Bro-Skos : Ul labouradeg nevez evit diorren an energiezhoù nevezadus

0

Gamesa, un embregerezh spagnol anezhi mestr marc’had an energiezhoù nevezadus zo vont da sevel ul labouradeg a 150 milion a euroioù e Bro-Skos

E porzh Leith, e kêr Edimbourg, e vo staliet al labouradeg-se. “800 post-labour vo krouet. En holl e vo postet 150 milion a eurioioù enni” hervez Gamesa.

“Setu un skoazell a-zoare” en deus embannet Alex Salmond, ministr-kentañ Bro-Skos hag en deus lakaet ar pouez e-barzh e brogram àr an energiezhoù nevezadus.

Rodoù-avel off-shore vo produet e-barzh al labouradeg nevez. Ur bloaz zo e oa bet digoret kreizenn teknologiezh ar rodoù avel off-shore Gamesa e-tal kichen Glasgow.

A-raok Gamesa, un toullad a embregezhioù all o doa postet arc’hant e teknologiezhoù an energiezhoù nevezadus er vro. Ha setu Bro-Skos da vout e penn ar broioù o postiñ arc’hant e diorren seurt energiezhoù.

Gouarnamant Alex Salmond hag ar Scottish Development International, an ajañs a bled gant sachañ ar bostourion etrebroadel e Bro-Skos, o deus embannet e vo kendalc’het gant an hevelep erv, hini an energiezhoù nevezadus.

Mennegomp emañ Alex Salmond (SNP, Broadelour) o prientiñ ur referendom evit choaz ha dizalc’h e vo Bro-Skos eus ar Rouantelezh Unanet pe pas.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.