Bro-Finland : Finlandiz holl met n’int ket holl Finiz

0

Ar c’huzulier e karg eus ar yezh hag ar sevenadur okitan e kuzul-kêr Tolosa eo Jean-Charles Valadier. Hemañ zo ezel eus ar strollad Europa Ekoloji-Ar Re C’hlas. E-pad ar vakañsoù en deus foetet bro betek Bro-Finland m’en deus tennet reflekionoù profitabl er gazetenn okitanek Lejornalet.com diàr-benn plas ar yezhoù e vuhez foran ar vro. Ha gallout a rafe talvezout kement-mañ e Breizh ?

«Ouzhpenn kaout soñj eus stankoù hag inizi a-vil-vern, on distroet eus Republik Finland (Suomi e Fineg, Finland e Swedeg) gant ar santimant da vout gwelet un demokratelezh darev.

Da gentañ holl, divyezhek eo an holl panelloù Fineg-Swedeg e-barzh kêrbenn ar vro, hag a zo anvet kement Helsinki ha Helsingfors. E republik Finland, diàr 10% eus tud ur bareiz bennak hag a ra gant ar Fineg peotramant ar Swedeg, e vez lakaet divyezhek ar panelloù. A zo kaeroc’h, an nen a c’hell dibab e-barzh peseurt hentenn deskadurezh e yay e vugale : an hini finek pe an hini swedek.

Ar pareizioù all a zo kontet èl pareizioù unyezhek Finek pe Swedek. Pezh zo, n’eus nemet 6% eus ar finlandiz hag a zo swedegourion. Ar 6400 sami eus Finland (hag a veze graet Lapons anezhe gwechall en un doare dismegañsus) o deus gwirioù dezhe o-unan evit a sell ouzh o yezh, o sevenadur diazezet àr chatalerezh kirvi-erc’h strewet àr un tiriad artik bras abominabl, hag evit merañ al loened-se e-barzh al lodenn norzh eus ar peder bro a ya d’ober o zerouer.

E-se, Finlandiz a vez graet eus annezidi Bro-Finland met n’eus nemet ar re a oar Fineg hag a zo Finiz.

En inizi Äland, eo ar Swedeg ar yezh nemeti. Ur statud emrennezh he deus an enezeg-se, gant he breujoù dezhi, he lezennoù, he galloud kemedel ha betek he zimbroù dezhi !»

Gallout a reer ouzhpennañ ez eus minorelezhioù all e Bro-Finland (estreget ar Samied) : an dTermajied, ar Russed, an dDatared, ar gKarelianed hag ar Yuzevion. Iskisaat tra : an daou diwezhañ n’int ket anavezet èl «minorelezhioù broadel», an dTermajied, ar Russed hag an dTatared ne lavaran ket. Met an holl yezhoù preget gant ar pobloù-se a zo anavezet èl «yezhoù nann-tiriadelaet». Hogen, daoust m’eo bet peurwiriekaet karta ar yezhoù rannvroel ha minorelaet gant Bro-Finland n’eo ket bet lakaet e-barzh ar yezhoù disklêriet d’ar parlamant Europa ar «yezhoù nann-tiriadelaet»-se. Hervez ar garta, n’eus nemet ar Sameg hag ar Suedeg hag a zo anavezet ha gwarezet.

Bout n’eo ket niverus-niverus ar suedegourion eo diazezet mat ar yezh Suedek e Bro-Finland dre istor ar vro da gentañ (divyezhek eo Bro-Finland ez-ofisiel). Ha desket vez ar yezh dre ret e-barzh an holl skolioù. Ne vir ket ouzh ar strollad «Perussuomalaiset» (ar Gwir Finlandiz» eus an tu-dehoù kreñv) da c’houlenn e vefe lakaet ar Suedeg «yezh àr zibab» nemetken. Hervez ar strollad-se, hag a zo «broadelour» sañset, e vefe spletusoc’h da lakaat en he flas yezhoù etrebroadel zo èl ar saozneg, ar spagnoleg, ar galleg, hag all…

Suedegourion a zo e bro-Finland abaoe an XIIIvet kantved àlkent (abaoe ar VIvet kantved zoken en inizi Aland hag a zo emrenn) hag holl anezhe a oar Fineg. Hag evel just e Bro-Finland an holl dud pe hogozik a oar Saozneg kement hag un amerikan bennak dreist-holl e-touesk ar re yaouank. Evit mont da studiñ er skol-veur, da skouer, eo ret komz saozneg en ur mod «flour».

Na disheñvel eo Bro-Finland diouzh Bro-C’hall mut-hu ?

 Pennad Jean-Charles Valadier : http://opinion.jornalet.com/valadier/blog/169/en-finlandia-tots-son-finlandes-mas-non-pas-fines

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here