Kurdistan : ar « peshmerga » o vont àr-raok e Bro-Siria

0

Luziet eo jeu ar gurded e Bro-Siria. Eus un tu e rankont stourm a-enep Bachar Al-Assad hag eus un tu all n’hallont ket mont a-du gant an Arme Sirian Dieub. Klask a reont sevel un danvez stad e norzh Bro-Siria koulskoude, met diwall da vro-dTurkia ha n’emañ ket plijet tamm ebet gant kement-mañ.

Bras-ec’hon eo Bro-gKurdistan. Tiriadoù eus Iran, Siria, Irak, Turkia a ya d’ober anezhi. Ha forzh kumuniezhoù kurd a zo ivez e Jeorjia, Armenia, Liban, Rusia hag e pep lec’h er bed. Ar c’hurdisva a c’heller ober anezhe ken stank emaint e lec’hioù zo, èl en Armenia da skouer, ken m’emaint arruet da gumuniezh staliet mat àr un terouer hiviziken. Anavezout a ra an nen ar stourm a vez renet gant ar PKK e Bro-dTurkia. E norzh Bro-Irak eo dieub, koulz lavarout, ar c’hurdistan gant sikour an Amerikaned hag o deus staliet bonioù ‘ba du-hont. Met e Bro-Siria betek-henn ne oa ket an disterañ tamm spi ebet evit ar gurded dindan gwask ar familh Al-Assad, tad ha mab.

Gwasket ar gurded

El e pep stad jakobin ar gurded a oa striz o gwirioù : difennet d’ober gant ar gurdeg, d’anviñ ar vugale gant un anv kurd, cheñchet e oa an anvioù lec’hioù kurd evit bout « arabizet », difennet e oa ar skolioù kurd ha levrioù zo. E berr komzoù : pep tra oa prest evit ma vefe dirollet ar gurded kerkent ha lakaet diaes galloud Bachar Al-Assad mod pe vod.

Luziet ar jeu

Met en arbenn eo luzhiet tre an traoù er « sav heol kompliket », Bachar El Assad a glask souten… ar gurded eus Siria bremañ. E-se emañ treñk ar soubenn etre El Assad hag ar gouarnamant turk, dreist-holl abaoe ma zo bet bombezennet kêriadennoù turk en tu all d’ar vevenn gant arme ar gouarnamant sirian. Ha souten a ra dre guzh Ankara an Arme Sirian Dieub (ASL) evit diskarañ Bachar. P’emañ ar PKK o vrezeliñ a-enep gouarnamant Ankara, Al-Assad a vount, eus e du, e « re gurded » da reiñ an dorn d’o breudeur eus ar PKK evit lakaat sav dindan kilhoroù Bro-dTurkia. E gwirionez eo ar PKK un « alc’hwez » ‘ba du-hont evit meur a hini. Abaoe pell n’emañ ket ar stourm a-enep ren Al-Assad ur pal evit ar PKK. Damas a roas bod da Ocalan, penn ar PKK anezhañ toullbac’het e Bro-dTurkia, ha norzh Bro-Siria a oa ur santual evit ar PKK kement ha Kurdistan Bro-Irak. Evit a sell ouzh ar rezista ñs kurd : ar strollad politikel hag arme kurd eus Bro-Siria ar PYD, hag a zo e penn ar stourm, a zo liammet kreñv ouzh ar PKK. « Dindan lasoù ar PKK» a lavaro lod zoken.

Neuzen n’eo ket sklaer an traoù er mare-mañ e Bro-Siria. Eus un tu e klask ar servijoù kuzh sirian adskoulmañ liammoù gant ar PKK, eus un tu all ar PYD sikouret gant ar PKK a c’hounit tachenn e Bro-Siria hep sikour an Arme Sirian Dieub ma vordilh enni an islamisted sunit. Hag ar re-se n’int ket gwall droed àr ar gurded alaouit. Kement-mañ a nec’h Ankara anat kement hag an Amerikaned ha n’o deus ket c’hoant e vefe lakaet diaes e geneil turk.

Gounid tachenn

Ar an dachenn e ya àr-raok ar Peshmerga (stourmerion) neuzen. Met kement a-enep arme Al-Assad hag an hini « dieub ». A-wechoù ec’h en em gannomp ouzh bagadoù ar gouarnamant, ha gwechoù all a-enep re an Arme Sirian Dieub. Pezh zo ouzhpenn ar gurded a zo e norzh Bro-dTurkia, forzh kumuniezhoù all zo ivez. Neuzen hag e c’hello stourmerion ar PYD « derc’hel » o bro e-pad pell, setu un afer all. Evit poent, emañ Bro-dTurkia oc’h arruout b’ar jeu ivez a-enep…ar gurded eus Bro-Siria. Emgannioù zo bet etreze hag an arme turk hag hi he deus bombezennet kêriadennoù dindan beli ar Peshmerga. E kêrioù bras er-maez eus ar c’hurdistan sirian (Alep, Damas) ez eus kumuniezhoù kurd bras o veviñ ivez hag gourdrouz àrne a-berzh rejim Al-Assad ha bagadoù an ASL. Difennet eo ar c’harterioù kurd gant an YPG enno, da lavaret eo « Bagadoù defañs ar Bobl », ur strollad liammet ouzh ar PYD.

O stad dezhe

N’o deus ket c’hoant ar Gurded da vout dindan gwask ur rejim all pa vo diskaret Bachar Al-Assad neuzen e reont o seizh gwellañ evit sevel o stad dezhe. Met tra m’eo sikouret an ALS gant broioù ar pleg-mor, emañ o-unan ar gurded… atav ‘giz atav siwazh.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.