Publié le: dim, sept 9th, 2012

Brieg Guerveno a zisac’h pep tra !

Pladenn nevez, varietoch e Brezhoneg, politikerezh, drammoù

Brieg Guerveno a zisac’h pep tra !

Ur sonour ampart e Brieg Guerveno ha ne servij ket e deod da lipaat ar mogerioù. Evit 7Seizh en deus lavaret e soñj àr meur a sujed. Ha feiz ! Eñ zo diskroget da vat !

7Seizh / Demat Brieg Guerveno, setu achu ho pladenn nevez Bleunioù an distruj, perak un anv mod se ?

Brieg Guervenno / Barzhoniezh eo. Ralloc’h rallañ hiziv an deiz…Klask a raen un anv a vefe gantañ ul liamm gant blaz va sonerezh. Romantel a-walc’h ha nerzhus war un dro. E penn kentañ e felle din anviñ anezhi bleunioù ar struj met an distruj a gaven gwelloc’h kar an tonioù a cheñch. Da genveriañ gant va fladenn gentañ… muioc’h a c’hitar dre dan a zo…

7Seizh / C’hwi a za eus ar metal, ha bremañ eo akoustekoc’h ho muzik, perak ‘ta ? Ha koshaet ho peus ?

Brieg Guervenno / Ket ! Birvilh zo ennon ! Met me zo tostoc’h eus ar rock evit ar metal. Buan-tre on bet troet gant strolladoù evel Opeth pe Anathema. Strolladoù a glaske meskañ ar sonerezhioù. Bet on bet o selaou kalzig strolladoù evel New Model Army pe The Cure. Ar re se eo o deus roet din ar c’hoant mont war-zu an akoustik evit lavaret ar wirionez. Pa m’oa kroget gant ma raktres a-unan e oa aesoc’h din ober gant ar folk evit gant an tredan. Diaes eo kavout e hent pa grouer sonerezh hag ivez kaout ar sonerien a zere,… Graet m’eus ma hent din me…..Va sonerezh a zo ur meskaj eus pezh a blij din. Moarvat em eus er penn kentañ troet re ma sonerezh war du an akoustik. Vo ket gwir ken en dazont.  Ur folk-singer a choman atav koulskoude met tostoc’h ouzh Neil Young evit Dylan, neuze e c’hoarvez din implij tredan ivez, ha ha…

7Seizh / Ha ne gredit ket eo bet graet tro ar muzik folk an deiz hiziv ?

Brieg Guerveno / Soñj ket din….Plij a ra din implij ar ger « folk singer » kar c’hoari a ran dindan ma anv. Tu vefe bet din ivez lakaat en a raok ar ger « arzour  ar sonerezh » met n’emañ ket va c’haoc’h uhel a-walc’h en va revr c’hoazh !

Met ledan eo an dachenn, sevel a ran sonerezh evel un daolenn : implij a ran pezh zo tro dro din, pezh a blij din… « folk singer » a blij din lâr’ ivez, evit kemer harp ouzh ar pezh zo bet graet gant Glennmor, Gilles Servat hag ar re all… dihuniñ an dud dre ar sonerezh. Ober a ran sonerezh rock ha folk e Brezhoneg. Krouadennoù pell deus ar « ‘c’hliché », rock etrekeltiek ha toull va revr. Pouezus eo kinnig traoù nevez ha diskwell e c’hellomp ober traoù nevez e Brezhoneg, mont davet an dud gant sonerezh a-vremañ ha lâr’ d’an dud ne reont ket foutre kaer deus ar Brezhoneg. « C’hwi a well n’eo ket marv ar yezh ! Kas ar brezhoneg lec’h n’emañ ket..

Kar te oar an dud a vez o programmiñ ar strolladoù rock ne daolan ket pled deus ar yezh kanet.. Fell a ra dezho kaout strolladoù rock a-feson setu tout ! »

7Seizh / Peseurt sell ho peus àr bed ar rock hiziv. Kollet gantañ e brezegennoù « dispac’hel » pe pas d’ho soñj ?

