Bro-Iran. Ur mozaïk e bro ar mollahioù

1

Klevet vez kalz anv eus Bro-Iran er mare-mañ en arbenn d’an darvoudoù o c’hoarvez du-hont. Na bout eo liammet kreñv ar vro-se gant ar bed persan hag an Islam mod chi’it ez eo, evit gwir,  ar Jomhuri-ye Eslami-ye Iran, ar Republik Islamik Iran – anv ofisiel ar vro – ur mozaïk a bobloù hag a relijionoù.

Persaneg, yezh ar vro ?

E gwirionnez ne vez preget ar persaneg nemet gant 51% eus an dud nemetken. Gant un dek a yezhoù all e ra ar peurrest eus an Iraniz.

An hanternoz, repu ar minorelezhioù

E hanternoz ar vro emañ al lodenn vrasañ eus ar minorelezhioù. An Azeriiz eo ar re niverusañ. Kontet e vez 16 milion anezho en Iran. Komz a reont ur yezh a-orin turkeg, evel an Durkmeniz (1 milion), ar Shahseveniz (65 000), ar Garakalpakiz (40 000) hag ar Galajiz (40 000). Bez’ ez eus ur bochad pobloù hag a ra gant yezhoù par d’ar farsieg (pe ar «parsieg» da lavaret eo ar persianeg): ar Farsiz, ar Louriz, ar Gurded, ar Vazanderaniz, ar Jilakiz ha kement zo. Hag ivez, dreist-holl, war bevennoù ar vro, pobladoù eus an holl vroioù a gaver tro-dro d’an Iran: Turkmeniz, Arabed, Pachtouned ( eus su Bro-Afghanistan ), Armeniz (ur 200 000 bennak c’hoazh daoust dezho bout gwasket abaoe pell), …

Daoust m’emañ al lodenn vrasañ eus ar yezhoù-se a-barzh ar memes familh hag ar Farsieg ne dalv ket int rannyezhoù anezhi. Ledan-ledan eo strollad ar yezhoù Indo-Iraniek ha strewet pell eus an Iran hag ar bed persian.

Minorelezhioù «souezhus» a zo eno ivez: Ar Vrahuied, er su, hag a breg ur yezh dravidienek hec’h orin. Kavet e vez ivez un toullad a jipsianed a vez o veajiñ du-hont. Bez’ zo ivez ar Mamasanied, meuriadoù kantreourion muzulman hag a breg an Aloureg, ur yezh Nilo-Saharian anezhi.

Ar re «anavezet»….

Divoutinoc’h zo c’hoazh. E Bro Mahmoud Ahmadinejad zo un 20 000 Yuzev bennak o vevañ. Dre ma’z int «anavezet» gant bonreizh ar republik islamik o deus ur sez miret dezho er parlamant. «Anavezet» e vez ivez: ar gristenion. Al lodenn vrasañ anezho a zo Asiro-Chaldean peotramant Armeniz. Un dornad evanjelisted a zo ivez. Komz a reont an Arameeg nevez hogen war-zigresk e ya o niver dreist-holl er bloavezhioù diwezhañ. Ur bern anezho o deus klasket repu e broioù all, tad ar sportour Andre Agassi en o zouesk. Ar Zoroastrianed eo an trede strollad a zo anavezet er vonreizh, dezho ur relijion gozh hag a gehel an tan, a embann he feiz en «dualism». Ez-ofisiel int holl «edan divaskell ar republik». E gwirionez eo ur c’hoari all evito.

Estreget an tri strollad-se lakaet da «minorelezhioù ofisiel» gant ar mollahioù ez eus ur bochad strolladoù chi’it pe chi’itoc’h, ha n’int ket gwasket re e-skoaz strolladoù relijiel all.

… hag ar re wasket

Ur strollad hag a chom un nebeud anezho eo ar vMandeaned, dezho ur relijion «dualist» koshoc’h evit ar gristeniezh. Ken gwasket all eo ar vuzulmaned sunit. Mont a reont d’ober un 10% eus ar boblañs anezho. Arabed int peurgetket ha gwir ebet dezho. Moske ebet dezho, na pa vefe e Teheran zoken. Gwasket eo ivez ar vBahà’ised, ar Yârsânisted – kurded al lodenn vrasañ anezho – hag un nebeud meuriadoù pagan o chom e takadoù hogozik didud.

Evito n’eo ket posupl bevañ en un doare normal, daoust dezho bout en Iran abaoe pelloc’h evit an Islamiz peurvuiañ. Ha n’eo ket gant ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ er Republik Islamik e vo gwelloc’h an traoù evite moarvat.

1 COMMENTAIRE

  1. Just un nebeut resisadurioù. Arabed Iran, evel lod vrasañ ag Arabed Iraq zo shiited. Ar Sunited ‘vez kavet e-touez ar Gurded hag ar B/Valoutched, ‘kostez ar Pakistan.
    Aveit an Armeniz eo kompliket un tamm.Mod o doa kavet ur repu en Iran goude lazhadegoù Turki, pe goude ma oa bet paket Armenia get Stalin. A re nemete eo a c’hella kelenn un tammig o yezh ba o skolioù.

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here