Arri ! Stourm evit an Okitaneg e Lemosin

En em astenn a ra ar yezh okitanek àr 33 departamant mui un nebeud flondrennoù ‘ba Piemont Italia ha ‘ba Val D’aran ‘ba Bro-Gatalunya ar Su. Ur vro ec’hon-meurbet eo Bro-Okitania neuzen ha kalz disheñvel emañ stad ar yezh diouzh ar rannvroioù. Norzh eus Provenço (e-lec’h ma vez komzet ar «vivaro-alpin»), Bro-Arvern, Bro-Lemosin a ya d’ober «Norzh-Okitania». Ha daoust ma vez komzet kalz ar yezh ‘ba broioù zo eus Norzh-Okitania c’hoazh (‘ba Bro-Arvern da skouer) n’emañ ket avañset-avañset ar stourm evit an okitaneg du-hont e-keñver rannvroioù all eus Okitania ha n’eo ket avañsetoc’h spered ar vro kenebeut. Ne vir ket ouzh tud yaouank eus Lemosin da vout savet ur strollad a-benn difenn ha diorenn ar yezh b’ar vro. Arri! e anv. Savet hon eus goulennoù dezhe a-benn gouzout hiroc’h diàr o fenn.

Ya- Petra dalv Arri ?

 

Arri! : Arri! A dalv kement hag Aï’ta. Gouzout a ouiomp ez eus eus ur strollad anvet Aï’ta ‘ba Breizh o lenn o lec’hienn internet met choazet hon eus an anv-se hep gouzout dimp a-raok.

 

Ya- Ha pegoulz eo bet savet ar strollad ?

 

Arri! : E 2008. Kroget hon eus gant un nozvezh ‘ba un davarn. Ha justawalc’h, skrivañ ur geriaouegig evit deskiñ peseurt mod pakañ banneoù peotramant merc’heta ha paotreta en okitaneg eo an dra gentañ hor boa graet. Goude-se hor boa kroget gant ar c’houlzad «Lemòtges en Okitaneg» da lavaret eo, reklem panelloù en Okitaneg ‘ba mont-tre Lemòtges. Abaoe ar bloavezhioù 80 e vez goulennet seurt tra gant ar strolladoù okitan memestra ! Met blev betek-henn.

 

Ya- Kendalc’het ho poa da lakaat ar pouez àr tud an ti-kêr moarvat…

 

Arri! : Hag hor boa ! Skrivet hor boa ul lizher d’an aotroù maer (Alain Rodet -PS- Ndlr) ha lakaet anezhi da c’houlennadeg peuzgoude. A-benn reiñ muioc’h a bouez dezhi e oa bet aozet gouelioù, abadennoù a bep seurt ‘ba Lemòtges ganimp. Super-Occitan a zo daet ivez da reiñ an dorn dimp ! (un den gwisket mod Superman eo Super-Occitan. Sikour a ra ar re a glask difenn an okitaneg, dreist-holl ‘ba Norzh-Okitania). Kement-se a reas trouz abominabl b’ar vro. Reportajoù àr Frañs 3 zo bet graet, pennadoù ‘b’ar c’hazetennoù, hag all…

Allas, ne ya ket fonnabl an traoù gant tud an ti-kêr. Embannet oa bet gant ar maer ‘b’ar skingomz e oa kontant da staliañ panelloù en okitaneg ‘ba kêr. Siwazh karc’het en deus ar marc’h ouzhimp ! Daou vloaz zo aet e-biou ha n’eus tamm panell ebet c’hoazh. Marc’h gevier mard eo ! Soñjal a ra dimp e vefe ar panelloù-se un dra vat evit degas spered bro okitania ‘ba Lemosin koulskoude.

 

Ya- Pe-giz emañ an traoù evit ar yezh ‘ba du-se ?

 

Arri! : Goût a rit, amañ emañ Norzh-Okitania, da lâret eo, e vez klevet c’hoazh ar yezh àr genoù an dud. Ar maezioù dreist-holl, gant ar jibouesourion, ar beizanted lakomp, met n’eus tamm youl vat ebet gant ar pennoù bras. Gant ar c’hevredigezhioù e vez graet an holl labour da gelenn peotramant diorren ar yezh. N’eo ket memes mod ‘ba Su Okitania, sur. Enno e vez sikouret muioc’h ar c’hevredigezhioù gant ar strollegezhioù tiriadel.

 

Ya- Petra ho peus àr ar stern er bloaz-mañ ?

 

Arri! : Adlañsañ ar stourm evit ar panelloù anat. Ha dre m’emaomp o paouez ober badjoù gant gerioù simpl oute : «Adiù» (Demat), «Parlo me en Occitan» (Komz ouzin en Okitaneg), ez eus mall arnomp gwelout anezhe ouzh bruched an dud amañ. Kement-all evit ur bleg-dibleg fardet ganimp : «Lo lemosin per los beus» (Al limouzeg evit ar re vras), klask a reomp tizhañ tud ar vugale skoliataet ‘ba skolioù Calendretas peurgen. Lakaat muioc’h a bouez àr muzik ar vro ivez a zo àr ar billig, e-giz ‘ba Breizh. Dre ar muzik hag an dañsoù hon eus esperañs e vo muioc’h-mui a dud douget evit an okitaneg.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.