Lilianne Jagueneau : « traoù nevez a vez graet gant ar re yaouank e Poitevineg»

Kelennerezh Poitevineg-Sintonjeg (ar « Parlanjhe ») hag okitaneg er skol-veur Poitiers eo Liliane Jagueneau. Ezel eo eus ar gevredigezh UPCP-Metive hag a stourm evit ar Poitevineg kement a zastum sevenadur ar vro. Klasket hon eus gouzout peseurt mod emañ an traoù evit ar yezh Oïl-se. Hag hi tost-tost eus Gallaoueg su Bro-Retz e Liger Atlantel eus un tu hag an Okitaneg eus un tu all.

 

Ya/ Pe giz ya an traoù evit ar Poitevineg an deiz a hiziv ?

 

Eliane Jagueneau/ Da gentañ tout evit a sell ouzh an deskiñ : ne vez ket kelennet ar Poitevineg nag er skolioù, nag er skolajoù peotramant liseoù. Nag en deskadurezh publik nag en hini prevez ! N’eus nemet er skol-veur ma c’hell an nen heuliañ kentelioù Poitevineg abaoe pell memestra. Met treut treut eo ar periñ. En holl ez eus 20 euriad a gentelioù nemetken. Ez-teorikel e c’hell holl studierion ar skol-veur heuliañ ar c’hentelioù en U.E. (Unvez Kelenn) dieub met e gwirionez am bez ur pemzek a studierion dre vras bep bloaz.

Er skolioù kentañ derez, mod all, ez eus a-wechoù kontourion o tont, bez e vez roet un tañva eus ar yezh met setu tout. Raktresoù a zo kaset da benn, labourioù tro-dro d’ar yezh met se zo graet gant tud a youl vat, mennet gant ar yezh. Gwech pe gwech all, pa’z eus ur skolaer tomm e galon ouzh ar Poitevineg e ra e seizh gwellañ evit ober kentelioù e-barzh e glas. Met n’eus ket na stummadurioù na titouroù zoken a-berzh an ensellerezh akademiezh. Gwechall e oa bet aozet un dornad a stajoù stummañ met achu eo, n’eus netra ken… dreist-holl abaoe n’eus ket mui a c’hoantadur evit ar yezhoù rannvro en IUFMoù. Ur stummadur e oa anezhi b’lam d’ar genstrivadeg. Klasket ez eus bet derc’hel gant ar stummadur-se met gant ar wask a zo bet lakaet àr an IUFMoù a-fet arc’hant ez eus bet nullet ar stummadur àr ar Poitevineg allas. Ha zo gwasoc’h, skarzhet eo bet ar Poitevineg eus an IUFM gant ar minister ar memes bloaz ma oa bet divizet astenn ar c’hentelioù er pevar IUFM all a zo e Poitou !

 

Ya/ Hag e-barzh ar skolioù kevredigezhel ?

 

Eliane Jagueneau/ Pas pas, n’eus tra kenebeut. Pezh zo, bout zo ur gredenn doull gant emsaverion ar Poitevineg : d’o mennoz n’eo ket posubl e vefe eurvezioù ingal evit ar Poitevineg er skolioù. Talioù-arnod ne lavaran ket met netra ingal… Forzh penaos e bed ar Poitevineg n’eus ket soñj krouiñ ur skol e Poitevineg. Pell pell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh !

 

Ya/ Hag er mediaoù, peseurt plas evit o yezh ?

 

Eliane Jagueneau/ Er radioioù ar vro e c’hell Yann poitevin klevout abadennoù e Poitevineg. Pas àr tout ar radioioù met àr un dornad memestra hag a brodu abadennoù e Poitevineg. Evit sell ouzh France Bleue Poitou, n’eus netra avat. Kazetennerion zo eus France Bleue a zo intereset gant ar yezh, se zo sur, met evit poent n’eus nemet reportajoù diàr-benn ar yezh met pas abadennoù e Poitevineg. Ar Frañs Tri mod all, ez eus bet un abadenn e-pad daou vloaz, e 1985-1986, ha tro vat e rae hi koulskoude… met siwazh lammet eo bet tra ma ne veze ket dispignet gwenneg ebet koulz lâr’ evit hen ober… Digomprenus eo !

