Home e brezhoneg Kemennadenn Brezhoneg Bro-Redon war-raok

Kemennadenn Brezhoneg Bro-Redon war-raok

BBr

DISADORN 9 A VIZ C’HWEVRER, DA 15 EUR, MANIFESTADEG EVIT UR SKINWEL PUBLIK BREIZHAT HA DIVYEZHEK

D’ar 14 a viz Kerzu diwezhañ en doa votet Kuzul Rannvro Breizh un het evit ur skinwel rannvroel evit ar 5 departamant breizhat. Ac’hann dibenn miz C’hwevrer e tivizo renerezh Frañs 3, Kuzul Ranvro Breizh hag ar Stad a-zivout dazont servij publik ar skinwel. Bez ‘ ez eus ur chadenn skinwel korsat, Via Stella, bet krouet e 2007. Ar pezh a vez tu da ober evit 300 000 a C’horsiz a rank bezañ graet evit 4,5 milion a Vretoned ivez.
BBC Alba, chadenn bublik Bro-Skoz, a vez dezhi ur c’hellidsteuñv a 25 milion a euroioù ar bloaz. Kellidsteuñv Frañs 3 Ouest a vez 32 milion a euroioù enni hag hini ar skinwel korsat 24 milion a euroioù. Hogen, keñveriomp! Arc’hantaouiñ a ra kevrozourien rannvro velestradurel Breizh betek 125 milion a euroioù gant an taos skinwel bep bloaz. Trawalc’h e vije enta ober gant ar palefarzh eus an taosioù skinwel paeet gant ar Vretoned evit arc’hantaouiñ ur skinwel war ar 5 departamant breizhat.
Mall ‘ zo da gaout ur skinwel hollek a rofe ul lec’h kalz brasoc’h d’ar brezhoneg. Hiziv ne vez leusket d’ar brezhoneg nemet ul lec’h dister, 1e30 ar sizhun. Da geñveriañ gant ar 36 eurvezh kembraek pe gant an 28 eurvezh korsek bep sizhun, seul vuioc’h a-se ma ne vez ket skignet abadennoù brezhonek ken e Liger-Atlantel abaoe 2002. Un dalc’h a-bouez kenañ eo lakaat war ar stern ur skinwel breizhat divyezhek war ar 5 departamant breizhat, evit krouiñ, kelaouiñ gant frankiz, ha diorren implijoù labour e Breizh.
Reiñ a ra Brezhoneg Bro-Redon harp da Kevre Breizh, 44=BZH ha Breizh Unvan, int-i o c’hervel da vanifestiñ d’ar 9 a viz C’hwevrer da 15 eur dirak tier Frañs 3 e Brest, Naoned ha Roazhon. Da sinañ ar c’houlennadeg ivez: http://www.petitions24.net/pour_une_vraie_tele_publique_regionale_bilin gue_en_bretagne.

1 COMMENT

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR