EZH FESTIBALIA

14709 skoliad en hentadoù divyezhek e 2012

Partager
Tags

Kresk zo atav gant ar c’helenn divyezhek e Breizh : 14 lec’h nevez zo bet digoret er 1añ derez ha 627 skoliad ouzhpenn zo. Er publik ez eus ouzhpenn 6000 skoliad evit ar wezh kentañ (6260 end-eeun), 4824 gant an deskadurezh katolik ha 3625 gant Diwan (a zo gant ur c’hresk kriz brasoc’h eget ar prevez).

Kresk zo e pep departamant er bloaz-mañ adarre. Er Mor-Bihan ez eus muioc’h eget 4000 skoliad evit ar wezh kentañ (4042), kreñvaet eo plas an departamant-se evel an eil hini e Breizh (Penn-ar-Bed a chom er c’hentañ plas gant 6654 skoliad). Aodoù-an-Arvor eo an departamant gant ar c’hresk izelañ (+2,2% ; 2292 skoliad). 1107 skoliad zo en Il-ha-Gwilen (+5,7%) hag el Liger-Atlantel eo tremenet pazenn ar 600 skoliad (614 ; +6,6%).

Bro Brest eo ar vro gentañ gant 3408 skoliad, gant 17 % kresk war an niver a vugale divyezhek e kêr Brest hec’h-unan. E bro an Oriant eo tremenet pazenn ar 1000 skoliad (1092) ha hini ar 500 skoliad e bro Naoned (525).

Kêr Roazhon eo atav ar gumun a skoliata ar muiañ a skolidi (641), Naoned a c’hounez ur plas hag en em gav d’ar 4e (478) goude Gwened (555) ha Kemper (554). Brest eo ar gumun gant ar muiañ a lañs er bloaz-mañ (+56 skoliad, digoradur un eil lec’h publik zo kaoz evit un darn vat).

Ar c’hresk brasañ zo gant ar publik (+5,8%, un dregantad brasoc’h eget warlene) met pa seller ouzh ar c’hentañ derez nemetken eo Diwan a zo gant ar muiañ a startijenn (+5,2% e-skoaz 4,8% gant ar publik ha 4,0% en deskadurezh katolik).

A propos de l'auteur

- Ofis Publik ar Brezhoneg zo un diazezadur publik bet krouet gant ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù al Liger ha kuzulioù-departamant al Liger-Atlantel, ar Mor-Bihan, an Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed. L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d'Ille-et-Vilaine, des Côtes d'Armor et du Finistère.

L'indépendance de la Bretagne : dites Yes Breizh !

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info
Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.