Home e brezhoneg E-brezel ar pobloù o stourm

E-brezel ar pobloù o stourm

Gant dispac’h bras an E-bed, da lavaret eo tarzh an internet, e vleunias ur bouchad kelaouennoù, lec’hiennoù peotramant ajañsoù kelaouiñ o vouetañ Yann internetour àr meur a dachenn. En o zouesk e kaver lod na bledont nemet gant ar pezh a denn d’ar pobloù pe yezhoù minorelaet. Ha lod anezhe n’int ket dister, pell alese….

E Breizh, ouzhpenn d’an ABP (Agence Bretagne Presse) e kavo Yann Vreizhad e walc’h gant 7seizh.info hiviziken. Ar dachenn ar Brezhoneg menegomp ivez ar skipailh Horbed.org. Honnezh a voued he lec’hienn abaoe 2010. Ha zo kaeroc’h e c’heller lenn forzh pennadoù skrivet gant tud yaouank eus lise Diwan ‘ba Karaez ha skolajidi eus skolaj Plijidi.

Bro-Asturies, Aragon, Euskadi, Bro-C’haliza, Bro-Gatalunya, …

Er-maez eus Breizh ez eus ur mor a lec’hiennoù ha kelaouennoù dizalc’h pe dizalc’hoc’h anat. Ha lod anezhe a zo a-live gant ar « mediaoù bras » hep mar ebet. Komzet hon eus dija diàr-benn Arredol.com, an « Diario dichital » en Aragoneg. En Asturieg e c’hell an nen lenn lesnoticies.com, un E-kazetenn arc’hantaet, evit darn, gant proviñs Asturies. E Bro C’haliza ur yoc’h a gazetennoù èl Galizacontrainfo.org peotramant novasgz.com, galizalivre.org, h.a. a ya d’ober ur galloud-enebiñ efedus-efedus. E Bro-Euskadi n’eus ket diouer a E-kazetennoù ivez, èl rezon. Kement ha kemer ur skouer hini Berria.info, lec’hienn ar gazetenn holleuskareg hag an arridennad a « vblogak » lojet ganti. Dav eo gouzout an Euskareg avat. Ar re ne ouiont ket ar yezh a c’hell mont da weladenniñ lejpb.com, lec’hienn kazetenn bemdeziek Bro-Euskadi an hanternoz, enni un dibab eus ar pennadoù embannet bemdez àr baper. Evit a sell ouzh keleier Bro-Gatalunya, diaes eo kavout an disterañ kelaouenn ha n’eo ket embannet e Katalaneg. E gwirionez e Su ar vro n’eus ket pikol tud ha ne ouiont ket ar yezh. E-se, ez eus kement a vediaoù e Katalaneg hag ar re embannet en ur yezh stad, menegomp : segre.com , vilaweb.cat/  (enni pajennoù gouestlet d’ar c’heleier e L’Alguer zoken, da lavaret eo an tiriadig katalanek e Bro-Sardinya !), elpuntavui.cat, h.a. Ur gazetenn divyezhek a zo anezhi memes tra : la-clau.net (evit norzh ar vro dreist-holl, kostez Bro-Frañs). An Okitaneg en do e web-kazetenn a-benn an 31 a viz Meurzh (gwel. Ya n° XXX) : jornalet.com. E Bro-Korsika n’eus ket pikol choaz evit ar furchourion. Mennegomp memestra an hini vrudetañ : apiazzetta.com. Ur meskaj etre fent ha keleier e Korseg penn da benn gant forzh « kemennadennoù » al lennerion da heul. Lec’hienn ar gazetenn Corsica info.club-corsica.com/ a vez bouetaet mat ivez. Hag evit ar re troet àr keleier an emsav broadelour : portail.unita-naziunale.org. Rust he neuz hag « Hard-Core » ar pezh zo a-barzh avat ! Ken « Hard-Core » all, e norzh-Iwerzhon ez eus un teñzor evit ar re zedennet gant keleier ar vro : republican-news.org. Nevesaet n’eus ket pell zo, dav eo paieañ evit lenn ar pennadoù siwazh. E Bro-Skos, ur skipailh a zizalc’hourion en deus savet (e saozneg ha digoust) Scottishtimes.Org, istitlet « mouezh Bro-Skos ». En tu all d’ar mor bras e c’hell an nen lenn lequebecois.org, ar webkazetenn dizalc’hour savet gant Patrick Bourgeois. Ha skrivagnerion brudet o fluenn a skriv enni : Jacques Parizeau (bet ministr kentañ Bro-Kebek!), Claude Jasmin, Pierre Falardeau (daou filmour).

Hervez kont emañ dazont ar c’hazetennoù àr internet hag ar pobloù o stourm o deus boulc’het mat an erv-se dija. Pezh zo, n’eus ket bet kavet un « skouer ekonomikel » bennaket c’hoazh evit seurt doare nevez da gelaouiñ an dud.

2 COMMENTS

  1. Trugarez deoc’h evit ar gemenadenn-mañ. Siwazh n’on ket ganet gant ar Brezhoneg. Ha c’hwi vefe kontant da sikour ac’hanomp da zifaziañ an testennoù brezhonek embannet àr Seizh ?

