Bro-Hongria : al lamm àr-dreñv !

 Kaoz a zo kalz eus Bro-Hongria er mare-mañ abaoe m’en deus kroget Viktor Orban, ministr kentañ, da «adkempenn ar vro». Met dre m’emañ eñ en tu dehoù pellañ, n’eo ket asañtet e atampi kement-se gant demokratourion ar vro, na dost… Goulennet hon eus he soñj gant Katell P., ur vreizhadez oc’h ober e studioù ‘ba du-hont, diàr-benn an aergelc’h en ur vro lakaet muioc’h-muiañ a gostez gant ar broioù all eus Europa.

 

7seizh- Penaos emañ an traoù e Bro-Hongria an deiz ha hiziv ?

 

Katell P. – Ma, n’en deus ket c’hoant ar gouarnamant laoskel digor dorioù ar skol-veur da dout an dud. C’hoant o deus goulenn 2000-3000 euro evit ober ur bloavezh studiñ bremañ ! An hongroiz a zo paouroc’h-paourañ b’l’am d’an enkadenn o ren e pep lec’h neuzen… Betek henn e veze roet yalc’hadoù evit an studierion gwellañ gant ar stad. Met a-benn nebeut ne vo ket anezhe ken pe hogozik. Evit ar re o do ar chañs da gaout unan e rankint chom b’ar vro e-pad 5 bloaz goude o studioù ha, gwasoc’h !, ma vez c’hwitet o arnodennoù gante e rankint restaoliñ an holl arc’hant a zo bet roet dezhe ! Abalamour da se e vo serret un dornad a skolioù-meur rak bout zo nebeutoc’h-nebeutañ a studierion ha roet o sac’h d’ur bern kelennerion da heul. C’hoant en deus ar gouarnamant distrujañ ur bern postoù b’an deskadurezh stad dre vras forzh penaos. Ha n’eo ket abalamour da c’hoproù re uhel ar gelennerion ! Ret eo gouzout e vez gouniet 450 euro bep miz gant ur c’helenner ‘ba du-mañ ! Ur ranndi boutin e kêr Budapest a goust 400 euro bep miz àlkent…

Kavet ez eus bet un diskoulm evit mirout skolioù zo memestra : an iliz a zo o prenañ anezhe. Da lavaret eo ez eus muioc’h-muiañ a skolioù a ya dindan beli an iliz. Pebezh mizer ! Ha yao kentelioù relijion evit tout an dud ha ‘ba du-mañ n’eo ket digor-digor spered an tud a iliz, gouzout a rit…

 

7Seizh- Ha gwask vez lakaet àr ar mediaoù ha àr bed ar sevenadur gant ar gouarnamant ivez a-hervez …

 

Katell P. – Ya avat ! Kontrolet eo an holl vediaoù gant ar gouarnamant bremañ ha kabestret anezhe. Ha koulskoude n’eus ket pell zo c’hoazh e tenne Budapest muioc’h da vBerlin. Gant ur sevenadur underground o vleuniañ ‘ba kêr, lec’hioù alternatif e pep lec’h ma veze aozet enne abadenn divoutin kenañ. Met int zo serret holl bremañ. Rak gwask vez lakaet àrne gant ar gouarnamant.

 

7Seizh- Ur volontez a zo gant an tu-dehoù pellañ da adc’hounit an tiriadoù kollet goude an eil brezel bed ivez…

 

Katell P. – Ha gwir a lavarit ! Ha faskourion e-leizh a zo amañ ! Un dra souezhus amañ justawalc’h p’emaomp gant an «Hongria veur» hag an «tiriadoù kollet». Amañ e vez c’hoazh graet gant anvioù hongriad ar c’hêrioù na bout n’emaint ket ken ‘ba Hongria abaoe an eil brezel bed. Digredus ! Lakomp ma bellgomzer d’un ajañs veajiñ bennaket evit raklakaat un nijadenn etrezekTârgu Murese Bro-Romania e vo lavaret deor gante ne ouiont ket eus petra zo kaoz. Ha ne reont ket goap ouzh an dud, nann ‘at, ne ouiont ket, ken simpl ha tra rak en Hongraeg e vez lavaret Marosvásárhely. Memestra evit Timisoara, evit an Hongriz eo Temejvar, hag all… tro ‘m eus bet da lakaat ar gaoz àr kêrioù zo e Romania gant tu eus Bro-Hongria. Me oa o kaozeal eus kêrioù bras, anavezet mat o anvioù ha tout, met ne ouient ket o anvioù e Romaneg, ne anavezen nemet an anv e Hongreg na bout eo bet dilaosket anv Hongriad ar gêr-se abaoe 60 vloaz bremañ !

 

7Seizh- Hag ur santimant hongriad o deus an dud a zo o vevañ ‘ba tiriadoù Hongriad gwechall ?

 

Katell P. – Ya, forzh penaos o deus holl ar vroadelezh Hongriad bremañ. Gouzout a rit, amañ emañ an traoù o cheñch er mare-mañ, ha ne ya ket àr an tu mat, oh nann ‘at !

1 COMMENT

  1. Met red eo da gompren perak ! Ar gouarnament o deus araok a lâr traoù ken fall diwar-benn ar bobl ! Tud eus Bro Vadiarorsag (Hongria) n’en doa ket dibab … pe kazi. Hag ar gouarnament hiriz ra traoù rak gouzout a ra n’eo ket possubl da cheñch gouarnament. Red eo neuze da sikouriñ Bro Hongria, ha ket da roiñ dezho kastizou …

    Evit ar Hongria-Veur, red eo c’hoaz da gomprenn ! An treted e fin ar c’hentań brezel bed (ha ket an eil) ne oa ket just. Evit ar Breizh e vefe evel ur Breizh gant Penn-Ar-Bed-Hepken, ar galon ar vro met hep darnioù ar vro ken a-bouez, popled gant bretoned/hongared ivez. Anv ar gerioù zo evel lâr e Bro C’hall « C’hoant ‘m eus da vont da Bro Euskadi/da gKöln/da vBodensee/da gWengan » n’int ket o komprenn e c’hallez mont da Bro Vask/Cologne/Lac de Constace pe Guingamp…

    Romeñ eus Montreal

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.