31 a viz Meurzh : Bernard Poignant, maer Kemper, ‘ba…. Toulouse ?

Kadarnaet e vo e-kerzh an devezh : Bernard Poignant a yafe da vanifestiñ da d/Toulouse/Tolosa d’an 31 a viz Meurzh evit ar yezhoù rannvro. Tra ma vo miliadoù à vretonned oc’h ober kement all ‘ba… Kemper, hag eñ kannad-maer eus kêrbenn Penn-ar-Bed.

« François Hollande, danvez prezidant evit ar PS, en deus goulennet gantañ mont da d/Tolosa » he deus displeget da 7seizh Nathalie Conan a zo e penn kuzulva Bernard Poignant e ti-kêr Kemper.

« Un dilennidi eus ar Republik a c’hell mont e pep lec’h ‘b’ar republik da zifenn ar yezhoù rannvro » he deus respontet Nathalie Conan p’hon eus goulennet ganti perak an diaoul e yae Bernard Poignant ken pell eus Kemper.

‘Ba Toulouse/Tolosa e vo aozet ur vanifestadeg da zifenn an Okitaneg.

2 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.