EZH FESTIBALIA
Publié le: lun, oct 1st, 2012

Euskareg Bro-Nepal àr he zalaroù

Anat deoc’h, daoust dezhe bout foeterion mor daonet, n’o deus ket an euskariz savet ur vro nevez e kreiz menez Himalaya. Met e
kornog Bro-Nepal, ur yezh a zo daet da vout, èl an Euskareg, ur gwir dorr-penn evit ar yezhonourion : ar C’husundaeg an hini eo. Ar patrom an Euskareg, n’he deus al langach-se na mamm na c’hoar. Ha zo gwasoc’h n’eus ‘met ur vaouez gozh o c’houzout ar C’husundaeg an deiz ha hiziv c’hoazh…

Ur bobl ken dianav hag he yezh

Gyani Maiya Sen a zo bet tapet he 75 vloaz ganti. Homañ eo an hini nemeti a oar ar yezh Gusundaek. Tost achu eo gant meuriad ar Gusundaed allas, a-boan ma chomfe ur c’hant bennak anezhe o kantreal e koadoù eus kreiz ha kornog Bro-Nepal. Ur bobl atav àr vale a oa anezhe gwechall. Met gant ar vuhez vodern setu int ranket da bozetaat muioc’h pe da zivroiñ. Kement cheñchamañtoù en o doare da vevañ a lakas o yezh da vont da get. E 2005 nemetken eo bet kroget gant studi ar C’husundaeg. Dav eo mennegiñ eo e 1968 nemetken eo bet « kavet » ar Gusundaed diwezhañ gant un antropolougor amerikan. Bihanoc’h-bihanañ e oa o zerouer ha berroc’h-berrañ ar peuriñ evite o c’houzout e oa chaseourion ha kuntuilherion anezhe.

« Eüruzamant on gouest da gaozeal Nepaleg ivez met trist on n’hallan ket mui komz ma yezh din-me gant tud all eus ma c’humuniezh ». eme Gyani Maiya Sen hag hi da ouzhpennañ tristik : « mervel a ray ma yezh ganin ». Ha gwir ne vo ket aes da lakaat reoù all d’ober ganti : « N’emañ ket ar C’husundaeg e-barzh familh yezh ebet ! » gouez d’an aotroù Pokharel, hag a zo kelenner yezhoniezh e-barzh skol-veur Bro-Nepal « A-fet ereadurezh, peotramant morfologiezh, leksik ha fonetik n’haller ket liammañ anezhi gant yezh all ebet er vro pe pelloc’h».

Gouarnamant diseblant

Ha n’eo ket challet gouarnamant Bro-Nepal evit kello-se. « N’hon eus lakaet e pleustr program ebet evit savetein ar yezh-se » eme Narayan Regmi, anezhañ mouez-aotreet ministr ar sevenadur. Hag hervez mirdi ethografek ar vro e « yay da get ar bobl gKusunda a-benn nebeut hag he yezh d’he heul ».

E gwirionez, a holl viskoazh o deus graet fae gouarnamant Nepal ha tud Katmandou ouzh ar Gusundaed. « Tud gouez » a dalv ar ger « Kusunda » e Nepaleg zoken. « Myahq » a oa ar ger implijet gante evit en em anviñ.

Ur steredenn zo bet ganet

Daoust dezhi bout ur maen-pikez dister, an itron Sen a zo daet da vout ur gwir steredenn bremañ gant tud o vizitiñ anezhi alies. Enklaskourion, studierion eus ar bed a-bezh ar c’hros anezhe. O fal : saveteiñ ar muiañ posubl eus ar yezh gant aon ma dremenfe ar paour-kaezh itron Sen a-raok ma vefe a-walc’h gante. Ha betek bremañ n’eo ket bet studiet don ar yezh evit gwir.

Un enklaskour en deus kavet memestra e vefe perzhioù heñvel e Kusundaeg hag en ur yezh eus inizi Andaman e…. Kornog Ginea Nevez ! Da lavaret eo pell a-walc’h eus menezioù Bro-Nepal àlkent !

Den ne oar piv bennak a zo daet a-benn da c’houzout awalc’h eus an div yezh-se evit kavout traoù heñvel enne avat ! N’eo ket bet keñveriaet ar yezh-se gant an Euskareg avat. E kenkas….

Setu ur roll gerioù e Kusundaeg : « Tsi » (me), « Tsi-yi » (ma), « nu » (te), gida/git (e/he)

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

L'indépendance de la Bretagne : dites Yes Breizh !

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info
Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.