Home e brezhoneg Micheli Leccia (Parlemu Corsu) : « Kaoz a zo muioc’h-mui eus ar...

Micheli Leccia (Parlemu Corsu) : « Kaoz a zo muioc’h-mui eus ar soubidigezh e Bro-Gorsika »

Ur gevredigezh gouestlet d’ar C’horseg eo « Parlemu Corsu » (Komzomp Korseg). E penn ar stourm evit ar yezh e kas ar « c’hCullittivu » (kengor) ur preder a-benn diorren implij ar  C’horseg e kevredigezh an enezenn. Rak n’eo ket disi ar « skouer korseg » a-fet deskiñ ar yezh er skolioù kentañ derez, diazezet m’eo àr an hentad divyezhek….

 A-benn nebeut e vo ur vanifestadeg en Aiacciu evit ar C’horseg, petra zo, dre vras, ar pezh a vez reklemmet gant stourmerion ar yezh ?

 Micheli Leccia/ Da gentañ tout, ret eo lavarout ez eus traoù nevez e Bro-Gorsika abaoe 2005. Kroget e oa dija e-pad ma oa an tu-dehoù o ren met kenderc’hel a ra abaoe m’emañ an tu-kleiz e penn a traoù : mennet eo an dilennidi d’ober ar pep gwellañ evit ar yezh ha klasket vez d’ober muioc’h-mui zoken ! Betek bout a-heligentañ etreze a-wechoù zokenoc’h ! Abaoe ar votadegoù diwezhañ, àrlene, e c’hell an nen gwellout muioc’h-mui a banelloù e Korseg er vro da skouer. Kaer eo gouzout e klask ar CTC (strollegezh tiriadel Bro-Gorsika, ar « Breujoù ») kas àr-raok deskiñ hag implij ar yezh.

Jeu zo bet e-pad ur mare avat, paneve diàr-benn divizadegoù bet graet e Korseg e tiez-kêr zo, èl e Galeria lakomp… (ar prefet en doa nullet, e miz Here 2009, rentañ-kont emvod kuzul kêr Galleria àr-zigarez e oa bet dalc’het e Korseg ha skrivet en div yezh : Korseg ha Galleg NDLR)

 Micheli Leccia/ Ya sur ! Met a-raok ne oa ket eus ar jeu-se peogwir ne c’hoarveze james seurt divizadegoù ! Pezh zo avat, c’hoari a ra reoù zo gant ar c’horseg evit ober o jeu da henn-mañ-henn hag a-wechoù n’eus tamm liamm ebet gant difenn ar yezh. Met ne faotañ ket dimp en em velliñ eus seurt aferioù etre an dud. Ni a well nemet un dra : graet vez gant ar yezh. E bed an ekonomiezh da skouer, embregerezhioù zo o deus embannet kemmenadennoù implij ma oa skrivet enne e « klaskemp tud a ouie Korseg ». El just, ar prefeti he doa lavaret e oa enepbonreizh seurt tra, dilezel hag all… ha setu reuz savet diàr-se anat !

Setu, ur c’hontekst nevez a zo… Bremañ e vez lakaet ar pouez àr ar c’horseg, betek gant tud ha ne oant ket gwall entanet ganti gwechall… Ar c’hontekst-se zo pozitivel-tre ! Met n’eo ket evit kelo-se e vez klevet Korseg muioc’h àr genoù an dud siwazh. Se zo kaoz e vez lavaret ganimp ez eus traoù rezis da lakaat e pleustr ha n’int ket bet lakaet c’hoazh. Ha dreist pep tra, ez eus un dale spontus abominabl da adtapout. Dreist-holl en deskadurezh ! Ha se zo challus…

Da lavaret eo ?

Micheli Leccia/ Kemennet vez traoù, sifroù diàr-benn an niver a vugale o teskiñ ar yezh  en hentad divyezhek met koñchennoù eo, sorbiennoù… penn da benn ! E gwirionnez ne ya ket mat an traoù gant an hentad-se. Ez-ofisiel ez eus ur bouchad bugale enrollet en hentad divyezhek met àr an dachenn e weler splann n’eus ket pikol oc’h heuliañ ur gwir deskadurezh divyezhek. Ouzhpenn da se, ar skolidi all skoliaetet en hentadoù unyezhek galleg, meur a wech, n’hallont ket choaz ar c’horseg da zanvez dibab. Neuze, àr un dro ez eus avel a-du gant ar yezh kar « gwelet e vez ar yezh » er vuhez foran bremañ ha, setu, an dud amañ o deus o c’hoant. Met àr un dro ne ya ket implij ar yezh àr-raok. Rak n’eus ket peadra a-walc’h lakaet e-barzh.

