EZH FESTIBALIA
Publié le: mer, sept 26th, 2012

Anna Muradova : ur vrezhonegerez e Moskou

Biskoazh gwelet ur plac’h èl Anna Muradova (peotramant Hanna Bit Murad pa vez skrivet hec’h anv mod Assirian) ! Homañ zo klaskerez àr an danvez keltiek e skol-veur Moskou. Gouzout a ra kant yezh àrn-ugent, dreist-holl lod ha n’int ket gwall anavezet. Evit 7Seizh he deus asañtet da gontañ -e Brezhoneg- he buhez ha da reiñ he soñj diàr-benn Bro-Rusia a-vremañ.

 

 

 

7Seizh/ Demat Anna Muradova, ur vuhez dreist-ordinal ho peus na petra ‘ta…

 

 

 

Anna Muradova/ Ordinal pe dreist ordinal n’ouzon ket. Setu, me ‘zo bet ganet e Bro-Russia. Met pa oan 7 miz on aet gant va zud da Algeria e-lec’h ma laboure va zad d’ar mare-se.

 

 

 

7Seizh/ Ha c’hwi a oar meur a yezh, peseurt yezh veze komzet ganeoc’h d’ar mare-hont ?

 

 

 

Anna Muradova/ Er familh e veze komzet Rusianeg met ma zad a gomze ivez Assirianeg: e familh a zeu deus Urmia, Iran (d’an hañv-man ‘benn ar fin on bet e Urmia ha gwelet bro va hendadou). Setu, pa oan bihan-tout e ouien petra dalv bezañ divyezhek. Goude-se omp distroet da Moskov ha setu bevañ a raen e Russia ha ne c’hoarveze tamm ebet a vefe dedennus da gontañ.

 

 

 

7Seizh/ Ha pe giz ho peus desket an Assirianeg ?

 

 

 

Anna Muradova/ Russianeg a veze b’ar gêr hepken met pa oa va zad o komz gant e zud e komze Assirianeg ha setu desket ‘m eus ar yezh-mañ met fall-tre…. Va zad ne blije dezhañ komz Assirianeg ouzhin.

 

 

 

7Seizh/ Ha bev-bev eo an Assirianeg c’hoazh an deiz hiziv ?

 

 

 

Anna Muradova/ Ya, bev eo. Komzet e vez en Iran, Iraq ha Siria. Pa oan en Iran e komzen Assirianeg bemdez-Doue. Met kudennoù a zo e Siria evel ma oa en Iraq hag emañ ar paour-kaez tud o tivroañ gant aon bezañ lazhet. Setu emaint o chom er Stadou Unant da skwer hag e kollont o yezh anat eo evel ma veze ‘barzh familh va zad met desket ‘meus Assirianeg d’am merc’h.

 

 

 

7Seizh/ Ha tro pez da gaozeal Assirianeg ‘ba Moskou ?

 

 

 

Anna Muradova/ Ya ‘barzh an iliz gant Assirianed all.

 

 

 

7Seizh/ Ha pouezhus eo ar relijion en ho puhez ?

 

 

 

Anna Muradova/ Un dra a-bouez eo evidon met n’on ket evit mont betek re gant ar relijion evel ma vez graet bremañ e Russia… Un dra diaez da zisplegañ eo. Bep sul ez an d’an iliz Assirian.

 

 

 

7Seizh/ Ha penaos ho peus kroget gant ar yezhoù keltiek ?

 

 

 

Anna Muradova/ Pa oan 15 vloaz eta on kroget da studial Brezhonek. A-raok pa oan 12 vloaz ‘m’eus desket Latineg va-unan hag e teue c’hoant din deskiñ ivez yezhoù ha ne veze ket anavezet c’hoazh e Russia ha setu dibabet ‘m’eus ar yezhoù keltiek. Graet ‘meus anaoudegez gant un den dispar – Doue d’e bardono ! – Viktor Kalygin hag en deus kinniget din deskiñ Brezhoneg dre ma ne oa den ebet d’ar mare se e Russia oc’h ober studioù war ar yezh-mañ hag ivez peogwir er skol e tesken Galleg. Goude kentelioù ar skol e teuen da Institut ar Yezhoniezh e Moskov hag e tesken yezhoniezh keltiek gant Viktor Kalygine. Roet en deus levrioù din hag em eus desket Brezhoneg.

