Aujourd’hui à Nantes : Gouel kentañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel / 1ère Fête de la langue bretonne en Loire Atlantique

BREZHONEG L.A.
Gouel kentañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel
D’ar Sul 27 a Viz Mae 2012, e Naoned

Da-geñver Gouel Breizh e kinnig Ajañs Sevenadurel Breizhek Gouel kentañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel : “BREZHONEG L.A.”. D’ar Sul 27 a Viz Mae e vo, e Naoned skwar Jean-Baptiste Daviais, adalek 11e30 betek 19e.

Startijenn pleustr ha deskadurezh ar yezh e Liger-Atlantel a vo lakaet er gouloù. Ur gouel evit an holl, rak digoust eo ha lec’hiet e kreiz-kêr Naoned, e-kichen plasenn Commerce.

« Brezhoneg L.A. » a zo un darvoud digor d’an holl, kement evit ar vrezhonegerien eget evit an dud o deus c’hoant da zizoloeiñ ar brezhoneg, peogwir e vo abadennoù e brezhoneg hag e galleg. Ar gallaoueg en devo e blas gant ur stal titouroù. Kinniget a vo ivez ar gontadenn « La Belle et la Bête » e gallaoueg, brezhoneg ha galleg. Digor vo ar gouel d’ur vro ha d’ur yezh all : Brazil hag ar portugaleg gant ar gevredigezh Ginga Nagô a ginnigo dizolo ar c’hapoeira.

Roll an devezh :

• Digor-kalon gant sonerezh diwar 11e30.
• Deskoni ha dizolo ar C’hoarioù hengounel breizhek gant ar gevredigezh Plijadur da C’hoari.
• C’hoariva e brezhoneg gant ar strolladoù Elektrake ha Joyi.
• Kontadennoù e brezhoneg, gallaoueg ha galleg gant Armand Tosser, Yann-Ber Quirion, Yves Bourdaud ha Nadine Bénizet.
• Sonadegoù gant skolidi ar skolioù diyezhek, Daonet (rock breizhek), Tosser Tad ha Mab (kan ha diskan) ha Claude François (e brezhoneg).
• Lennadennoù, deskoni ar brezhoneg hag an dañs gant Kentelioù an Noz.
• Dizolo ar C’hapoeira gant Ginga Nagô.
• Stalioù titouroù, levrioù ha krouerien : Ar Falz 44 – Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Div Yezh, Diwan, Ofis Publik ar Brezhoneg, Skol an Emsav ha Skeudenn Bro-Roazhon.
• Tavarn gant ar vreserezh Coreff ha predoù gant kuzul skoazell skol Diwan Naoned.

Skwar Jean-Baptiste Daviais (Tram ha kirri-boutin arsav Commerce), adalek 11e30 betek 19e.
Digoust. Tavarn ha predoù.

Kevelerien :
Ar Falz 44 – Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Dikadaka, Div Yezh, Diwan,
Ginga Nagô, Kentelioù an Noz, Ofis Publik ar Brezhoneg,
Plijadur da C’hoari, Skeudenn Bro-Roazhon, Skol an Emsav.

Darempred :
Ajañs Sevenadurel Breizhek : 02 51 84 16 07 – acbml@free.fr – www.acb44.com

BREZHONEG L.A.
1ère Fête de la langue bretonne en Loire Atlantique
Dimanche 27 mai 2012, à Nantes

A l’occasion de la Fête de la Bretagne, l’Agence Culturelle Bretonne propose à Nantes, square Jean-Baptiste Daviais, le dimanche 27 mai 2012, de 11h30 à 19h00, la première Fête de la langue bretonne en Loire-Atlantique : « BREZHONEG L.A. ».

La fête mettra en lumière le dynamisme de la pratique et de l’apprentissage de la langue bretonne en Loire-Atlantique. Elle sera accessible à tous en raison de sa gratuité et de son organisation en centre-ville de Nantes, tout près de la place du Commerce.

« Brezhoneg L.A. » est un évènement tout public qui s’adresse à la fois aux locuteurs brittophones et à ceux qui désirent découvrir la langue bretonne, les animations étant proposées en breton et en français. Le gallo aura sa place avec un stand d’information et la présentation du conte « La Belle et la Bête » en gallo, en breton et en français. La fête s’ouvre aussi à un autre pays et une autre langue : le Brésil et le portugais avec l’association Ginga Nagô qui proposera une découverte de la capoeira.

Le programme de la journée :

Apéro-concert à partir de 11h30.
Initiation et découverte des Jeux traditionnels bretons avec l’association Plijadur da C’hoari.
Théâtre en breton avec les troupes Elektrake et Joyi.
Contes en breton, gallo et français avec Armand Tosser, Yann-Ber Quirion, Yves Bourdaud et Nadine Bénizet.
Concerts avec les élèves des écoles bilingues, Daonet (rock breton), Tosser Tad ha Mab (kan ha diskan) et Claude François (en breton).
Lectures, initiation au breton et à la danse avec Kentelioù an Noz.
Découverte de la Capoeira avec Ginga Nagô.
Stands d’information, livres et créateurs : Ar Falz 44 – Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Div Yezh, Diwan, Ofis Publik ar Brezhoneg, Skol An Emsav et Skeudenn Bro Roazhon.
Bar avec la Brasserie Coreff et restauration avec le Comité de soutien à l’école Diwan de Nantes.

Square Jean-Baptiste Daviais (Tram et bus arrêt Commerce), de 11h30 à 19h00.
Accès libre. Bar et restauration.

Partenaires :
Ar Falz 44 – Skol Vreizh, Bertaeyn Galeizz, Dihun, Dikadaka, Div Yezh, Diwan,
Ginga Nagô, Kentelioù An Noz,Ofis Publik ar Brezhoneg,
Plijadur da C’hoari, Skeudenn Bro Roazhon, Skol An Emsav.

Contact :
Agence Culturelle Bretonne : 02 51 84 16 07 – acbml@free.fr – www.acb44.com

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.