E gwirionnez e vez lakaet ar pouez àr ar stroñs met setu tout.

P’emaomp gant an deskadurezh, bez e oa bet kaoz da grouiñ ur skol dre soubidigezh amzer oa bet, ma m’eus soñj mat…

Micheli Leccia/ Ma… gant ar gensavenn arc’hiñ emaomp oc’h aozañ, a-benn an daou a viz Even, un devez prederiañ ha tabutal àr ar soubidigezh justawalc’h. Ur emvod-meur eus tout an hentadoù soubidigezh a zo anezhe e Bro-Frañs a-bezh an hini vo : da lavaret eo, pedet e vo Bretonned, Okitaniz, Katalaniz, Euskariz hag Elzasianiz. Mod-se e c’hello ar C’horsiz dizoloiñ petra eo ar soubidigezh evit gwir. Pedet hon eus tud eus tout ar pobloù-se da zont da Vro-Gorsika da vrudañ ar soubidigezh. Dav eo gouzout n’eo ket graet gant seurt hentad e Bro-Gorsika. Rak, choazet ez eus bet un hentad all, evit meur a abeg, abegoù ideolojikel paneveken. P’hon eus soñjet e tlee ar Stad traoù zo neuze e oa d’an deskadurezh publik da reiñ bod d’ar c’horseg. Setu ! Ha lod ac’hanomp o deus soñjet ivez e oa ret dimp mont e-barzh an deskadurezh stad, « en em silañ » kea hag, er mare-se, ne oa ket anv d’ober traoù all er-maez eus an deskadurezh stad… Ma… Se zo kaoz he deus deskadurezh ar c’horseg gounezet tachennoù nevez er skolioù publik met pas er skolioù all avat…Ar sistem kevredigezhel, lakomp, a zo bet dilaosket penn da benn… ha, merzhet hon eus n’eus ket moaien all da sevel un hentad dre soubidigezh paneve dre ar sistem kevredigezhel ‘m eus aon…. Rak, ma’z omp deuet a-benn da sevel un hentad divyezhek kreñv… betek bout ez-teorikel an hini nemeti a-benn ar bloaz a za a-drugarez d’ar Breujoù Korsika… Evit sell ouzh ar soubidigezh eo c’hoazh kontet da enepbonreizhel gant ar stad.

Met bout zo ar skolioù Diwan ‘ba du-mañ…

 Micheli Leccia/ Ya, justawalc’h, n’emaint ket en deskadurezh stad, kevredigezhel penn da benn ne lavaran ket… E Bro-Gorsika avat, ez eus bet soñjet a-viskoazh e oa kefridi an deskadurezh stad d’ober àr-dro deskiñ ar yezh evit ar vugale… ha biskoazh n’eus ket bet eus ar soubidigezh-se amañ.

Ha koulskoude eo dre ar soubidigezh e vez desket ar yezh da vat er skolioù…

 Micheli Leccia/ Gwir a lavarit ! Setu perak Parlemu Corsu he doa reklemmet ar soubidigezh kerkent ha savet ar gevredigezh. E-barzh ar goulennadeg bet savet ganimp gant 16 poent enni emañ dija dalc’h ar soubidigezh enni. Hag an dra-se ne veze ket reklemmet a-raok ! E Bro-Gorsika e oa kentoc’h anv eus « araokadennoù b’an deskadurezh evit ma arrufe diyezhek penn da benn ar sistem », sed penaos e oa an traoù ‘ba du-mañ ! Setu, gant Parlemu Corsu hon eus cheñchet penn d’ar vazh e-keñver ar soubidigezh. En distro-skol 2010 e oa bet dalc’het ganimp un emvod kelaouiñ da vrudañ an hentad dre soubidigezh, anv oa da ziorren anezhi hag all…

Ma… d’hor soñj e vefe un dra vat ma vefe savet skolioù kevredigezhel met un arc’hadur eo c’hoazh evidomp ma vo savet ur sistem dre soubidigezh er skolioù publik eus Bro-Gorsika.

 Abaoe m’hon eus lañset ar mennad-se e ya àr-raok e spered an dud. Klevet vez ingal ar ger « soubidigezh » bremañ ha betek er Breujoù m’eo bet kinniget ar soubidigezh gant ar bodad-seveniñ. Ur stignad-arnod a vefe lakaet e pleustr e-barzh ur skol hepken e pep departamant, èl m’emañ skrivet e-barzh statudoù Breujoù Bro-Gorsika.

