EZH FESTIBALIA
Publié le: sam, juil 14th, 2012

Bro-gKanaki : dizalc’h a-benn 2019 ?

N’eus ket bet anv eus Bro-gKanaki, da lavaret eo Kaledonia Nevez, e-pad kabal ar c’houlzad votadegoù diwezhañ. Ha koulskoude e vo marse ar «maen» ur sapre diaezamant ‘ba botez François Hollande e-kerz e ren. Rak hervez feur-emglev matignon bet sinet e 1992 eo kerkent ha 2014 ma krogo ar prosesus da lakaat tud ar vro da choaz o zonkadur.

E Bro-gKanaki eo simpl-tre ar vuhez bolitikel. Well-wazh, tu-kleiz : tu ar re a-du gant ar c’hanaki dieub. Tu-dehoù : tu ar lealourion. Met e pep tu ez eus ur mor a strolladoù, emglevioù, disrannoù hag is-disrannoù oc’h en em chaokañ. E berr komzoù sed penaos emañ an traoù : eus tu al lealourion emañ ar Rassemblement UMP e kreiz ar jeu. Hemañ oa brudet gwechall dindan e anv kentañ : RPCR (Daspun evit ar C’haledoni b’ar Republik) hag abalamour d’e gadoriad : Jacques Lafleur. Hogen bout m’emañ c’hoazh ar strollad kentañ eus tu al lealourion, ez eus ur yoc’h a zisrannoù ha un dornad a bennoù-bras e bro-mañ-bro o deus disivoudet. Hag an hali-grap a zo o ren etreze anat deoc’h.

An dek mille doare àrn-ugent da vout kaledoniad

Eus tu an dizalc’hourion n’eo ket sklaeroc’h an traoù èl just. E kreiz ar jeu : an FLNKS (Talbenn Dieubidigezh Broadel Kanak ha Sokialour), strollad ma oa Jean-Marie Djibaou e penn anezhañ a-raok bout drouglazhet gant ur c’hanak disrannad e 1989. En arbenn m’emañ lieseurt tud ar vro eo diaes da chaosiñ pep meuriad hag is-meuriad avat. E-se ez eus un tregont a yezhoù disheñvel preget er vro. Hag evit a sell ouzh ar poblañs, ouzhpenn ar c’hanakiz a zo oc’h ober kanaki: walliniz, futuniz, diskennidi eus meuriadoù samoad bet graet o annez e enezenn-mañ-enezenn, tahisianiz, indoneziz, diskennidi eus vietnamiz, hag all. Ha na bout emañ al lodenn vrasañ eus ar c’hanakiz (44% eus tud an enezenn) entanet gant Bro-gKanaki dizalc’h, n’eo ket memes mod gant ar pobloù all, ar walliniz hag ar futuniz paneveken.

Evit a sell ouzh ar re wenn eo memes mod : disheñvel-tre eo ar re wenn arruet ‘b’ar vro abaoe pell, ar C’haldoched seurt treid du anezhe, hag ar «Zoreilles», da lavaret eo tud, kargidi al lodenn vrasañ anezhe, o tont eus Bro C’hall (ar «Metropol»). Hag e-touesk ar C’haldoched, un diforc’h bras a zo etre ar «broussards» o vevañ àr ar maez hag ar re o chom ‘ba Noumea, kêrbenn ar vro.

Ar PS a-du gant an dizalc’hourion

Evit kelo an douaroniezh bolitik e ranker ober tri zamm eus «ar Maen» ivez:  su ar vro m’emañ 69% eus an dud o chom (60% e Nouméa), en norzh : ar «strouezheg» (21% eus an dud) m’emañ ar meriadoù kanak o vevañ, dizalc’h eus pep tra koulz lâr’ evit un nebeud anezhe. Hag ar peurrest (10%) o chom e proviñs an inizi loyaute mui enez Ouvea er-maez eus ar Maen.

Setu, an tu-dehoù «lealour» hag an tu-kleiz «dizalc’hour». Hag ar Strollad Sokialour (PS), strollad komunour (PCF) hag all, mut-hu ? N’int ket gwall yac’h ‘ba du-hont ‘m eus aon. Hag liammet ar PS abaoe pell gant an dizalc’hourion. Na droll pa ouzer peseurt mod emañ an traoù ‘ba du-mañ ! Da skouer, votadegoù diabarzh ar PS (ar «primer») a zo bet aozet e Bro-gKanaky gant…ar Palika (Strollad Dieubidigezh Kanak), da lavaret eo ar strollad dizalc’hour eus an tu-kreñv pellañ e-barzh an emsav kanak koulz lâr’, marskour-leninour daonet hag all.

Feur-emglev kevrediñ

Neuzen, petra vo disoc’h ar referendom evit ar statud nevez o za ? An dizalc’herezh hep mar ebet. Met ne vo ket un dizalc’herezh «frank», ur seurt «feur-emglev kevrediñ» gant Bro-C’hall ne lavaran ket. Dreist-holl abalamour d’an Europeiz o chom ‘ba du-hont c’hoazh ha d’an nikel a zo anezhañ pinvidigezh vrasañ ar vro. Hag abalamour da zouaroniezh politikel ar «Maen» ivez rak ne faotañ ket d’an nen e vefe rannet ar vro e div pe deir lodenn : ar C’haldoched tolpet er su hag ar c’hanakiz en norzh, mui ar waliniz/futuniz o vont eus o zu.

Ur doare «bro diwall» a zay da vout Bro-gKanaki neuzen kuit d’ober ar memes tra hag ar pezh zo bet graet en Aljeria. Forzh penaos abaoe pell n’emañ ket ken an enezenn dindan lezenn rik ar republik, anavezet mui pe vui mard eo ar «gwir kustumel» ha gwirioù ar meuriadoù.

Diwall da vout ur Frañpasifik nevez diàr skouer ar Frañsafrik avat !

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

L'indépendance de la Bretagne : dites Yes Breizh !

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info
Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.