 

 

 

7Seizh/ Ha penaos oc’h daet a-benn da bakañ ur Brezhoneg ken flour ‘at ?

 

 

 

Anna Muradova/ Da gentañ em eus lennet kalz ha klasket atav penaos mont da Vreizh. D’ar mare-hont ne oa ket aes beajiñ, mare an Unvaniezh Sovietek e oa met deuet on da Roazhon e 1992 hag e-pad 2 vloazh on bet studierez e Skol-Veur Roazhon 2.

 

 

 

7Seizh/ Ha bremañ emaoc’h klaskourez àr ar studioù keltiek… Ar peseurt danvez eus ar geltiedigezh e pleustrit ?

 

 

 

Anna Muradova/ Savet em eus un dezenn diwar-benn kontadennou ar bobl e Breizh. Kemeret perzh e bodadegou an enklaskerien (International Colloquium of Celtic Studies) e Cork e 1999, e Bonn e 2007 hag e Maynooth e 2011. Ha bremañ e klaskan sevel pennadou diwar-benn sokio-yezhoniezh.

 

 

 

7Seizh/ Ha perak an diaoul eo dedennet ar russianed gant sevenadur Breizh. Bras-divent eo ho pro enni mill sevenadur àr-ugent dija….

 

 

 

Anna Muradova/ N’ouzon ket perak int dedennet met traou ‘zo heñvel e Breizh hag e Russia e XXvet kantved: an dud o tont diwar ar maez da geriou bras ha kudennou an dud-se. Da skouer, troet ‘meus oberennou Vokto Astafiev hag a skrive kalz diwar-benn-se spered an dud a zo heñvel. Ha troet em eus ivez kontadennoù Fañch an Uhel e Rusianeg hag an dud a blij dezho kalz du-mañ lenn seurt traoù. Troet ‘meus ivez Pipi Gonto gant Erwan Ar Moal, embannet e oa e 2006 hag adembannet e 2011. Labouret ‘meus ivez e Bro-Iwerzhon gant tud deus Ulster University war traoù folklorek.

 

 

 

7Seizh/ Ha gouzout a rit Iwerzhoneg peotramant Kembraeg ?

 

 

 

Anna Muradova/ Ne ouian ket Iwerzhoneg met desket tamm Kembraeg memestra.

 

 

 

7Seizh/ Ha bras eo ar rann gouestlet d’ar sevenadur keltiek e skol-veur Moskou ?

 

 

 

Anna Muradova/ N’eo ket bras siwazh : pemp den o labourat eno, tri war an Iwerzhoneg hag istor Iwerzhon, unan gant Kembraeg ha me war ar Brezhoneg. Met studierien a zo beb bloaz o tont da zeskiñ yezhoù keltiek. E miz Mae on aet d’ober prezegennoù e-pad ur sizhun e kêr Nikolaev en Ukraina. Eno ivez ez eus tud a zo tomm o c’halonoù ouzh studiñ ar yezhoù keltiek.

 

 

 

7Seizh/ Ha peseurt tud eo ? Peta a laka un den yaouank bennak eus Bro-Rusia da vont da studiñ ar yezh vrezhonek ? Anavezet eo Breizh ‘ba du-se ?

 

 

 

Anna Muradova/ Ya anavezet eo, hag ober a ran va seizh gwellañ evit lakaat ar studierien da glask gouzout muioc’h.

 

 

 

7Seizh/ Ha c’hwi zo sikouret gant rannvro Breizh evit ober kement a vruderezh ? Gant ur servij publik bennak eus Breizh ?

 

 

 

Anna Muradova/ N’on ket.

