Bro-Danemark : Ur brezel dianav

0

Ur brezel zo o ren e bro-Danemark ! Bandidos vs Hell’s Angels vs bagadoù torfedourion a bep seurt. E-se, e Bro-zDanemark, ur vro sioul ma’z eus unan, eo kreñv-tre ar bagadoù «bikers» ha tapet e-barzh obererezhioù er-maez lezenn. Pezh zo, n’o deus ket c’hoant leuskel an dachenn da reoù all…

E kreiz ar jeu : an trafik drammoù, ar gistierezh ha trafikoù a bep seurt (al louzoù dambrezet, ar c’hirri-tan) hag all. Evit ober àr-dro ar «marc’hadoù»-se, meur a vagad glask lipat ar maout. Hag en o zouesk e kaver ebestel ar vro : ar «bikers». Kreñv ha puilh eo ar re-se e Stadoù-Unanet èl rezon, met ivez e Kebek, e Kanada, e Bro-Alamagn hag e Bro-Danemark dreist-holl. Er vro-mañ eo an Hell’s Angels a ya tout an hent gante a-c’haol àr o Harley Davidson. D’o heul : ar «Bandidos» a zo annezet mat er vro ivez. Etre 1994 ha 1997 e voe mare «brezel bras bikers ar warlaezioù» èl vez graet eus an heuliadenn a lazhoù-se. ‘Fin, pounner e oa bet ar bilañs : 11 muntr ha 94 bikers gloazhet àlkent !

Met abaoe un nebeud bloavezhioù setu arruet un dañsour all b’an dro : bandennadoù a dud yaouank a-orin eus bannlevioù Copenhage, disvroidi en o zouesk. Ha treñk ar soubenn etreze hag an Hell’s Angels. Ar re-se n’int ket gwall droed àr al liessevenadurezh e gwirionez. Abaoe nebeud o deus droed, ez ofisiel, ar re zu da emezeliñ er «vreuriezh»-se da skouer. Evit gwir, n’eus ket pikol anezhe e-barzh ar «chapterioù» (ar c’hluboù) Hell’s Angels.

Evit kelo ar Bandidos eo disheñvel an traoù. Daoust dezhe bout bet krouet gant ur paotr eus Texas gouenelour daonet, int-i zo digoroc’h o spered. Da skouer, en Europa, n’eus ket pell zo o deus graet ur c’hlip àr tonioù «rap» evit debochañ an disvroidi yaouank.

Ar an dachenn avat, n’int ket prest da laoskel ar re all da vont àr o beuriñ. Se zo kaoz e ra he reuz abominabl ar brezel etre ar Bandidos, an Hell’s Angels hag ar vandennadoù o tont eus bannleoù Bro-zDanemark : kirri-tan tarzhus, fuzuilhadegoù gant tennoù bazooka (!), a-wechoù e tenn kreiz Copenhage da zDamask. Ar «Black Cobra», ur vandenn o tont eus bannlevioù Copenhage, a zo unan eus ar re a zalc’h penn ouzh paotred o motoioù. Goude bout klasket ober o annez e Bro-Sweden ivez, ar forbaned-se o deus dilezet o isstal en tu all d’ar mor evit en em dolpiñ e Bro-zDanemark en-dro. Hag a re-se zo ken fall, kriz ha dañjerus hag o enebourion touet.

E-maez eus Bro-Danemark e kaver seurt enebouriezh ivez etre ar Bandidos hag an Hell’s Angels (mui bagadoù paotred o moto all : ar «mongols», an «Outlaws», ar «Rock Machines», «Nomads», hag all) : e Bro-Alamagn ez eus bet muntroù ivez, kement all e Bro-gKebek hag a-wechoù e klever anv eus jeu etreze e Bro-C’hall. E Breizh eo Sant-Brieg bro an Hell’s Angels tra m’emañ Kemper dindan dalc’h an «Outlaws». E deroù 2012 da skouer e oa bet un emgann e-barzh un davarn eus karter ti-gar Kemper etre an div vandennad. Armoù a bep seurt a oa bet paket gant ar polis ha lankonned fall kaset dirak al lez-varn. Estroc’h evit a sell ouzh dalc’h an teroueroù hag an hentoù (bikers eus kluboù zo n’o deus ket droed da foetañ bro àr hentoù dindan dalc’h ur c’hlub all hervez gizioù ar «sevenadur bikers») a zo avat. E-se, trafikoù a bep seurt a vefe e kreiz ar jeu : dramm, gistierezh ha marc’had ar surentez (hini stad mell-droad ar beaujoire da skouer e Naoned).

El o «breudeur» en tu-all d’ar mor pe eus norzh Europa na petra ‘ta !

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here