Publié le: sam, oct 13th, 2012

Grigori Perelman : istrogell ha mailh àr ar matematikoù àr un dro

Diaes eo kompren àr petra e labour ar matematikour rusiad Grigori Perelman. Setu e dachenn-studiñ dre vras : Tonn Richi liammet gant planig Poincarre e-barzh program Hamilton (!), da lavaret eo un dachenn eus ar matematikoù uhel-kenañ. Daoust dezhañ bout an hini barrekañ a-fet matematikoù n’eo ket an hini brudetañ. Rak hemañ zo daet da vout ur gwir vojenn ken iskis m’eo-eñ.

Goude studioù loreet gant prizioù a-bep seurt, Grigori Perelman en deus graet e dro Rusia eus ar skolioù-meur a-raok reiñ kentelioù ha labourat e skolioù-meur eus bed a-bezh, en o zouesk ar re vrudetañ eus Stadoù-Unanet : Berkeley, Princeton, Stanford hag all. Kerkent ha 1995 n’eus kuit mui anezhañ. E-pad 7 vloaz ne vo ket klevet kaoz eus e benn ‘ba bedig ar matematikoù. Pezh zo, abaoe m’eo ganet eo boazet d’ober seurt tra, a-hervez e ya en distro e kreiz koadoù don Bro-Rusia, « evit prederiañ » emezañ a-c’houdevezh.

Ha prederiet ken en deus prederiet moarvat. Peogwir kerkent hag an 11 a viz Du 2002, Grigori Perelman a lide àr an ton krampouezh gwinnizh du e zistro : kaset en deus ur gemenadennig àr internet « setu, diskoulmet eo bet planig Poincarre » ha da heul 39 fajennad a zisplegadurioù. Unan eus kudennoù brasañ ar matematikoù a oa dirouestlet ! Bamet e oa bet an dud.

Normalamant, evit embann seurt tra e ranker kas ur pennad d’ur gazetenn a-ratozh ma vez priziet don an anatadurioù enni. Foeltr gant kement-mañ ! Perelman a dremenas dre « arXiv », un diaz skiantek ma c’hell pep hini teurel ur sell ennañ. Ha ne faote ket d’ar rusiad ober e rous en ur ober mod-se. E gwirionez, ne glask nemet bout trankil ha chom ar pellañ posubl eus ar bed o virvilh.

Anat, gant seurt kavadur e oa bet prometaet dezhañ ar vedalenn Fields, da lavaret eo Priz Nobel ar matematikoù. Met e 2006 e nac’has anezhi. E Madrid, ma voe lidet ar vedalenn àr an ton bras gant kumuniezh ar matematikoù a-bezh, « Grischa » (e lesanv) ne oa ket amañ. Forzh penaos en doa roet e zilez eus an institut ma laboure ennañ un nebeut mizioù a-raok. Met souezhusoc’h zo : goude bout bet c’hwitaet àr Grall ar matematikour en doa nac’het unan eus prizoù ar milved roet d’ar re a zae a-benn da ziskoulmañ un dornad a gudennoù matematik. Ar wech-mañ avat e yae 1 million dollar gant ar priz-se. Daoust dezhañ bout paour-ki ne roas ket e chomlec’h ha daveennoù e gont bank da institut ar matematikoù Clay.

Gant kement-mañ e taas da vout ur vojenn. Ar gazetennourion a glaskas ober atersadennoù gantañ. Betek heuliañ anezhañ en ur ispisiri ma oa o prenañ e zefotachoù. En aner, Grigori Perelman n’en deus netra da gontañ diàr e benn. Beviñ a ra àl ur sant gant e vamm en ur ranndi dister e-barzh un drist a vannlev. Gouez dezhañ : « paouezet em eus gant ar matematikoù ». Hervez mignoned dezhañ avat : « emañ o labourat àr ur gudenn veur». Pe hini ? Den ne oar. Ur den kristen tre eo hag eñ bet ganet yuzev. A-hervez, pa vez o prederiañ àr kudennoù matematik e chom dirak ur voger o vannañ ur volotenn outi. Pe pignat ha diskenn a ra gant diri. Dizehan. James Cameron, ar sevenour brudet, en deus ur film àr e villig àr buhez an istrogell a rusiad.

Ha souezhet e vo mab-den gant Grigori Perelman ur wech adarre ?

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

Saisissez votre adresse email pour vous abonner à ce site et recevoir une notification de chaque nouvel article par email.

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.