Bier, chouchen, chistr pe gwin : Pehani eo boeson gwellañ karet ar vretoned ?

0
[Ar pennad-se zo bet skrivet gant Toènn]

Ata ! Diaesat dibab d’ober evit an den ! Chouchen ? Gwin ? Bier ? Chistr ? War ar marc’had, ar re-se zo o c’hoari brezi-brezel a-c’houde pell pe belloc’h ! Pehani eo boeson gwellañ karet ar vretoned enta ?? Klask penn d’an dra-se hon digaso e don an amzer, deuit d’am heul devat gwerennadoù ha boutailhadoù an dud deuet kent àr an tamm douar-mañ.

1 ) Chouchen :

Pikenaodenn, chufere, mez, dourvel…setu un torkad anvioù drol evit an died alaouret-se (chamillarr pe cha e gallaoueg ).

Boeson an Neñv :

Savet diàr mel ha chistr (pe dour), ar chouchen zo lakaet da zied an doueoù a-c’houde an tazoù, anat deoc’h.

Kavet e vez ba meur a vitologiezh en Europa hag er bed a-bezh gras d’al liamm en deus get ar gwenan, loenedigoù lakaet da zreistordinal get meur a bobl (ar vretoned en o zouesk, nend eus holl ker ‘met an den, ar marc’h hag ar wenanenn a varv e brezhoneg !…ar re ‘rall a «grev» pe a «dalp»).

Un died sakr dre ma vezv an den ivez («a vezv» ‘laran ! ‘hañ ! ha nend eo ket «a vev» !),

kement m’eo bet tennet hor gerioù «mezv» ha «mez» diàr ar memb gwrizienn: medu (en deus roet e anv d’ar ster Meduana deuet da vout ar Mayenne da skouer)

Gwezharall ne veze ket graet an traoù diàr-skañv, rak-se, er VIvet kantvet kent J.K, ur briñsez a Vix er Bourgogn zo bet interet en dro get ur pezh mell podad chouchen ( 1m64 a-uhelded !!). Ur prof evit an doueoù ?  Boeson da zispelc’hiñ he sec’hed a pa vo get he hent devat an Neñv ? Ne ouier ket reizh mat.

A-wael e tigouezh kement-se e veze lakaet ar chouchen da sakr d’ar mare-hont ivez.

Peizanted ha marc’heion:

E-doug ar grennamzer, e chome a-bouez ar chouchen, moarvat hoc’h eus klevet komz ag an «Talu Med» (talvoudigezh ar mez) predenek, ar Roue ar roe o darbar a chouchen d’e varc’heien vreton kent monet da vrezelaat.

E Breizh ema chomet a-bouez ar mel hag e zied kement ma veze paeet tailhoù gete (evel ma tisklier diellevr Redon er grennamzer).

Ha betak un amzer a nend eo ket ker kozh a-se ema chomet bev mat ar sevel gwenan get gozig razh ar beizanted, ha int d’ober mel, koar ha chouchen diàr o labour.

Ema ret din lavaret e veze brudet koar Breizh dre ma veze graet get mel gwinizh-du; koar a vehe an hani gwellañ a-benn gober goulaouennoù, dre-se veze prenet koar Breizh a-bell. Kement-se a viras bev ha struj ar sevel gwenan e Breizh hag ar chouchenn en-dro gete.

Ha bremañ ?

Tamm ha tamm ema koazhet an evet chouchen e Breizh, soublet m’eo bet edan ar gwin, ar chistr hag ar bier.

Un tammig brud en doe adkavet a p’eo bet belzet ar gwin e Bro Frañs e-doug an ugentvet kantvet pe c’hoazh e-pad ar brezelioù, a pa oa diaes kavout diedoù arall, evel-se e-pad an eil brezel bed e Hanternoz Bro Naoned ez ae an dud d’ar c’hoedoù a-benn serrezh ruskennadoù gouez da alejiñ chouchen (pe «chamilharr» evel ma laront).

Neoazh ez eus ur sell disprizius stag doc’htañ bremañ: boeson ar re gozh hervez tud zo pe c’hoazh boeson keltopated ha touristed evit ar re arall…

Ouzhpenn-se ema diaesoc’h diaesañ sevel ruskennoù gwenan rak mervel a reont diàr ar produioù kimiek hag klañvedoù a bep-seurt. Hag er sevel en ur mod industrial a chom luziet.

Ar chouchen a chom ur boeson a vez graet c’hoazh e pemp departamant Breizh en ur mod hengounel enta.

Moarvat vehec’h souezhet o welet ez eus nebell a-zioc’h ho ti ur savour gwenan a ra chouchen lipous.

Ar c’hentañ kantvet warn ugent zo hani ar wirionded a lavar lod, an traoù ag ar vro graet en ti eo a ray berzh. M’eo gwir e chomo c’hoazh bev an evet chouchen en amzer o tonet ‘pechañs !

Gouiet pelloc’h :

– Janig Bayon, Ar gwenan, loened Aoutrou Doue, Hor Yezh, niv 180, 1989.

– Claude Lévi-Strauss, Du miel aux cendres, Plon, 1977.

[Ar pennad-se zo bet skrivet gant Toènn]

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. Apprenez comment les données de vos commentaires sont utilisées.