Pennad en div yezh / Article bilingue
Galvet ‘zo bet ur stourmer deus Ai’ta ! da vont da archerdi Gwengamp disadorn beure, da 10 eur 30, da heul klemm renerezh Ar Post.
E miz Meurzh tremenet e oa bet pegsunioù « E brezhoneg ! » ouzh an holl banelloù nevez-staliet e galleg. Unan deus ar stourmerien a oa bet kaset dre heg gant an archerien.
Gervel a ra Ai’ta ! an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da zont d’e skoazellañ dirak an archerdi eta.
N’eo ket achu gant ar wask : stourmerien all a vo galvet dizale e lec’h all… Chomit war evezh ‘ta !
—

Un militant du collectif Ai’ta ! est convoqué samedi matin, à 10 h 30, à la gendarmerie de Gwengamp / Guingamp, suite à la plainte déposée par la direction de La Poste.
Au mois de mars dernier, des autocollants « E brezhoneg ! » avaient été apposés sur la nouvelle signalétique qui ne fait aucune place à la langue bretonne. L’un des militants avaient été interpellé de force par les gendarmes.
Ai’ta ! appelle toutes celles et ceux qui souhaitent que notre langue ait droit de cité dans la vie publique à se rassembler en signe de soutien devant la gendarmerie.
La répression continue, d’autres militants seront bientôt convoqués ailleurs… Restez attentifs !
























tud zo a gendalc’ho gant Ai’ta hag e doaeroù diefedus e pad bloavezhioù…peogwir e fell dezhe chom e penn un dra bennak..bezan chef kwa…mouezh aotreet…lufran o ego…
Diefedus ? N’eo ket ken gwir-se !
Ar pezh a zo gaou penn-da-benn : « …peogwir e fell dezhe chom e penn un dra bennak..bezan chef kwa…mouezh aotreet…lufran o ego… » Ar c’hontrol rik eo !
Bezañ « chef »… sell aze un dra all ! ‘Ba Ai’ta ! n’eus mestr ebet, met ezhomm ‘zo tud a gas an traoù evit ma ‘z afe ar strollad a-raok… Ma fell da hini pe hini kemer o flas ha bezañ galvet gant an archerien seul wech ma vez peget ur pesun a-dreuz er vro, mat eo dimp… ar re-se a welo pegen mat eo evit an « ego ».
« Diefedus » !? Ya, sur eo kalz efedusoc’h bezañ dichek ouzh ar re all evel-se; se a sikour ‘hanomp da vont war-raok ! Lâr din Gwendal, petra ‘rez te evit ar brezhoneg ???
@ha goude Mali ? laosk sioul ar re o deus c·hoant da stourm
·
perak stourm ma ne servij ket ? matrese eo poent cheñch ar palioù, an doareoù d’ober, … Ouzhpenn skuizhañ an dud petra eo ar pal ?
Peut être attirer les média, autres que les français.. ex. la BBC ou les américains, histoire de jouer sur la rivalité et d’en bénéficier.
lancer une campagne de déstabilisation de la poste à base de raccourcis type : la Poste en Bretagne = organisation dépassée,
Point commun de la poste de façon global et en Bretagne : participation au suicide de son personnel et de la langue bretonne (à mon avis, cela devrait faire réagir…)vivement la concurrence…
Il ne faut pas avoir peur de faire de la politique car c’est de cela qu’il s’agit
OK unan zo bet tapet gant an archerien… ha war lerc’h ? abaoe pevare e stourm Ai’ta ? ha war beseurt tachenn int deuet a-benn da lakaat an traoù da vont war-raok ? An ti-post ne ra ket foutre deusoute. Ar SNCF memes tra. Daoust hag-eñ e vefe ret mont pelloc’h ha kreñvoc’h ?
Bop seurt liveoù stourm a zo ezhomm evit kas ur yezh war-raok : jentil, kalet pe galetoc’h… ha ‘ba Ai’ta ‘zo tud a blant e-barzh e kement live ‘zo !
‘Meus aon ‘meump ket kentel ebet da resevout ‘vit an dra-se… Skrivañ kemennadennoù ‘zo brav, krogiñ ‘barzh an traoù war an dachenn ‘zo welloc’h !!!
C’hwi a stourm evit lakaat brezhoneg en ti-post abaoe 5 bloaz ? peseurt araokadennoù zo ? netra. Paouezit da stourmañ enep milinoù.
Piv out-te evit lâret dimp petra ‘meump d’ober ? Petra a rez te evit ober gwelloc’h evitomp ? Aeset eo klemm ha disprizañ ar pezh a ra ar re all, war a welan !
Ne m’eus ket droad da lârout ne servij ket ho toare stourm ? dreist. N’eus nemet ar re a dalc’h ur giton o deus droad da glemm ? pebezh afer !
Lâr din neuze petra ho peus gounezet abaoe 5 bloaz ? ai’ta zo heñvel ouzh an UDB…sioullat ar stourmerien evit mirout oute d’ober traoù efedusoc’h.
Tud an ti-post a ra goap ouzhoc’h ha c’hwi zo laouen oc’h ober van plantañ reuz.
Mennozhioù mat a oa gant Ai’ta e penn kentañ met c’whi ho peus graet kazeg
Ur wech c’hoazh e kontez pitenoù ! Traoù ‘zo bet gounezet war an dachenn ganimp, evel panellerezhioù lec’hel e brezhoneg, ha cheñch a ra an traoù er c’hornioù-bro ‘lec’h ma stourmomp… Met ouzhpenn se e cheñch an traoù er spered an dud ivez, dre forzh gwelet, war an dachenn hag er mediaoù, tud yaouank pe yaouankoc’h o stourm evit o yezh. Met an dra-se na vez ket muzuliet ken prim ‘se !
Evit achuiñ, mirout ‘rafemp ouzh tud all da stourm efedusoc’h ? Ur farsadenn eo sur ‘walc’h. An hini a fell dezhañ duañ panelloù diouzh noz pe traoù all c’hoazh a c’hall en ober pa gar… Ar pezh a zo e ranker bezañ kalonek ivez evit ober seur traoù, ha ne welan ket kalz a dud o kregiñ ‘barzh ar stourm se ma gavont eo re vlot ar pezh a reomp ! Ha te ne rez nemet klemm a-benn ar fin, kar ma rafez gwelloc’h ha kreñvoc’h evitomp e vefe gwelet ha gouvezet, sed aze !!