  2. Demat deoc’h,

    Plijout a ra din lenn ar c’heleier a zegasit. Boued zo enno evit neb a fell dezhañ prederiañ un tammig bihan. Domaj e kavan koulskoude e vefe kement a fazioù brezhonek en ho skridoù pa skrivit en hor yezh. Ma skrivit war word e c’hallit implijout reizhskriver an Drouizig evit lemel kuit ar fazioù reizhskrivañ stankañ. Ma rit gant LibreOffice e c’hallit ouzhpenn implijout difazier yezhadurel LanguageTool bremañ. Setu, berr-ha-berr, un nebeud fazioù notennet ganin er pennad-mañ :

    – En o zouesk e kaver lod o plediñ nemet gant ar pezh a denn d’ar pobloù : ar frazenn-mañ n’eo ket reizh, n’eus ket tu da implijout ar ger nemet evel-se. Ret eo ober gant hepken amañ. Pa dalvez nemet kement ha seulement e rank bezañ implijet en ur frazenn nac’hañ. A-hend-all e talvez kement ha « sauf » ha neuze e komprener ar c’hontrol eus ar pezh a fell d’an den lavaret. Diskoulm : En o zouesk e kaver lod na bledont nemet gant ar pezh a denn d’ar pobloù pe En o zouesk e kaver lod a bled hepken gant ar pezh a denn d’ar pobloù

    – Ha reoù anezhe n’int ket dister : daoust pegen stank e vez lennet ar ger « reoù » bremañ n’eo nemet ur gallekadur euzhus diwar patrom ar galleg « certains, quelques uns », el liester. Re zo dija ul liester e brezhoneg, mont a ra en-dro evel « some » e saozneg. Ne vez ket lavaret « somes people ». Ha neuze ne vez ket ouzhpennet ul liester -où en ur ger zo lies dija. En unander e vez graet gant unan bennak pe gant egile. An diskoulm gwellañ amañ : Ha lod anezhe n’int ket dister pe Ha re zo n’int ket dister

    – Yann Breizhad : Yann Vreizhad, kemmadur en anvioù-gwan goude an anvioù-bihan gourel

    – mennegomp ivez : menegomp, gant un n nemetken, taol-mouezh war ar sillabenn gentañ ha vogalenn gentañ hir en unander, taol-mouezh war an eil sillabenn gant an eil vogalenn hir el liester

    – He a voued he lec’hienn : evit hi a voued he lec’hienn moarvat. E brezhoneg e vo graet gant Honnezh amañ : Honnezh a voued he lec’hienn

    – tud yaouank eus al lise Diwan : tud yaouank eus lise Diwan

    – E-maez eus Breizh : direizh. Diskoulm : E-maez Breizh pe Er-maez eus Breizh

    – gant proviñs an Asturies : gant proviñs Asturies; ger-mell ebet dirak an anvioù broioù nemet pa vezont implijet en o stumm gallek. Diskoulm : Asturies pe an Asturi, Italia pe an Itali, Breizh pe ar Bretagn…

    – Kement a kemer ur skouer : Kement ha kemer ur skouer (a-hend-all e vije ur c’hemmadur goude a)

    – kazetenn pemdeziek : kazetenn bemdeziek

    – E gwirionnez : e gwirionez ; un n nemetken, gant un o hir.

    – e Su ar vro n’eus ket pikol tud ha ne ouiont ket ar yezh, amañ emañ an dalc’h; un tammig drol eo lenn se rak aze emañ an dalc’h a lavarer evit diskouez ez eo kudennek pe fall udb. En degouezh e kavan kentoc’h yac’h gouzout ne chom ket nemeur a dud hep gouzout o yezh e Katalonia ken. Setu aze, ar pezh zo kudennek n’eo ket e ouife an dud o yezh met o defe diaesterioù an estrañjourien da lenn ar c’hatalaneg.

    – memestra : memes tra

    – An Okitaneg he do e web-kazetenn : An Okitaneg en do e web-kazetenn; gourel eo ar yezhoù e brezhoneg

    – an hini brudetañ (evit ur gazeten) : an hini vrudetañ

    – kemenadennoù : kemennadennoù, gant 2 n, e berr, a hir en unander, vogalennoù berr el liester

    – mouez Bro-Skos : mouezh Bro-Skos

    – En tu-all : En tu all

    – n’eo ket bet kavet un « skouer ekonomikel » bennaket. Fazi yezhadur groñs. Stag eo ar furm « eo » ouzh ar resis (an, ar, al) p’eo stag ar furm « ez eus » ouzh an amresis (un, ur, ul). Ret e oa skrivañ : n’eus ket bet kavet un « skouer ekonomikel » bennaket.
    E brezhoneg e lavarer :
    – Lennet em eus Ul levr ha Lennet eo bet Al levr-mañ ganin
    – N’eo ket deuet An den a c’hortozen ha N’eus deuet Den ebet
    – Skrivet eo bet An dra-se ha Skrivet ez eus bet traoù

    Dont a ra brav ar brezhoneg ganeoc’h, gant sikour ur reizhskriver e tlefec’h dont a-benn da lemel kuit buan an nebeud fazioù dievezhded en em gav pa skriver re vuan. Chom a ra deoc’h mestroniañ 4 pe 5 reolenn yezhadur diazez c’hoazh a-benn skrivañ ur brezhoneg difazi. Dalc’hit mat da skrivañ e brezhoneg ha da bleustriñ war yezhadur ar yezh. Aliañ a ran deoc’h lenn hag adlenn levr Mark Kerrain : petit guide du bretonnant. Ur bern kuzulioù talvoudus a gaver el levr-se.

    Kalon deoc’h.

    Herve

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR