Micheli Leccia (Parlemu Corsu) : 31/03/2012 : «Merket an devezh evit ar c’horseg»

Micheli Leccia a zo anezhañ mouez-aotreet ar gevredigezh «Parlemu Corsu». Parlemu Corsu eo he doa aozet ar chadennad a dud ‘ba Bastia da geñver devezh an 31 a viz Meurzh ma oa bet aozet manifestadegoù evit ar yezhoù minorelaet e pep lec’h er c’hwec’hkogn (12000 e oamp-ni ‘ba Kemper). Evit 7Seizh en deus kontet e berr komzoù penaos oa tremenet an traoù ‘ba du-se.

« Mat-kenañ e oa : ur bern tud o deus pellgomzet dimp goude ar vanifestadeg d’ober gourc’hemennoù ken plijet e oant bet gant ar chadenn.

400 den a oa d’an nebeutañ… Merket an devezh ! Kreñvaet eo an hent hon eus boulc’het gantañ : bout distag diouzh ar bolitikourion ha lakaat tud nevez ‘b’ar jeu (Corsicasida, suportourion, LDH (Kevre gwirioù mab-den NDLR)). Setu, un drec’hadenn a’e !

Evidomp eo un etap hag a servijo da brientiñ an dachenn evit un vanifestadeg en amzer da zont (a-benn daou vloaz lakomp). Ur vanifestadeg hag hon defe c’hoant e vefe bras-divent.. »

Troet diàr ar c’horseg gant Fabien Lécuyer

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.