Publié le: ven, sept 21st, 2012

Crawling in Sludge : «Kavout a ra dimp e klotañ mat hor yezh poatevinek gant ar muzik Metal !»

Ur strollad metal barrek ken eo barrek eo Crawling in Sludge. Power-Metal mod Pantera, ar re-se a gan e Poatevineg (peotramant «Parlanjhe»), yezh Bro-Poatev. Evit Ya o deus asañtet da gontañ hiroc’h diàr-benn istor ar strollad ha diàr-benn o choaz da ganañ e yezh o zadoù.

Ya/ Petra eo Crawling in Sludge ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Savet eo bet Crawling in Sludge 6 vloaz zo diàr ur strollad all anvet Inside Conflit. Pa oa aet JB d’ar Stadoù Unanet da vont da gelenner, gant Dobey, an tabouliner, ar c’haner Baloo, ur gitarour nevez Tchoutch (o tont eus Dynasty’s Bastards) ha me hor boa divizet sevel Crawling In Sludge. A-fet stil eo difounoc’h muzik Crawling in Sludge e-keñver Inside Conflict, ur choaz e oa evidomp. Evit ober un «troc’h» gant Inside Conflict en ur mod.

Abaoe-se eo arruet Pierro, breur JB, er strollad. Gitarour Dynasty’s Bastards e oa eñ ivez kent. Setu, plijout a ra dimp ar strollad evel m’emañ bremañ gant 5 sonour ennañ.

Ya/ E Poatevineg (ar «Parlanjhe») e kanit-c’hwi, a-gaoz da berak ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Alato, da gentañ tout e oa ur bourd etrezomp e gwirionez. Saozneg saout e oa gant Baloo, neuzen hor boa lavaret dezhañ e vefe gwelloc’h kanañ e Parlanjhe. Ha feiz, mat a oa bet an taol-esae. Ha dreist-holl hor boa gwelet e oa Baloo muioc’h en e aes gant ar Parlanjhe evit ma oa gant ar Saozneg a-fet kanañ met ivez a-fet skrivañ ar pozioù. Goude e oa aet founus an traoù a-benn ar fin. Mamm Pierrot a gomz Parlanjhe flour hag abaoe daou vloaz ez eus 4 eus ar 5 den a  ya d’ober Crawling in Sludge oc’h heuliañ kentelioù Parlanjhe bep lun da noz.

Ya/ Power-Metal eo ho stil ha koulskoude e klotañ mat gant ar Poatevineg. Ha souezhet e vez an dud pa sonit e Bro-Poatev ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Kavout a ra dimp e klotañ mat ar yezh gant hor muzik ivez. N’eus ket pikol arvesterion o kompren e vez kanet e Poatevineg ganimp pa vezomp o  seniñ e gwirionez. Disheñvel an traoù pa taolont ur sell ouzh ar CD avat p’eo skrivet tout an traoù e Parlanjhe ennañ. Ha se zo ur choaz ivez ! N’eus nemet anv ar strollad a zo e Saozneg diàr daou abeg : da gentañ n’hor boa ket c’hoant bout kontet èl strollad folk ha dreist-holl n’omp ket daet a-benn da dreiñ mat Crawling in Sludge e Parlanjhe. Un droidigezh ha ne cheñchfe ket an anv «Crawling in Sludge». Bremañ avat, pa soñjer mat, e vez digor skouarn an dud ouzh ar c’han e Poatevineg. Lod a oar ar pozioù dre eñvor zoken ! Justawalc’h p’emaomp gant se : trugarez vras da re eus «Los Herbos Crew» eus Vende evit o sikour !

Ya/ Ha bout zo strolladoù rock peotramant metal all o kanañ e Poatevineg ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Ne soñj ket din evit gwir. Gouzout a ran ez eus ur strollad Black-Metal «Manzer» (hag o deus sonet e Naoned e miz Gouere. Ar re-se a ginnig ur ganaouenn e Parlanjhe e-barzh pep pladenn -NDYa) e anv o kanañ e Parlanjhe ivez met estregete….

Ya/ Ha c’hwi ‘peus liammoù gant ar strolladoù eus Breizh, Bro-Euskadi peotramant Bro-gKatalunya ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Pas. Met marse e vo skoulmet darempredoù gante a-benn ar mizioù a za. Setu un dra a blijfe dimp ‘at !

Ya/ Ha liammet oc’h ouzh an emsav sevenadurel poatevinek ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Ya met a-bell nemetken. Arabat ankounac’haat omp ni ur strollad metal ha n’eus ket pikol yaouankizoù o vont er manifestadegoù peotramant degouezhadennoù savet evit ar Parlanjhe. Ne viras ket ouzhimp da vout bet o seniñ ar bloaz-mañ gant seurt abadenn. 3 c’hanaouenn hor boa sonet an dro-mañ. Kanaouennoù adstummet ganimp mod akoustik anat. Ha un drec’hadenn e oa bet a gav din, ken eo bet goulennet ganimp ober kement all da geñver an dibenn-sizhuniad gouestlet d’ar yezhoù rannvro ar bloaz-mañ. Hag hiroc’h vo ar sonadeg ar wech-mañ sur !

Ya/ Hag un emsav politikel a zo da heul ar «poatevinegezh» ?

Dave Crawling in Sludge (CIS) / Tamm ebet ! Klask a reomp ober gant ar yezh kuit dezhi mont da get ha setu tout.

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

Saisissez votre adresse email pour vous abonner à ce site et recevoir une notification de chaque nouvel article par email.

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.