Setu, ha graet ez eus bet gant ar ger « soubidigezh »…hag an dra-se zo ken nevez ha pouezus evidomp rak paneve ar vroadelourion ne veze ket klevet biskoazh ar-ger-se a-raok àr begoù an dilennidi « hengounel », da lavaret eo ar re n’int ket broadelourion ! Met ar pezh rezis a ginnig ar Breujoù eo ur sistem soubidigezh àr tri-c’hard eus an amzer nemetken. Hag an dra-se ne blij ket dimp tamm ebet ! Ar soubidigezh dibaouez eo hon eus c’hoant ha n’eo ket un ¾ amzer bennaket ! Se n’eo ket gwir soubidigezh !

Met, àlkent, ar pep pouezhusañ eo da welet eo soursiet ar Breujoù ouzh ar yezh bremañ. Ur bodad gouestlet d’ar C’horseg a zo bet savet enni, muioc’h-mui a c’halloud gantañ… hag int a grog e-barzh ! Da skouer eo bet kinniget gant ar bodad-se d’an dilenidi da vont da welet penaos eo lakaet ar soubidigezh e pleustr e broioù zo, èl Bro-Gembre da skouer…

 Setu, gant hor devezioù preder e miz Even e vo adsataget gant se adarre. Pedet hon eus tud eus ar skolioù Diwan, ar C’halendretas, an Ikastolak hag all… a-benn ma vo displeget dimp peseurt mod e reont evit lakaat ar soubidigezh e pleustr ‘ba du-se. An teknikoù hag ivez madelezioù ar soubidigezh.

 Ul lusk nevez a c’hellfe bout ar soubidigezh evit ar C’horseg a gav deoc’h neuze…

 ‘Ba du-mañ, gouzout ar rit, an divyezhegezh… Ganti n’eo ket kement an deorienn hag an dra wir… ha pell alese ! El em boa lavaret deoc’h, evit gwir, an divyezhegezh er skolioù ne ya ket en-dro ! Tamm ebet ! Atav e yay an tu-gounit gant ar Galleg forzh penaos ! Ar pezh a lavaront ni eo : an divyezhegezh zo un dakennad a Gorseg e-barzh ur meurvor a C’halleg, tra ken !

N’eus ket pell zo ar rektor en doa lavaret : « mat e vefe tizhout an 9 eurvezh a Gorseg !» Met petra an diaoul eo an dra-se !!! Ar 24 eurvezh a gelennadurezh ez eus 12 eurvezh a Gorseg sañset, neketa ? Trawalc’h, poent eo cheñch penn d’ar vazh bremañ !

Ha bout zo tud stummet a-walc’h àr ar c’horseg e skolioù Bro-Gorsika ?

Micheli Leccia/ N’eus ket ! Reklemm a reomp stummadurioù, anat. Peogwir, dav eo
lavarout ar wirionnez, petra eo an hentad divyezhek a-benn ar fin ? Nemet bugale a oar
un tamm muioc’h a gorseg evit ar re all, rak ar yezh zo bet desket gante e-barzh o familh
peurvuian, ha tra ken. Met etreget-se… kelenner ar c’horseg eo an hini a dreuzkas ar
yezh, a ra al lodenn vrasañ eus an divyezhegezh ha setu tout… A-wechoùigoù, diouzh
an hentad peotramant diouzh ar bloavezhioù e c’heller kaout kelennerion ouzhpenn o
kelenn e Korseg… Amañ ez eus ur c’helenner àr an istor, ahont unan àr ar matematikoù,
peotramant unan àr skiantoù an natur, met morse n’haller ket kaout an tri asambles avat…
Morse ne vez lakaet e pleustr ur gwir divyezhegezh, morse !… Un diveradenn e fin ar
c’hentelioù e Korseg ne lavaran ket… Setu an divyezhegezh e skolioù Bro-Gorsika ! Lod
eus ar gelennerion a ra gant levrioù deskiñ troet e Korseg ivez met dre benn e cheñch al
levrioù deskiñ bep bloaz pe hogozik e kav mod-se ar gelennerion digarezioù evit tremen e-
bioù kelenn ar c’horseg, hag int korsegourion koulskoude ! E Bro-Gorsika, gouzout a rit, ez
eus ur CRDP (Kreizenn-Rannvro an Danvez Kelenn), ha forzh arc’hant gantañ ! E-touesk
an holl CRDPioù a zo anezhe e Bro-Frañs moarvat eo gant hini Korsika e vez produet
ar muiañ a draoù ! Siwazh al lodenn vrasañ eus ar pezh vez produet gantañ, al levrioù
deskiñ divyezhek hag all… a chom àr an estajerennoù er skolioù. Bammet e c’hell bout
an dud o lenn ar sifroù a vez embannet diàr-benn an niver a vugale skoliaetet er c’hlasoù
divyezhek ‘ba du-mañ, diàr-benn an dafar a vez produet bep bloaz e Korseg met n’eo ket
ken bammus all ar wirionnez.
Ne vir ouzh tud Parlemu Corsu da gaout kalon da genderc’hel. Gant ar panelloù e Korseg
o vleuniañ un tamm e pep lec’h, gant ar youl vat a vez diskouezhet gant ar Breujoù, setu
ni kalonekaet….da c’houlenn muioc’h ! Dav eo mennegiñ ivez e lak tout an traoù-se ar
re n’int ket korsiz a-orin da « zreistprizañ » sevenadur ar vro. Dre-se int techet da soñjal
eo yac’husoc’h hor sevenadur evit m’emañ e gwirionnez. Ha setu reoù zo oc’h heuliañ
kentelioù an noz. Gouzout a rit, amañ ez eus klask àr kentelioù an noz da skouer, kalz
muioc’h evit ar pezh a c’hellomp rein ni ! Se zo kaoz ivez e vez reklemmet arc’hant evit
ar stummadur gant Parlemu Corsu. Stummadur evit ar gelennerion met ivez stummadur
evit an dud o labourat e-barzh an embregerezhioù. Goulenn a reomp, da skouer,
stummadurioù ret e Korseg en embregerezhioù, hag int a vefe digollet èl just. Lakomp, an
dud a vefe paiet oc’h heuliañ seurt stummadurioù hag eo ar stummerion a yafe e-barzh an
embregerezhioù, kuit da lakaat an implijidi da foetañ bro.