 

Ha n’on paet nemet gant ar Skol-Veur e lec’h ma labouran. N’eo ket kalz e gwirionez hag evit se e c’hounezan arc’hant en ul lec’h all. Kelenn a ran Galleg e skol ar gwin ha treiñ testennoù diwar ar Galleg.

 

 

 

7Seizh/ Na drist ha diboell àlkent ! Tra ma vez sikouret kalz an oberezhioù evit brudañ o yezh gant Bro-C’hall, Bro-Alamagn peotramant Bro-Spagn (dre intrudu an «instituioù») er broioù estren…

 

 

 

Anna Muradova/ Ma, n’on ket evit klemm… Sikouret on bet tamm pe damm pa oa bet tapet ganin ar priz Imram e 1998 da skouer. Met bezañ paiet bep miz da vrudañ ar Brezhoneg – hag tu zo ? Ne sonjan ket ez eus kalz arc’hant e Breizh evit sikour ar re a vrud ar Brezhoneg en estrenvro.

 

 

 

7Seizh/ Deomp pell eus aferioù ar yezh, peseurt sell ho peus àr Russia a-vremañ ? Afer Pussy riot vs poutine hag all…?

 

 

 

Anna Muradova/ Ne blij ket din amañ pa vez tud oc’h ober traoù sot bremañ… Ne blij ket din pezh o deus graet ar merc’hed-se en iliz met o lakaat ‘barzh an toull-bach evit se a zo un dra fall. Ha setu an holl gevredigezh rannet.

 

 

 

7Seizh/ Ha fall evit brud Bro-Russia ‘gav ket deoc’h ?

 

 

 

Anna Muradova/ Ya gwir eo.

 

 

 

7Seizh/ D’ho soñj ha gwelloc’h eo ar vuhez bemdeziek e Bro-Russia e-keñver mare an unvaniezh sovietek ? ur barrad hirezh a zo o redek er vro ‘keta ?…

 

 

 

Anna Muradova/ Kalz gwelloc’h eo ! N’eo ket fall ar vuhez pemdeziek met pezh a zo n’eo ket unanet an dud bremañ.

 

 

 

7Seizh/ Ur frailh zo àr-ledanaat etre ar re baourañ hag ar re binvidikañ èl m’emañ ‘ba du-mañ d’ho soñj ?

 

 

 

Anna Muradova/ N’eo ket chomet evel ma oa dek vloaz zo.

 

 

 

7Seizh/ A bep seurt tud a ya d’ober an tu-enep Poutine, Kasparov ha Limonov mesk-ha-mesk da skouer. Petra soñjit-hu ?

 

 

 

Anna Muradova/ Evit Kasparov n’ouzon mann ebet diwar e benn. Evit Limonov…. Un den foll eo na petra ‘ta. Hemañ a zo bet a-enep kement galloud n’eus forzh pe galloud e oa: Eltsin, Poutine ha me ‘oar. C’hoant en deus ober reuz ha dispar met ma fell dezhañ distrujiñ un dra bennak ne fell ket dezhañ sevel un dra all. Hag an dud a fell dezho bevañ e peoc’h ha n’eo ket kavout un dispac’h adarre Setu an afer.

 

E Bro-Russia, den ne oar petra vo goude met spi ‘m eus e teuio an dud da vezañ pouellek a-walc’h evit kompren n’eo ket dav sevel reuz. Pezh a zo mantrus memestra : goulennet vez ganin alies gant tud eus broioù ar c’hornog diwar-benn seurt traoù. Int a soñj eo fall Poutine hag ar re all a vefe mat ha disi. Pezh zo, an holl kevredigezhioù a zo en arvar hag an holl dud inervet tout. Ha lakaomp pa vez komzet deus Pussy Riot ez eus tud ha n’int ket re deus ar gouarnamant o lavarout «dav lazhañ ar merc’hed fall-se! ». Tud simpl a lâr’ seurt traoù amañ. Setu amañ emañ an dalc’h. Re aes e vije sonjal e vo trawalc’h kas kuit ar gouarnamant evit gwelaat an traoù.

 

 


A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

L'indépendance de la Bretagne : dites Yes Breizh !

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info
Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.