TOUS A NANTES LE 19 AVRIL
Publié le: ven, juil 6th, 2012

Ar Baol : goude ar brosesion, ar broierezh !

Dre braslenn kazetennoù (gall) e lenner ingal frazennoù mod-se : « ‘b’ar vro-mañ-bro e gaver stok-ha-stok tud o fritañ laou ha tud o skeiñ ar gwenneien er mor ». Boazet eo ar gazetenerion parizian (forzh peseurt tu e vefent met kentoc’h ar re eus an tu-kleiz), bras o c’halon, duañ paper gant klemmicherezhioù leun a vadelezh.

Ma, e Breizh ez eus ur bastell-vro ma vez tu gwellout un diforc’h ken droukskouerus all end-eeun : Bro Sant-Nazer an hini eo, ya ‘at.

E-se, evel e pep lec’h e Breizh n’eo ket Yann breizhad evit kavout un annez, marc’had-mat e feurm, e Sant-Nazer pe tro-dro. Evel e pep lec’h e Breizh eo ret d’ar re yaouank pe d’ar re a zo izel o gopr reiñ ur rann vras eus ar pezh a c’hounezont evit ar gouel-mikael. Ha koulskoude, just e-kichen kêrchantieroù ez eus eus ul lec’h ma vez didud melladoù-ti, savadurioù divent en o fezh e-pad 10 mizvezh a bloaz. Ur gêr ma’z eus straedoù enne kenkizioù brav, divent ha didud a-hed ar bloaz bloavezhiennoù ‘zo tra ma vev indianiz, ouzbekiz, bengladeshiz pe… breizhiz ar chantieroù e-barzh lochoù pe oaledoù. Ar Baol an hini eo ar gêr-mañ.

A-benn nebeut, evel bep bloaz emañ ar broierezh bras o kregiñ. Deus Paris betek ar Baol. O vezañ ma’z eo deuet Ar Baol da vezañ an XXIvet arondisamant Paris e c’heller lavarout eo an tamm douar patatez-mañ ur seurt enezennad estren e-kreiz hor bro èl Dinarzh pe ar Gerveur pe inizi all, koulz lâr’. Sevel ar ra kalon da glevout gerioù mod-se a lavaro hiniennoù, kredapl. Ma, pa genvev stok-ha-stok diforc’hioù ken estonus e c’heller embann ez eus eus ur si bennak ‘b’ar vro. Petra a ra an aozadurioù-lec’hel ? Perak ne ket diberc’hennet an oterien parizianad-se pa’z eo ken kreñv krizenn al lojeris hiziv an deiz e Breizh ? Petra zo kaoz e vevomp-ni breizhiz gant pemp kudenn warn-ugent da gavout ul lojeiz a-dailh pa ne vez ket gwellet tamm gouloù ebet adalek miz gwengolo betek miz gouere ‘b’ar pochad ranndioù a-regennoù a-hed savenn ar Baol ? N’o deus ket ezhomm ar gazetenerion gall ha parizian savet o c’halon gant direizhdedoù sokial re anat e stadoù unanet en Afrika pe e lec’hioù all mont ken pell, koulskoude, gallout a raint dizoloiñ traoù ken hegus all du-mañ…

Pa’z aint evel dalc’hmat o chom ur mizvezh e-barzh o c’henkizh pe o ranndi er Baol d’an hañv.

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

L'indépendance de la Bretagne : dites Yes Breizh !

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info
Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.