Brieg Guerveno / Evit ober rock e ranker bezañ ul loen blevek ! Evel just vez kollet un tamm a-fed stourm da geñveriañ gant ar bloavezhioù 60 ’70’ . Me n’on ket troet gant ar pezh a glevan war ar radio hag a vez graet rock dioutañ. Ar sonerezh rock zo ledan a-walc’h din-me: etre ar punked hag ar gotik da skouer ..mann bet da wellet kenetrezo ha koulskoude din me Siouxie and the Banshees pe The Cure zo rock ! Ha tu zo mont pelloc’h ganti… ar métal lakomp, rall a wech vez komzoù politikel pe stourm gant ar strolladoù. Din me ar rock zo da gentañ un doare da vezañ ! Ur sonerezh o tont deus an diabarzh pa vez fulor ! Kounnar ! Dav bevañ tamm buan kwa ! Ha n’eo ket bezañ mab e vamm… ‘Fin dre vras arabat tammaliñ d’ar rock bezañ moan er mare mañ, ar gevredigezh a-bezh eo a zo kousket don !

Ne ran ket komzoù politikel. Ma doare da stourm evit ar vro ez eo kinnig ur sonerezh kanet e Brezhoneg, ne vir ket diouzhin lâr’ ma soñj war ur bern traoù. An dud a zo tost diouzhin a oar mat an dra se !

7Seizh / Ha petra eo ho soñj àr stad Breizh an deiz hiziv ?

Brieg Guerveno / A-du a-walc’h on evit ma vefe muioc’h a c’halloudoù gant Breizh, gant ma ne vo ket kaset ar memes politikerezh hag hini Bro C’hall, da lâret eo : doujañ muioc’h ouzh an dud, ouzh an en dro. Da betra foutr bezañ dieub ma z’eo evit kaout ul lojik nul, lec’h ma vez gwasket an dud en o labour da skouer ? Kaout galloudoù ya ! met warlec’h ? Peseurt bro a fell deomp kaout, aze emañ ar goulenn… bez zo dija ur bern traoù d’ober gant stad ar Brezhoneg, Skol Diwan Louanneg zo unan eus ar skouerioù a deu em fenn.

D’am soñj e vefe poent bras da ziwan distreiñ d’ar stourmou am eus me anavezet er bloavezhiou 80 ! Ha paouez da goll amzer gant kaoziou toull. Debret dre an diabarzh ma z’int !

7Seizh : Lakomp ar gaoz en-dro àr an tonioù : muioc’h a dredan zo àr ho pladenn nevez, gwir eo…

Brieg Guerveno / Ya ! Pa z’eo deuet ar sonj sevel un EP em eus ranket dibab tonioù nevez…ne oa ket kalz anezho hag an tri am boa dibabet a veze sonet gant an Telecaster. Ne dalvez ket on chomet a-sav gant ar folk met ‘benn-ar-fin ma teuit da wellet ac’hanomp war al leurenn e vo tu deoc’h gwellet e ran gant div gitar. Ar ganaouenn gentañ anvet « skornet » zo un ton bet savet war ar folk ganin tri bloaz zo bremañ ha benn ar fin setu ar ganaouenn-mañ deuet da vezañ rock metal prog met gant ur gwir personnelezh war un dro !

7Seizh/ Ha petra zo cheñchet abaoe tri bloaz ennoc’h ?

Brieg Guerveno / Muioc’h a beoc’h em fenn. Ar sonerezh zo evel un terapi ha bremañ eo deuet da vezañ ma micher. Klask a ran pareañ perzhiou du ma fersonnelez. Chomet on e pad tost 8 bloaz hep daremprediñ kalz a dud. Labourat a ran gant mignoned bras din, ouzhpenn sonerien int. An dra se zo pouezus tre evit derc’hel da vont, kar bed ar sonerezh zo diaes hag an daremprediñ etre an dud vez start a wechoù. Un istor kamaladez zo etrezomp ha galvet m’eus anezho d’am skoazell evit kas va raktres a benn ! Ha kaoc’h d’ar re all !