Er c’hazetennoù morse n’eo ket bet embannet pennadoù ingal e Poitevineg ma m’eus soñj mat, àr-bouez e Ouest-France en embannadur Vañde…Ya, e-pad pell e oa bet embannet ur pennad e Poitevineg enni….ha lammet diàr abegoù arc’hant ivez. Mod all, Centre Presse, le Courrier de l’Ouest peotramant La Nouvelle République a embann ingal keleier diàr-benn ar Poitevineg met morse n’eus ket bet pennadoù e Poitevineg enne…

 

Ya/ Panelloù e Poitevineg a zo ‘ba du-se mod all ?

 

Eliane Jagueneau/ N’eus ket àr an hentoù bepred. Ne dalv ket n’hon eus ket soñjet e-barzh. Enklaskoù zo bet graet àr an anvioù, mod all ez eus bet staliet panelloù e Poitevineg e tiez ar re gozh zo. Met evit a sell ouzh ar panelloù hent n’eus hini ebet ma m’eus soñj mat. Bout zo en Okitaneg el lodenn okitanek ar Charentes met netra e Poitevineg siwazh… (Bout zo panelloù e Poitevineg e-barzh ur liorzh botanik pedagogel e-kichen Poitiers ivez NDLR). Emsaverion ar yezh a soñj reklemm seurt panelloù bremañ avat.

 

Ya/ Hag er c’huzul rannvro Poitou-Charentes, tud zo mennet gant ar yezh ?

 

Eliane Jagueneau/ Daet omp a-benn da gaout ur bodad labour er c’huzul-rannvro memestra, abaoe 1995. Ennañ dilennidi ha emsaverion eus ar c’hevredigezhioù asambles. Gouestlet eo ar bodad-se d’ar Poitevineg met ivez d’an Okitaneg.

 

Ya/ Darempredoù ho peus gant emsaverion an Okitaneg justawalc’h ?

 

Eliane Jagueneau/ Dre vras e klaskomp labourat muioc’h gant emsaverion an Okitaneg dreist-holl ar re eus ar « Charentes Okitan ». Met evit poent n’eus ket bet graet oberennoù a-stroll c’hoazh, traouigoù ne lavaran ket : un deiziataer da skouer, …

 

Ya/ Levrioù a vez embannet ingal e Poitevineg mod all…

 

Eliane Jagueneau/ Ya ! Ha pa sellet pizh ouzh holl draoù e vez embannet e c’hell bout souezhet an dud. Met ne vez ket gwelet ar yezh er vuhez foran, tud ar vro ne welont ket ar yezh skrivet er straedoù, siwazh…

 

Ya/ Ha tud yaouank a glask stourm evit ar Poitevineg ?

 

Eliane Jagueneau/ Ya, traoù a vez graet gant ar re yaouank evit ar yezh ha se zo nevez nevez ! Da skouer ez eus ur strollad sonerezh Metal en deus graet ur bladenn…e Poitevineg penn da benn (Crawling in Sludge, o fladenn a zo anvet « Tarze a Crvàe ». Un tañva eus o CD a zo àr http://www.youtube.com/watch?v=jidj8eZMqrQ, a-live eo ar strollad-se gant ar strolladoù etrebroadell gwellañ ! NDLR). Ur bladenn sonerezh slamm e Poitevineg a zo bet embannet ivez… Ur plac’h yaouank he deus graet ur film bevaat e Parlanjhe (Poitevineg) ivez, diazezet àr ur gontadenn. Un eil zo àr ar billig. Ha n’eo ket ur vezh dezhi ober kement-se e-keñver ar re a vez graet gant tud a vicher ! Setu, traoù nevez a zo met n’int ket liammet e seurt ebet gant bed an deskadurezh. E-pad forzh bloavezhioù hon eus stourmet evit kaout ar Poitevineg er bak, en aner… Met ne dalv ket hon eus abuzet hor amzer avat. Oberennoù « Parlanjhe aux écoles » a zo bet graet, kaoz a zo bet eus ar yezh er mediaoù hag all. Met n’omp ket daet a-benn. Bremañ ne glaskomp ket mui un anzavadur ofisiel met kentoc’h ober traoù àr an dachenn. Gouzout a rit he deus poan an deskadurezh stad gant ar yezhoù rannvro forzh penaos…

 

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.