Ha pet a dud a yay da vanifestiñ evit ar C’horseg en Aiacciu d’ho soñj ?

Micheli Leccia/ Evit gwir, ne vo ket ur vanifestadeg. Rak ur vanifestadeg, ret eo soniñ
ar c’hloc’h kalz en a-raok. Ret eo mont e darempred gant ur yoc’h a dud ha prientiñ an
traoù a-stroll. Gouzout a ouzer, e Bro-Gorsika, e c’heller tolpiñ 5000 den d’ar muiañ tout
ha se zo kalz e-keñver an dud a zo o chom amañ ! Met 5000 den, se zo bet gwelet amañ dija. Faotañ a ra dimp ober unan un deiz bennak. Met ur pikol hini ! Ur vanifestadeg hag a vefe àr ton ar fest. Faotañ a rafe dimp tolpiñ 10 000 den d’an nebeutañ. Setu, an 31 a viz Meurzh e vo kentoc’h un digarez da skoulmañ darempredoù evidomp, da astenn hor rouedad…

Neuzen, an deiz-se e vo graet ur chadennad a dud, simpl-ha-simpl. Dirak prefeti Aiacciu
e krogo ar chadenn peogwir eo arouez ar stad anezhañ anat deoc’h. E penn kentañ hor
boa soñjet skrivañ ar 16 poent a vez reklemmet ganimp àr liñseloù. Etre al liñseloù tud
gant skritelloù hag all. Ma, dav e oa dimp bout 53 evit ma vefe tu sevel seurt chadenn.
A-benn ar fin eo bet tizhet buan a-walc’h an 53-se, neuzen, hon eus divizet ouzhpennañ
un dornad a luganoù skrivet àr liñseloù all. Ret e oa dimp bout 64 en holl. Tizhet buan
a-walc’h ar 64 ganimp. Setu an deiz a hiziv omp 103 ! Neuzen kredapl bras e vimp
niverusoc’h a-benn an 31, se zo kaoz hon eus divizet ober ur chadennad a dud hag a
loc’ho eus ar prefeti da vont betek Breujoù Korsika. D’am soñj e vo bammet an dud ! Rak
setu ur c’haer a arouez : ar prefeti hag ar Breujoù. Ar Breujoù pa vez nac’het tra-mañ-tra
gant at Stad en arbenn da abeg-mañ-abeg. Hag ar Stad, bon… anavezout a reer tout ar
skoilhadurioù a vir ouzhimp da vont àr-raok, kuzul ar vonreizh hag all… Setu, soñjal a ra
dimp e vo graet berzh ganimp rak tudennoù meur eus bed ar sevenadur o deus respontet
d’hor galv, neuze, d’o heul e teuio tud moarvat… Hag ur gaer a zevezh ‘vo forzh penaos !

 

NO COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR