) ha kemeret muioc’h-mui a berzh ennañ. E-giz kannad MK-BY e-barzh ar strollad on aet da ezel eus burev EFAy ha neuzen prezidant adalek 2007 betek 2009. Goude 2009, em boa soñjet em boa astennet ma yaouankiz betek re. Goude krouidigezh Kernow X, em boa laosket reoù all da gemer penn an traoù.

Distroomp àr ar yezh : e peseurt stad emañ ar C’herneveureg e 2001 ?

Rishiart Tal-e-Bot : Ar yezh a yeas àr-raok abominabl e-pad an dek vloaz tremenet. Dreist-holl da heul anzavadur ofisiel ar C’herneveureg gant ar gouarnamant Westminster en deus menneget anezhi ba Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver. An anzavadur-se a zagasas ur bouchad arc’hant ha peadra da gas an traoù àr-raok. B’l’am da se eo bet savet MAGA lakomp, anezhañ un ensavadur ofisiel da ziorenn ar yezh (ur seurt Ofis ar Brezhoneg NDLR). MAGA en deus kemeret perzh ‘ba diorren ar yezh ha Jenefer Lowe, peurgen, he deus graet al labour a-feson evel kernuzhierez Diorren ar C’herneveureg. Ar C’herneveureg eo ar yezh keltiek hag he deus ar muiañ a dud o teskiñ anezhi an deiz ha hiziv. O c’houzout n’eus ket pikol tud a oar ar C’herneveureg c’hoazh e-giz just. E 2010, e oa bet lakaet anezhi ‘ba roll ar « yezhoù salutaet fall-fall o stad » (e-giz ar Manaveg) gant an UNESCO (hag an derez-se a zo unan nevez bet krouet gant an ensavadur e-barzh e « Atlas yezhoù ar bed en arvar »). Un adrummadur eo, rak, a-raok, e oa ar C’herneveureg ‘ba roll ar « yezhoù marv » gant an UNESCO. Ha un digarez d’en em zebriñ a oa anezhañ abaoe pell etre emsaverion ar yezh hag an ensavadur etrebroadel.

P’emaomp gant an digarezioù d’en em zebriñ, bout zo meur a standard a Gerneveureg o tont eus meur a strollad a gav din…

Rishiart Tal-e-Bot : Unan eus an divizoù evit ma yafe ar yezh ‘ba Karta Europa e oa da gaout ur « furm skrivet  standart » (SWF hervez luc’haj ar yezhonourion NDLR) d’ar C’hernveureg. Boulc’het eo bet an erv da vat e 2008 met n’eo ket achu gantañ c’hoazh. E 2012 e vo sellet pizh ouzh ar stad m’emañ arruet al labour. Pa vo lakaet e pleustr ur gwir standard evit ar yezh e vo ur sapre araokadenn. Rak ar c’hign-c’hagn en deus kroget e-pad ar bloavezhioù 80 ha 90 gant ar yoc’h a strolladoù bet krouet er bloavezhioù-hont e-barzh an emsav evit ar yezh. Strolladoù bet savet peogwir ne oa ket yezhourion ar c’herneveureg a-du kenetreze diàr-benn an doare da skrivañ ar gerioù. Met setu ur gudenn hag a zo boutin d’an holl yezhoù adsavet ha ne sell ket nemet d’ar C’herneveureg. Ar bloaz-mañ en deus embannet ar gouarnamant e vefe lakaet muioc’h a arc’hant foran ‘ba MAGA, hag an dra-se oa bet ur gwir disamm evidomp. Prederiañ a ra MAGA àr un nebeut chenchamantoù ennañ kuit dezhañ da vout e dalc’h an aozadurioù foran a-fet arc’hant en amzer da zont.

Ha petra zo àr ar stern ganeoc’h er mare-mañ ?

Rishiart Tal-e-Bot : Ar yezh gerneveureg a zo bet kinniget e-giz ur c’helenn diret e-barzh un dornad skolioù er c’hentañ, eil ha trede derez. Berr ar berzh avat… Bloavezhioù zo e oa bet lakaet ar bouez àr ar c’hentelioù d’an dud daet. Met en em rentañ kont muioc’h-mui a dud eo dre ziorren live ar yezh er bloavezhioù rakskol e yay ar yezh àr-raok. Ha me a lavar eo dre an hent-se e yay ar yezh àr-raok er bloavezhioù a za. Rastellet ‘m eus un tamm arc’hant a-benn produiñ ostilhoù evit magañ ar c’hentelioù bloavezh kentañ deskiñ ar yezh. Ouzhpenn da se e kenlabouran gant ur strollad magourioù saoznek a-benn lakaat ur program studiñ ar C’herneveureg da dalvezout dre studiñ danvez Kerne-veur da geñver al lidoù pemdeziek.

Troet diàr ar Saozneg gant

Fabien Lécuyer

NO COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR