Brezhoneg e ti-post Karaez ? Da c’hortoz disoc’hoù al labourioù… Strollad Ai’ta ! a chom war evezh.

27 septembre 2012
By

Degemeret oa bet izili eus ar strollad Ai’ta ! gant renerezh Ar Post e Kemper d’an 12 a viz Gwengolo. E-kerzh an emvod oa bet diskleriet gant ar renerien e vefe graet un taol-arnod da reiñ plas d’ar brezhoneg e burev-post Karaez.
Al labourioù reneveziñ zo bet kroget gante nevez zo, hag e padint miz hanter. Peseurt mod a vo lakaet e plas an divyezhegezh-se? E penn kentañ miz Du, pa vo achu al labourioù, e ouiimp hiroc’h…
Gant ma vo roet ur plas dereat d‘ar brezhoneg e Ti-Post Karaez e vo laouen stourmerien Ai’ta ! da embann vo bet graet strivoù gant Ar Post evit hor yezh ; padal, ma vez dister an disoc’hoù e ranko tud Ai’ta ! kregiñ gant ar stourm en-dro, rak evit izili ar strollad, an taol-arnod war an divyezhegezh kaset da benn vat e ti-post Karaez a vo ur skouer a ranko ar Post lakaat da dalvezout seul gwech ma vo renevezet tier-post all e Breizh.
Ai’ta Kreiz Breizh

PDF Download    Envoyer l'article en PDF   

Tags: , ,

Laisser un commentaire

Récente partution

Les articles d’opinion sur 7seizh

bandeau fabien

BREZHOWEB EN DIRECT



Annonces Culturelles

Inscrivez-vous et recevez par mail les dernières publications 7seizh.info

Archives 7seizh