« La convention des anges » gant Yann Rivalain

 

An deiz hiziv. Berlin. Ar gêr m’eo bet forchet kement a donkadurioù. Hiniennel pe boutin. Ur strollad a yaouankizoù oc’h abuziñ e amzer. Tud disheñvel tre o orin, graet anaoudegezh en ur gêr etrebroadel ma’z eus unan. Hag ur vreizhadez en o zouesk: Lena. E Berlin, ne dremen ket an amzer e-biou èl er gêrioù all : festoù noz ha deiz, puilh eo ar vuhez arzel, dreist-holl p’eo underground-tre an arzourion. Mall zo àr ar yaouankizoù e Berlin, mill-bres àrne ! Herezh ar brezeloù moarvat hag ar blokus e-pad ar brezel yenn ha kement traoù all.

Siwazh. E-tal kêr-Berlin «arty» ha diouzh ar c’hiz ez eus ur gêr all. Ganti ar santimant emañ hec’h istor o vont da get. Chantieroù e pep lec’h, cheñchamantoù e-leizh rak ret eo reneveziñ Berlin ha torchañ roudoù eus un istor griz ha gris. «Trawalc’h gant se !» a huch lod eus strollad Lena. «Hon istor eo, n’haller ket ober hep ma ne vefe ket bet anezhi». Ha setu savet «an Aeled». Diàr un emsav evit mirout roudoù eus istor Berlin e ya àr ledanaat ar mennoz-diazez : «ha ma vefe bodet ‘ba Berlin an holl re a zo skuizh-marv-brein gant un dra bennaket». «Kej-bras ar stourmoù» èl vez lavaret en tu-kleiz pellañ. Stourmerion evit ar yezhoù bihan, ar re dibaper, ar re ampechet, ar re riñset gant an enkadenn ekonomikel oc’h ober he reuz : «yao ! en hent ! Trema Berlin !» a c’halv an Aeled. A-hed ar pajennoù e sañter emañ an traom o vont àr-raok. Ha dont a ray an Aeled da bennvad ? Anat deoc’h, ouzhpenn ar stourm a zo en istor rak e-kreiz ar stourm alies emañ kuzhet ar garantez. Met penaos e troio bedig Lena neuzen ?

«Romant ar re vrouezet ruz» a lenner àr ar vandenn lakaet gant an embanner. Gwir eo ouzhpenn da vout skrivet a-zoare eo lec’hiet mat an istor er c’houlz-mañ : stourmoù a bep seurt, gant mil ger-stur àrn-ugent. Emsavoù «tap’tout» ha fin an ideologiezhioù bras. Barradoù fulor hep tamm dazont ebet, ‘m eus aon. Hag ar «fest» beniget evit ankounac’haat ne cheñcho ket an traoù e broioù ar c’huzh-heol a-raok pell. Pas gant 20000 peotramant 200 000 peotramant 2 000 000 000 zoken «keodedour» o kampiñ e-barzh ur skwar eus New-York pe ur blasenn eus Madrid diantao.

Kinnig a ra Yann Rivalain ur sell gwellaour àr mod ar re «vrouezet ruz». Gwell a se ! Mont a ra àr raok an istor gant nerzh ar sederidigezh ! Gant an tizh ma dremen an amzer e-biou e ouior a-benn nebeud hag un sorc’henn boutin ouzhpenn e oa.

«Kement en deus anavezet kêr-Berlin dija» a hañval lavarout Yann Rivalain…

—————————————
 
La convention des anges gant Yann Rivalain
 
Emb. An Amzer.  160 Pajenn. 14 Euro

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.