Partager :

" /> Gwin Breizh - 7seizh.info
Publié le: mar, Août 28th, 2012

Gwin Breizh

Soutenez 7seizh par Paypal

[get Toènn eo bet skrivet ar pennad-mañ]

A bep seurt liv zo mat mes ar ruz zo tad ! Kendalc’homp get Istor ar gwin e Breizh !

-Gwin ar C’halianed :

An evet gwin er vro-mañ zo daet a bell-zo, a-c’houde an oad-houarn ( VIII-50 kent J-K, a pa veze dizalc’h ar c’halianed) e kaver roudoù e-leizh anezhañ en Europa geltiek.

An arkeologourion a labour er vro, a raer «Breizh» anezhi hiziv, a gav kantadoù a anforennoù digaset a vro Italia.

Kement a anforennoù o deus kavet en Europa geltiek ma klaskont ar penaos hag ar perag ! Gwin piv, penaos ha perak ?

Evel m’hon eus gwelet ne veze ket savet ar gwin er vro, ha, sur awalc’h nend eo ket ‘vern piv a c’helle digas gwin a vro Italia devat Paoul pe Enez Eusa. Gant gwir-abeg e c’heller soñjal e veze prenet gwin get tud pinvidik-mor enta.

Perak ? Divrannet eo an arkeologourion, hervez reoù zo en doe ar gwin un dalvoudigezh relijiel bras, hag implijet veze ar gwin e-pad ar lidoù dre ma hañval doc’h ar gwad, ha int da vout roet d’an doueoù a-zan an douar. Setu perak e vehe kavet kement a anforennoù gwin taolet ba lec’hioù sakr galian (evel e oppidum Corent).

«Estroc’h an implij relijiel a veze !» eme arkeologourion arall ! E chantel Paoul, e kreiz-Breizh, ne hañval ket bout bet lidoù get ar gwin-se, gwin da evet get Mab-den enta.

Ne vern perak, ar c’halianed a chome brudet evit o evadegoù bras, gloezoù* lec’h ma rede ar gwin ruz hep bout mesklet get dour (pezh a souezhe romaned ha gresianed ha lakae dour en o gwin).

-Krennamzer pe «gwinamzer» ?

En ur mod souezhus a-walc’h eo ar gristenidigezh eo he deus adroet e lañs d’ar gwin ha d’ar sevel gwin. Pourveziñ un nebeut doueoù get gwin a pa vezont kenlabourus eo un dra, mes, pourveziñ get gwin pobloù a-bezh a venn evet «gwad» o doue a zo diaesoc’h…

Setu Europa o sevel gwin betak Norvejia ha Bro Skos enta.

Ouzhpenn-se e splet an amzer rak war dommaat ez a an traoù e-doug ar grennamzer. Gwin veze savet e pevar c’horn Breizh !

Estroc’h evit gwin mat veze savet avat, ha gwiniegi Breizh a daole bihan (war-bouez e lec’hioù zo ag ar C’hreisteiz). E gwirionez ne oa ket un died pemdeziek evit an darn vrasañ ag ar vretoned, boeson an Iliz hag an dudjentil nend eo ken…

Get an temzoù a za da vout stankoc’h-stank en Europa en dapas an dud da fardiñ diedoù nevez en ur lakaat louzoù ha temzoù er gwin a raed «razasol» anezhe.

Ar gwin-temz a lazhe div c’had en un tenn, gwin fall a c’helle bout evet aes en dic’hoût d’an dud, hag e chome pelloc’h.

-an amzer o yenaat !

Bresk e chome darn vrasañ gwiniegi Breizh, a-getezh o deus kilet, da gentañ en arbenn ma veze diaesoc’h diaesañ gober mendem get an amzer o yenaat (adal an c’hwezekvet kantvet). Mare «an oadig skorn» e oa, trec’h eo bet àr holl winiegi an Normandi (ha bout e lavaront eo Gargantua en deus en o distrujet dre ma kave gwell ar chistr).

Eh ya ! Setu deuet giz ar chistr e Breizh ivez ! hep ma vehe ar gwall àr Gargantua !! Ouzhpenn-se an dud a c’helle preniñ aes arwalc’h gwin mat a-vaez vro.

Gwin Breizh a dale avat, en driwec’hvet kantvet e veze savet gwin e Bro Roazhon, hag en naontekvet kantvet e veze gwellet c’hoazh gwiniegi amañ hag ahont àr aodoù Kreisteiz Breizh (dreistholl er Morbihan hag e Bro Naoned)…

-Muskadig dik !

Ar muskadig a hañval bout ar Mohikañ diwezhañ war lerc’h kement-se ! Kreñvoc’h e veze an evet gwin e Gevred Naoned a-werz zo, evet veze get an holl, tudjentil kerkoulz ha tud vunud. Setu ar c’hemm bras, lec’h arall e Breizh, ar bobl a rae get bier, chistr pe chouchen.

Gras d’he statud he doe Breizh war lerc’h bout arloupet get Bro C’hall, «province réputée étrangère» ma oe anezhi e c’helle gwerzhiñ he gwin get bihanoc’h a dailhoù. Berzh a reas ar Muskadig kaset a borzh Naoned trema ar Liger ha tramor enta.

A dramor e teuas an diskoulm d’an «oadig skorn»; evel-se, en eizhvet kantvet, marc’hadourion ag an Izelvroioù a zigasas gete da Naoned ur blantenn-win dianav dre amañ a raer «melon» anezhi.

Ar «melon»-se a harp mat doc’h an anoued ! A-c’houdevezh ema ar gwin-se eo a vez savet tro dro d’al Liger.

-Gwin a Vrest d’an Oural ?

Ha bremañ e tomma an amzer endro, tommaat un tamm mat memb, evel n’en deus ket graet biskoazh ! Ur c’holl bras e vo evit Mab-den hag e endro, neoazh e vo gounid evit ar gwin… Ar bed zo kriz me lâr deoc’h !

An dud gouiziek àr ar gwin a lavar ez ay ar Muskadig àr wellaat en amzer dazonet dre ma vo muioc’h a heol àr e rezin..

An deiz a hiniv e c’hell bout savet gwiniegi nevez pelloc’h en Hanternoz; saozon zo doc’h o sevel tro-dro Londrez dija, ha, hervez klevet nend eo ket gwin fall a reont !

Ar bed zo cheñch dicheñch, hag en em gavomp en un amzer a cheñchamantoù divent, ‘vern petra a zay diwezhatoc’h, bezit nebaon ! A-wael e c’hellimp c’hoazh komz brezhoneg ha pakiñ ur banne gwin gwenn mat a…Landerne !

*Gloez : ar ger-mañ a dalv «friko» e brezhoneg Gwened («gloez-freilh») hag e kavomp e roud e amzer ar c’halianed just arwalc’h: «ulido». An hani anvet «Ulidorix» a oe «roe ar c’hloez» anezhañ.

A propos de l'auteur

- Actualité politique bretonne et française

Visualiser 1 Comments
Ce que vous en pensez
  1. pemmore dit :

    Ben j’y comprend un petit peu, mais j’ai 2 racines galo ça serait chouette d’avoir notre version.
    Et puis si vigne il y aurait ça serait en pays galo, de la Loire au sud morbihan, merci le réchauffement climatique pour ce délicieux gwin ru qui va arriver, c’est sur!

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.