7Seizh/ Ha c’hwi a za a-benn da c’hounit ho tamm bara diàr ho muzik bremañ ?

Brieg Guerveno / War an hent mat emañ bepred ha raktresou all am eus.  ‘Barzh ar vuhez vez ret ober dibaboù a-wechoù, bevañ paour evit pezh a garit pe bezañ paour en ur derc’hel gant ul labour displijus….Bevañ a ran evit ar sonerezh hag ur vicher eo me lâr’ deoc’h ! Tost a dregont bloaz emaon bremañ ha nem boa ket c’hoant tremen hebiou d’am buhez. Sonerezh Breizh zo en he bed c’hoazh…dav eo laoskel plas da draoù disheñvel, tamm bihan ! Dav du zo din c’hoant m’eus mont va raok evel soner ; produiñ, pleustriñ, seniñ war al leurenn hag an tu all kas a-benn ar sonerezh rock e Brezhoneg, hep gortoz netra digant an dud dreist holl e bed ar sonerezh Breizh  ! Forzh penaos diouzh ar sonerezh a ran ne soñj ket din kaout ma flas war « leurenn » ar c’hanerien brezhoneg…  aet on faez o klevet traoù nul !

7Seizh/ Traoù nul da lâret eo…

Brieg Guerveno / Te oar, selaou a ran strolladoù dianavezet gant darn vrasañ eus an dud. Chans m’eus bet n’on ket bet disavet gant Joe Dassin pe Dalida met kentoc’h gant Chuck Berry, Jerry Lee Lewis, neuze pa glevan varietoch e Brezhoneg, din me eo ken nul hag e Galleg ha produet fall war marc’had.  Mankout a ra tud evel Thiéfaine pe Higelin, e bed ar sonerezh Breizh. Plijet on gant pezh a skriv Bernez Tangi pe Dom Duff da skouer, ar re se n’int ket o skrivañ traou niañ niañ da skouer!!

7Seizh/ Varietoch ? Piv ? Disac’hit ‘ta !

Brieg Guerveno / N’eus ket ezhomm laret piv ! Deus un tu e vez ret kaout a bep seurt ha deus an tu all eo ret ansav e vez ar sonerien eveldon hegaset o klevout sonerezh na selaoufe ket darn vrasañ ar vrezhonegerien ma vefe e galleg. Ar gudenn eo e Breizh, pe vez fest-noz pe varioch…pe c’hoazh miks sonerezh hengounel gant traoù a-vremañ…fin beraat a ran an traoù met n’on ket pell deus ar wirionez.  Ne ran ket sonerezh evit plijout d’an holl sur ! Ha ne blijan ket d’an holl e bed ar Brezhoneg ha gwell ha se ! Bez zo un tammig re a draoù « politiquement correct » ma karez….Digarezit ac’hanon ne ouian ket ober kan ha diskan na kanañ evel unan kozh, n’on ket gouest d’ober sonerezh radio  na kontañ buhez gwechall…ne ran forzh !  Bleunioù an distruj a zo tostoc’h eus ar sonerezh a selaouan me a plijout a ra ma c’hanouennoù d’ur bern tud estreget bedig bed an emsav. Amañ ‘mañ ar wirionez, gant ar yaouankiz ! An hini a grou hep ober neuz ! Ma fall din me n’eo ket bezañ brudet ! Kas plijadur d’an dud er sonadegoù ne lâran ket !  Laouen on o wellet kement a dud yaouank oc’h ober traoù all e brezhoneg evit sonerezh hengounel. Pezh ne vir ket diouzhin kaout doujañs evit ar sonerezh hengounel, desket m’eus sonerezh e bagad Pañvrid…paradox ? Pezh fell din lâr’ ‘benn ar fin eo ret kaout a bep seurt ! Ha diskwell ur sevenadur bev !

