Afrika : Div vro a embann o dizalc’herezh e-korf ur sizhun

[Ar pennad-se a zo bet tennet diouzh Le Jornalet (www.jornalet.com), un e-gazetenn en Okitaneg en deus 7Seizh un emglev kenlabour ganti.]

Embannet o deus ar stourmerion Touareg eo dieub Bro-Azawad penn-da-benn da heul ac’hubiñ kêrioù Tombouctou ha Gao. N’eo ket daet a-benn arme Mali, trec’het mard eo, da dalañ ouzh mont àr-raok an MLNA. E Bro-Zambia, eo kroget an « disparti sioul ha disoursi etre Zambia hag ar Barotseland, c’hoant ganti da vont da « vroad emveliek » en-dro.

Gant aloubadeg kêrioù Kidal, Gao ha Tombouctou, ar sizhun tremenet, setu an MLNA (Emsav Broadel evit dieubidigezh Azawad) oc’h embann eo « dieub » penn-da-benn ar vro-se hag en em astenn àr hanterenn norzh Bro-vMali. Ar un dro setu Barotseland, ur vro eus kornôg Zambia anezhi, mennet da gregiñ gant ur prosesus evit mont da vroad emveliek en-dro.

Azawad: dizalc’h e gwir

Ar pep souezhusañ e stourm dizalc’herezh Bro-Azawad eo ar buan m’eo arruet ar stourmerion, an Touareg, ar muiañ-niver eus an dud er vro-se, da zont a-benn da sevel un stad emveliek e gwir, (na bout) n’eo ket anavezet c’hoazh houmañ gant ar gumuniezh etrebroadel. Tri miz zo nemetken en deus an MLNA adkroget gant stourm an Touareg. Ar sizhun tremenet eo eo ar stourmerion aet tre Tombouctou ha Gao, anezhe kêrioù àr bord ster Nijer, ma n’eo ket Touareg ar groñs eus an dud o vevañ enne met Songhai. N’eo ket anat-anat petra vo graet gant ar re-se bremañ o c’houzout eo renet ar ravolt gant an Touareg dreist-holl.

Mont àr-raok ar stourmerion Touareg a zo evit dismantr an arme maliad, bet tec’het kuit ganti eus Gao ha Tombouctou hep talañ e seurt ebet koulz lavarout. Betek pennoù bras an arme a zo aet gant an Touareg, gante armoù o tont eus brezel Bro-Libia, a oa o ren n’eus ket pell zo, ha soutenet mard int gant Ansar Dinni, ur bezen islamist. Pezh zo, embann a ra an MLNA n’eo ket a-du gant ar pezh vez graet gant an islamisted hag o deus c’hoant lakaat ar Sharia da ren e Bro-vMali.

« Disparti sioul ha disoursi » e Barotseland 

Miliadoù a gilometradoù ac’haleshont, er su, setu rouantelezh kozh Barotseland mennet da gregiñ gant disparti diouzh Zambia. Embann a reas dileurierezh ar c’huzul broadel Barotse (BNC) ur menneg ma zo anv ennañ eus un « disparti sioul ha disoursi » etre Barotseland ha Zambia e sell da lakaat « statud orin ar vro e-giz broad emveliek » da dalvezout en-dro.

Poz d’ar vBNC eo bet nullet emglev ar Barotseland bet sinet gant Zambia e 1964, ma oa bet divizet ennañ e oa emrenn ar Barotseland. Evit kempouezañ an traoù e chome ar vro-mañ enframmet e stad Zambia.

« Abalamour da se », eme ar BNC, « hon eus disklêriet kement-se dirak an Unvaniezh Afrikan hag an ONU e-serr embann an dizalc’herezh ».

Troet diàr an Okitaneg gant Fabien Lécuyer

Pennad orin : http://www.jornalet.com/nova/58/dos-paises-se-proclaman-liures-en-africa-dins-la-meteissa-setmana

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.