Youenn zo ur Breizhad bet o pourmen e Bro-Iwerzhon ar miz-mañ. Tik gant ar Gouezeleg ha stourmoù ar vro, en deus klasket en em rentañ kont e-unan eus stad ar yezh an deiz hiziv ha daoust hag ez eus c’hoazh jeu en norzh.
«Bruderezh evit reiñ c’hoant d’an dud da zeskiñ ar yezh a zo un tamm e pep lec’h er Republik. Met siwazh ne vez ket klevet kalz tud hag a ra ganti. Kredet ‘m eus klevet Gouezeleg ur wech hepken e-barzh ur stal… met pas muioc’h.
Un dra nevez : Ar a seblant e vez arc’hantaouet ar bruderezh evit deskiñ Gouezeleg e Norzh-Iwerzhon bremañ. Merzhet ‘m eus ivez eo brudet kalz an Iwerzhoneg gant ar Sinn Fein* hag ar Republikan Sinn Fein* en enezenn, koulz er su hag en hanternoz. Plegoù-dipleg, skritelloù ouzh ar mogerioù a zo ha gouzout a rit pegen barrek eo ar re-se a-fet skritellañ !». Hag evel just, en norzh ez eus ur mor a « murals » politikel c’hoazh met gouez da Youenn n’eus ket pikol anezhe skrivet e Gouezeleg « ar c’hros eus an tagoù a zo e Saozneg siwazh. Hag gwir ez eus reoù e pep lec’h ! Diàr-benn ar murals : diouzh ‘m eus klevet ez eus bet graet ur galv evit adlivañ anezhe peogwir reoù a ya àr goshaat, àr falaat bremañ…n’eus ket reoù nevez avat »
Tenn an aergelc’h
A-fet aergelc’h n’emañ ket ken gwaskus ha bloavezhioù zo hervez Youenn : « Gallout a ra an nen mont da bourmen e galite e Derry pe Belfast evel un tourist bennak a-benn ar fin. Ne weller netra ispisial… met pa yaer e karterioù zo, pe vefe karterioù protestant, pe vefe karterioù republikan e vez santet un aergelc’h stegn à-walc’h ha mont a ra àr-denaat zoken. Met ar pezh a zo fentus eo an arc’hant a vez tennet diàr ar bloavezhioù kent : e Derry da skouer, paotr e vask-gaz, ar mural mil-anavezet, a zo deuet da vezañ ul lec’h touristel tre. Planioù a vez roet d’an douristed, gall a raer mont a di da di da welladenniñ ar murals pe al lec’hioù pouezhus eus mare an « troubles ». Hag evite eo un digarez da zisplegañ petra eo o stourm, en un doare touristel a’e. Digredus kement-mañ !
Bannieloù saoz
Pa vez manifestadegoù avat, ne glask ket mui an IRA nevez en em guzhaat. Gwell a raer anezhe, o soudarded mouchet o fas hag all… E-pad ur mare e choment kuzhet met bremañ e yeont dindan lagad an heol, dizaon… Diskouezh int deuet en-dro eo o fal anat…
Eus tu ar brotestanted eo un tamm disheñvel : int a’n em ziskouezh dre ar bannieloù. Bannieloù Saoz ha n’eo ket Britanek a zo e pep lec’h ! E korn ar straedoù da skouer, gwellet vez splann o deus c’hoant « merkañ o douar » a’e !
Bretoned ha n’eo ket Britanek
Hag ar pezh ne oa ket aes evidon e oa displegañ e oant ni bretoned. E Saozneg, « Breton » zo kement ha « Britanek », neuze e krede ar gatoliked e oant ni Britanek, ha panelloù « Britain go home » staliet e pep lec’h er c’harterioù republikan !
Dastumet gant Fabien Lécuyer
* Sinn Fein (SF) : strollad republikan broadelour hag a stourm evit unvaniñ an enezenn Iwerzhon, da lavaret eo skarzhañ kuit dalc’h ar Rouantelezh-Unanet hag ar brotestanted en Norzh.
Republikan Sinn Fein (RSF) : Un disrann eus Sinn Fein eo Republikan Sinn Fein. Skour politikel ar C-IRA (Continuity IRA), ur strollad arme republikan. Kalz disteroc’h eo RSF evit SF.



























Tiens, une photo que je reconnais et qui a été prise par mon épouse…