Home Actualité Information Bretagne - 7seizh.info L’Unesco a ro enor d’ar fest-noz dirak ar bed a-bezh !

L’Unesco a ro enor d’ar fest-noz dirak ar bed a-bezh !

Degemeret gant an Unesco evel glad dizanvezel hollvedel, ar fest-noz a c’hell bezañ loc’hus hiziv ha dreist-holl tout ar re o deus strivet goude ar brezel bed diwezhañ   evit  klask adlañsañ ar c’han ha diskan hag an dañs pa veze dismegañset  gant kalz a dud sevenadur poblek ar vro. Anvioù a zo e Kreiz Breizh estreget hini Loeïz Roparz. Soñjal a reer e Georges Le Meur eus ar C’hastell Nevez, e Albert Trevidig eus Karaez…  Gourc’hemennoù eta d’an holl re o deus lakaet ar fest-noz da vevañ ha d’ar re o deus savet an teuliad ha kaset anezhañ betek an daol vras en Unesco.

Met, ne c’heller ket menegiñ ar fest-noz hep ober anv eus pezh a lavar an hevelep Unesco diwar-benn ar brezhoneg. Lakaet ‘vez hor yezh e sac’h ar yezhoù  en arvar, “ en danger sérieux d’extinction », a embann zoken an Unesco.  Met petra ‘vefe eus ar festoù noz ma ne vije ket bet eus ar brezhoneg ? Petra vefe eus sonerezh Breizh ma ne vije ket bet levezon don spered hor yezh ?

Le fest-noz au patrimoine immatériel de l'Unesco
Le fest-noz au patrimoine immatériel de l’Unesco

Breman, ra servijo ar fest-noz, hag an enor ‘vez graet dezhañ,  da lakaat da gompren buanoc’h ar re zo e penn an traoù er Rannvro, hag ar bolitikourion dre vras, int kiriek eus dazont ar brezhoneg hag a dalvez kement hag ar festoù-noz bezañ lakaet evel glad dizanvezel hollvedel !  Gwelet’vo ar bloaz o tont hag eñ e vo graet kement a reuz  evit Karta Europa ar yezhoù bihan ha n’eo ket bet degemeret da vat gant Bro C’hall c’hoazh… Gwelet’vo hag eñ ez aio war-raok ivez menoz un TV gwirion e Breizh e lec’h ma vefe roet  ar plas ret d’ar brezhoneg ?  Ra vo evezhiek en e zleadoù Yann politikour Breizh a-raok rein mel d’ar festoù-noz gant al loa-bod !

3 COMMENTS

  1. Me a gav treut displegadur pinvidigezhioù ar festoù-noz. Din-me ez eo ar fest-noz ur verradur a’r vuhez sevenadurel e Breizh.

    Brezhoneg kanet, luskoù keltiek hag a sav un treant mod-pagan, testennoù e-men e kaver prepozioù a-zivout buhez ar maezioù, ar vuhez kristen (euredoù, badeziant, an aotrou person…), ekonomiezh Breizh. Kanennoù eus an naontekvet kantved…

    Liammoù etre ar rummadoù, binviji hengounel, disheñvelidigezhioù ar vod hervez ar broioù, bieroù hengounel Breizh en davarn, festoù dirak ar feunteunioù pagan-kristen, ar chapelioù, salioù ar gouel…

  2. Ra kompreno ivez an aozerien festoù noz, an danserien, kanerien pe sonerien ne vefe ket eus ar festoù plijus-mañ hep brezhoneg. Poent bras eo ivez d’ar re a zo e-karg er bagadoù pe kelc’hioù keltieg lakaat ar yezh war wel ha broudañ o izili da zeskiñ anezhi!

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

Social Media Auto Publish Powered By : XYZScripts.com
7seizh.info

GRATUIT
VOIR