7Seizh / Distroomp d’ar gwir vuzik : biskoazh ne vez graet gant ur vouez raouliet, metal ganeoc’h… Mod grouaaaaaaarr ‘kae…

Brieg Guerveno / Un dibab eo. Graet m’eus e-pad pell…Met ne soñj ket din e klotfe gant ar pezh a ran. Ma rafen se em bije ar santimant mont war zouz. Bez zo strolladoù evel Porcupine Tree da skouer a implij gitaroù metal hep huchal mod ebet ha me ‘gav kenkoulz. Soñjal a ra din ne oan ket ken barrek se evit ar grrouaaaaaar met kentoc’h evit ar aaaaaaaccccccc »’hhhhhhhh « black metal »

Hep farsal klask a ran mont war-du doare kanañ Robert Plant war kanaouennoù zo, Janis Joplin, war diougann ar bed o vervel mod « live « da skouer…

7Seizh / Hep kement a zramm michañs !

Brieg Guerveno / Paotr an dramm on bet e-pad ur prantadig. Evel ur bern krennarded siwazh…

7Seizh / Drammoù kreñv ?

Brieg Guerveno / Ket ! Butun droll ha traoù all… Paouezet m’eus buan kar bez zo traoù ne anzavan ket gant an dramm ha me soñj din e rankfer bezañ muioc’h war aked gant-se.

7Seizh / Ha peseurt sell ho peus àr an dramm hiviziken m’emañ hi e pep lec’h ?…

Brieg Guerveno / Bugale m’eus. Ma c’hoarvez dezho kaout c’hoant butuniñ e tisplegin traoù zo dezho

7Seizh / Ya met diouzh ar c’hiz eo da vutunat gant da vugale. Ret eo bout « kool » ha modern ha tout na petra ‘ta !

Brieg Guerveno / Siwazh n’on ket ur paotr kool …An dramm : e ‘han da lâr dit : arc’hantaet e vez ar brezeloù hag ar mizer er bed gant an dramm, setu. Din me eo gwelloc’h sevel marijuana er ger evit prenañ traoù hag a brodu « arc’hant lous ». N’out ket chifet o klevout kement-mañ ? Ha mont a ran pelloc’h gwelloc’h eo chom hep butuniñ butun droll ha evañ gwin ar c’hallaoued kentoc’h !  O tont deus ar metal ya n’eo ket skrivet hippies war ma zal, n’on ket paotr jentil atav ! Ne vutunan ket, laosk a ran se d’an dud disoursi ….

7Seizh / Chifet ? Me zo a-du evit lazhañ an holl dealers èl e Bro-Iwerzhon gant ar RAAD. Ur volotenn ‘b’ar c’hlopenn ha mat pell zo… Hag ar vutunerion d’o heul ouzh ar peul ! Straight-Edge da viken ! Met ho atersadenn eo : petra o deus foutre kaer ar vBoboed eus ar mizer oc’h ober e reuz ‘b’lam d’o zech fall ?

Brieg Guerveno / An Oksident a vev evel ma ne c’hoarvezfe netra tro-dro dezhañ. An dramm a lak an dud da vezañ moan o spered ! Darn brasañ ar grennardet a glasko butuniñ dramm e koulz o yaouankiz, evel m’eus graet. Dav eo displegañ perzhioù fall an drammoù d’hon bugale ha n’eo ket tamalliñ dezho ‘pezh emaint o vevañ pe o klask ! Arabat chom peget ouzh un dra, forzh petra vefe ! D’ar gerent da heñchañ o bugale ha da lâr’ dezho peseurt danjer a vez gant produioù zo…Bez zo prantadoù diaes er vuhez gant an holl met traoù mat zo ivez ! Ouian ket me ! Beajiñ, ober sonerezh stourm evit ar yezh evit breizh, kemer perzh er vuhez kevredigezhel er politikerezh ha me oar me hag an dra se ne vir ket riboulat a-wechoù !

Ha me m’eus ur goulenn evidout peur e teui gant Sarah (ur strollad HxC e Brezhoneg, Galleg ha Gallaoueg eus ar bloavezhioù 90’s) war al leurenn ganin ?

Brieg Guerveno a sono e Naoned d’an 12 a viz Here. Leurenn Michelet

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

Saisissez votre adresse email pour vous abonner à ce site et recevoir une notification de chaque nouvel article par email.

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.