Cheñch ar bonreizh evit peurwiriekaat karta europa ar yezhoù minorelaet a zo « ret-holl » hervez ur rentañ-kont

Kinnig a ra ur strollad arbennigourion da glokaat mellad 2 ar bonreizh peotramant da skrivañ ur mellad nevez. Ur promesa bet graet gant François Hollande eo peurwiriekaat ar c’harta. Douetañs zo diàr-benn ar cheñchamanchoù a zegouezho goude ma vo peurwiriekaet an destenn ‘vat.

Hervez ur rentañ-kont eus « bodad lezennoù » ar breujoù gall e vo « ret-holl cheñch ar bonreizh » a-benn degemer « karta europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver », èl ma oa bet prometet gant François Hollande pa oa danvez-prezidant. Hervez ar rentañ-kont bet kinniget gant ar c’hannad PS eus Penn-ar-Bed Jean-Jacques Urvoas, e ranko stad gall cheñch ar bonreizh àr-zigarez e oa bet korbellet ar c’harta-se gant kuzul ar bonreizh dija.

« Ret vo cheñch ar bonreizh e daou zoare » hervez an destenn kinniget gant Urvoas. Da gentañ e ranko ar c’hendalc’h ouzhpennañ un dave diàr-benn ar yezhoù rannvro er mellad 2. Ennañ eo skrivet eo « ar Galleg yezh nemeti ar republik ». Da c’houde e ranko ouzhpennañ ur mellad ma vo aotreet sklaer gouarnamant Bro-C’hall da peurwiriekaat ar c’harta.
Ar c’hlozadurioù-se a zo bet tennet da heul an emvod bet dalc’het d’an  29 a viz Du tremenet m’o deus kemeret perzh ennañ kelennerion skol-veur ha gwiraourion.
E 1999 e oa bet sinet karta europa ar yezhoù rannvro ha bihanniver gant Bro-C’hall met n’eo ket bet peurwiriekaet ganti c’hoazh. Se zo kaoz ne dalv ket er Gwir gall.
Douetañs àr ar cheñchamanchoù goude ma vo peurwiriekaet ar c’harta
Gallout a ra pep stad ezel eus Kuzul Europa peurwirikiekaat ar c’harta penn da benn peotramant evit darn. Hervez an arbennigourion a oa en emvod ne « cheñcho tra pe hogozik », a-fet statud ar yezhoù minorelaet e Bro-C’hall, ar peurwiriekaat.
E-se, Jean-Eric Gicquel, anezhañ kelenner Gwir foran e skol-veur Roazhon I, en deus lavaret e oa « ken izel » an engouestloù bet kemeret gant Bro-C’hall e 1999, ne cheñcho ket pikol tra a-fet lezenn pa vo degemeret ar c’harta er Gwir Gall. Hag anat ne vo ket a-live ar cheñchamañchouigoù gant ar pezh a zo bet lakaet e pleustr dija gant gouarnamantoù lec’hiel zo, èl e Bro-Korsika da skouer.
Eus e du, e lavaras Jean-Marie Woehrling, anezhañ gwiraour eus kuzul Europa, e vefe mat « bdoulc’hañ ur preder àr ezhommoù pep yezh rannvro » a-benn reiñ da bep hini ur stern a jaoj ganti. Hervez Woehrling e vefe mat lakaat muioc’h a araezioù da dalvezout e bed ar c’helenn hag ar mediaoù da skouer.
Ar pennad-se zo bet tennet eus al lec’hienn kelaouiñ okitan jornalet.com ha troet diàr an Okitaneg. Un emglev en deus 7Seizh gant jornalet.com

1 COMMENT

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.