Partager :

" /> Istor ar chistr e Breizh - 7seizh.info
Publié le: mar, Sep 25th, 2012

Istor ar chistr e Breizh

Soutenez 7seizh par Paypal

[Gant Toenn]

Àr lerc’h ar chouchen, ar gwin, ar bier, setu tro ar chistr da vout studiet genemb hiziv.

Evel hon doe gwelet ema bet kalet brezelig ar boesonoù e Breizh; pep eil gwezh int bet trec’h d’ar re arall kent bout soublet.

En amzer a-vremañ e hañval d’an holl dud ema ar chistr boeson broadel Breizh, a hed pell, hag anat d’an holl. Nend eo ket bet mod-se a-viskoazh avat….

Mab den en deus klasket sevel alkol diàr kement tra zo, pe dost atav. Ha gwez avaloù gouez a gaver er vro. Chañsoù bras zo e vehe savet chistr e Breizh a-c’houde pelldon an amzer enta.

Roudoù anat a zo a-c’houde an henamzer, gras d’ar b-«palynologiezh» (skiant an hadoù) an arkeologourion o deus diskuliet e veze savet gwez avaloù d’an amzer-hont e Hanternoz Bro C’halia.

Ar meneg kentañ a gaver a zo bet kouchet er grennamzer uhel, hrevezañ e veze evet ur boeson savet get avaloù get menec’h Landevenneg, pezh zo, ne ouier ket reizh mat mar beze chistr evit gwir …

Ne gaver ket kalz a dra da c’houde, ar chistr a chom kuzh e skeud an istoer. Neoazh e c’heller soñjal, get gwir abeg, e veze savet get ar beizanted àr ar maezoù.

Nend eo ket aes kavout skridoù a-zivout ar chistr evit un digarez pennañ : ar chistr ne bad ket mat, rak-se ema diaes er gwerzhiñ d’an diavaez, evet veze en amen d’an dachenn enta.

An traoù a cheñcho er bembzekvet kantvet. An aotrounez a veze diaes sevel gwin àr o douaroù o doa tuet o feizanted da sevel chistr kentoc’h.

A-c’houdevezh ez eas an traoù àr wellaat evit ar chistr, evel hon doe gwelet e pennad ar gwin e kilas ar gwiniegi en Europa en abeg d’an amzer o yenaat adal ar bembzekvet kantvet, just awalc’h. Meur a skrid a gomz a-ziàr an tremen d’ar gwin d’ar chistr e Hanternoz Europa d’ar mare-se.

En naontekvet kantvet e trec’has da vat ar chistr un tammig e pep lec’h e Breizh sikouret ma oe get ar c’hlañvedoù a zismantre ar gwiniegi. Lec’hioù zo a dale, evel bro Leon, leal doc’h ar bier.

Ar gwin gwallgaset anezhañ get ar c’hlañvedoù, ar bier gwelet fall get ar bolitikerion, ar chouchen aet a-zioc’h ar c’hiz… setu ar chistr lakaet da voeson broadel !

An departamant a daole ar muiañ d’ar mare-se oe an Ilh ha Gwilen, ar chistr veze savet en ur mod stank en ur vro ay ahe a Vro Roazhon da vro an Oriant.

Meur a daol-sklas oe bet bountet d’ar chistr e-doug an ugentvet kantvet avat. C’hoari lavar-dislavar ar bolitikerion dija: ar Stad a lavare d’ar vretoned (e-touesk reoù arall) diskar o gwez avaloù en eskemm evit un nebeut argant. An digarez ofisial oe stourm doc’h ar vezventi, an hani kuzh oe lakaat tud an Hanternoz da ziskar o froduksion chistr a-benn ma evont gwin savet a-re e Kreisteiz Bro Frañs….

An adlodenniñ zo bet un amzer galet evit an avalegi ha razh. E-segur lakaat «skiant» er labourerezh douar ha gober ‘benn ma vo taolet ar muiañ ar gwellañ (ar gwazhañ ?) get an douaroù, ema bet troc’het, diskaret gerzhier ha berjeioù e-leizh e Breizh. Krizat tra evit ar beizanted ! Kement m’eo troet an c’hoari da fall e lec’hioù zo, evel e Hanternoz Bro Naoned lec’h m’eo marv peizanted diàr drailhaj ar fuzuilhoù a pa zifennent o gerzhier pe o gwez avaloù (e kumun Fegreag ‘nemet e fazian).

Bremañ, dre-chañs, ema chañchet penn d’ar vazh. Ar chistr a ra berzh er vro, an dud zo bourret getañ evit meur a abeg: deuet eo da vout ar boeson-ret da evet get ar c’hrampouezh, boeson muiañ karet an douristed, ur boeson lieseurt a c’hell en devout meur a vlaz hrevez an avaloù bet implijet ha neuze mat evit an endro dre ma vez savet er vro ha get rummoù avaloù dishañval (ha distank anezhe gwezhavez).

Ne vez ket evet kement hag e broioù arall avat, e Bro Iwerzhon pe Bro Astur, Euskadi, Sveden… an dud a ev pintadoù chistr evel ma reomp-ni get bier pe gwin. Nend eus ket, nemet e fazian, «tavarn chistr» erbet e Breizh ha bout ez eus paot-mat anezhe e Bro Astur. Traoù da wellaat moarvat, mes dazonet ar chistr a hañval bout lusket brav !

Setu-ni disoc’h get istor evajoù Breizh !

A propos de l'auteur

-

Actualité politique bretonne et française

Laisser un commentaire

XHTML: Vous pouvez utiliser les expressions html suivantes: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 - regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2016 © 7seizh.info.