MOTOCULTOR 2014
Publié le: mer, oct 17th, 2012

La Gàrdia, ur gêr okitan e su Bro-Italia

Ar re a zo tik gant ar yezh okitanek o deus klevet kaoz eus kêr La Gàrdia. Met a-feur ma yae an amzer e-biou, La Gàrdia zo daet da vout ur gwir vojenn. Soñjit ‘ta ! 1500 a dud o chom e-barzh ur gêr eus Calabria, da lavaret eo e su Bro-Italia, ha kenderc’hel a reont da gomz Okitaneg abaoe kantvedoù, en desped da bep tra.

800 bloaz àr-lerc’h

Div lodenn a ya d’ober kêr La Gàrdia : (Lo Pais) « ar vro », tolpet tro-dro d’ur puñs, hag an « arvor » .. En XIIIvet kantved, protestanted Vodoa a oa degouezhet e Calabria, c’hoant gante tec’hed eus an heskinerez a c’houzañvent kement e Bro-C’hall hag e norzh ar gourenez « italian ». ‘Mod-se e voe tudet ar Gàrdia. Gant tud o klask repu ha surentez, pell eus ar reuz a oa o ren gant dalc’h ar relijion pelloc’h en norzh. Hogen, gant ar vodoa-ed e arruas ar yezh Okitanek er vro, rak ar re-se a oa genidig eus broioù okitaneg. Ha daoust m’eo bihan tre kêr, an Okitaneg a vez komzet c’hoazh an deiz a hiziv. Da lavaret eo 8 kantved goude donedigezh ar Vodoa-ed !

Gàrdiad da gentañ !

Ur Gàrdiad bet tapet e 22 vloaz gantañ eo Domènic Iacovo. Setu ur paotr ‘vez birvilh ennañ pa vez kaoz eus e gêr. Ha gouizieg eo àr istor ha sevenadur e vro… ha àr e yezh : Okitaneg Gàrdia. E-barzh an atersadenn en deus graet gant le jornalet.com àr internet, e kont dre ar munud an heskinerez zo bet gouzanvet gant e bobl « ur bobl hag he deus bet he gwalc’h a boanioù » emezañ. E 1561, da lavaret eo tri c’hantved àr-lerc’h bout kavet repu er Gàrdia, Gàrdiz, protestanted vodoa a feiz, a voe lazhet a gantadoù gant arme Napoli àr zigarez o ”herezi”. Goude al lazherezh e rankjont bevañ-bevaik e-pad meur a vloavezh. Ha forzh hegerezh da heul gant ar vistri nevez : ret e oa dezhe mont d’an oferenn (katolik) bemdez, bout gwisket gant dilhad disheñvel diouzh ar re all, difennet e oa dezhe dimeziñ gant ur vodoa all, difennet e oa ober gant an Okitaneg vodoa, hag all… Ken eh en em savas tud La Gàrdia ha gounid o frankiz hag o gwirioù dre ur revolusion.

Hervez Domènic, ar spered stourm a vez gant tud La Gàrdia a za diàr un identitelezh kreñv : « Ma teufe deoc’h keja ouzh ur Gàrdiad ha goulenn digantañ : daoust-ha Gàrdiad pe Italian  oc’h? ‘vo respontet deoc’h : Gàrdiad ! Ha goude Italian met gàrdiad da gentañ. ».

Ur skouer evit an okitaniz

Er Gàrdia e vez desket ar yezh Okitan àr barlenn ar vamm. Domènic, da skouer, en deus distripet e c’her italianek kentañ d’e 3 bloaz nemetken, p’en doa kroget gant ar skol. Kelennet ’vez Okitaneg gàrdiad e-barz skolioù ar gumun met er bloaz-mañ, dre ziouer a arc’hant, ne vo ket graet ken. Daoust da c’hoant ar familhoù e chomfe bev ar yezh, tamm ha tamm e ya ar stal da stalig abalamour da bouez an Italianeg, da internet ha d’ar familhoù nevez ha n’int ket a-orin eus La Gàrdia. « Pouez an hollekadur » e berr gomzoù èl e pep lec’h. Ne vir ket ouzh ar gevredigezh « Gàrdia d’Oc » da stourm evit ar yezh hag ar sevenadur dre sevel abadennoù muzik, kentelioù ha degouezhoù a bep seurt.

Hervez Le Jornalet eo kêr La Gàrdia « ur skouer » evit an okitaniz all. Kantvedoù ha kantvedoù a waskerez koulz sevenadurel ha politikel n’o deus ket digalonekaet okitaniz La Gàrdia awalc’h d’ober dezhe dilezel o fersonelezh .

Evit gouzout hiroc’h : http://www.jornalet.com/nova/850/la-gardia-vilatge-occitan

A propos de l'auteur

Fabien Lécuyer

- Actualité politique bretonne et française

L'indépendance de la Bretagne : dites Yes Breizh !

Saisissez votre adresse email pour vous abonner à ce site et recevoir une notification de chaque nouvel article par email.

Média participatif : contact(at)7seizh.info 0033 (0) 972 338 711 – Régie publicitaire 7seizh : 02 90 74 81 28 regie.publicitaire(at)7seizh.info Mentions légales - Conditions générales d'utilisation

L’utilisateur s’interdit de manière non exhaustive :

- de diffuser des informations contraires à l’ordre public ou aux bonnes mœurs, - de détourner la finalité du service pour faire de la propagande ou du prosélytisme, de la prospection ou du racolage, - de publier des informations à caractère commercial, publicitaire ou constituant de la propagande en faveur du tabac, de l’alcool, ou de toute autre substance, produit ou service réglementé - de diffuser des contenus contrevenant aux droits de la personnalité de tiers ou présentant un caractère diffamatoire, injurieux, obscène, pornographique, offensant, violent ou incitant à la discrimination, à la violence politique, raciste, xénophobe, sexiste ou homophobe, - de publier des informations contrevenant à la législation sur la protection des données personnelles permettant l’identification des personnes physiques sans leur consentement, notamment leur nom de famille, adresse postale et/ou électronique, téléphone, photographie, enregistrement sonore ou audiovisuel, - d’accéder frauduleusement au site et notamment aux services interactifs, ainsi qu’il est indiqué dans les conditions générales d’utilisation du site.

7seizh.info ® Tous droits réservés-2012-2014 © 7seizh.info.