An dizalc’hourion polinezian a ginnig da lakaat ar gwir d’an emdidermeniñ er vonreizh gall

4
11

Richard Tuheiava, anezhañ senedour polinezian e sened Bro-C’hall en deus disklêriet e kinnigo un danvez-lezenn a-benn ma vo degemeret ar gwir d’an emdidermeniñ er vonreizh gall. Ezel eus ar strollad dizalc’hour polinezian Tavini Huiraatia eo Richard Tuheiava.

N’eo ket diboell ar senedour avat. War-se, emezañ, e vo “korbellet an danvez-lezenn-mañ hep mar ebet”. Faotañ a ra d’ar polinezian diskouez splann ne bermeto ket ar gouarnamant Bro-C’hall e yay dizalc’h Bro-bPolinezia.

Tavini Huiraatia eo ar strollad a zo e penn gouarnamant Bro-bPolinezia, bet lakaet “bro tramor” hervez lezenn Bro-C’hall. Oscar Temaru ar prezidant polinezian, mil-anavezet e Breizh -hemañ oa daet da gerzhal evit Breizh Dieub e 1999 peurgen- en deus adstaget gant ur stourm kozh e Polinezia : adlakaat Bro-bPolinezia e roll ar “broioù da zidrevadeniñ” hervez an ONU. Dizenrollet e oa bet an inizi e 1947. D’ar 17 a viz genver e oa e New-York dirak strollad ar broioù unanet evit goulenn kement-mañ.

4 COMMENTS

  1. Ne gav ket din en dije kerzhet Oscar Temaru evit Breizh dieub. E 1998 e oa deuet un den, Vito e anv, da gerzhet. E 1999 e oa bet kaset ur c’hasedig da selaou.

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.