Staj C’hoariva

TEKNIKOU C’HOARIVA WAR AR PRIM

D’an 13 viz Ebrel 2013 e Ti ar C’hevredigezhioù An Oriant

C’hoant ho peus da vezañ komedian ha leurenniñ ho istorioù ? Fellout a ra deoc’h ober c’hoariva hep deskiñ testenn ebet ? C’hoant ho peus bevañ un dro-gaer hag eskemm gant tud all ?

En em gavout a ra brav ! Ar staj-mañ zo evidoc’h.

STUMMER: NIKOLAS AMAURY                                                     

Nikolas a ra C’hoariva war ar prim e galleg abaoe 4 bloaz. 

C’hoari a ra er strollad GIGN (La Guilde d’Improvisation Guidéloise Nomade !).      

Labour a ra evit Emglev Bro An Oriant. Boaz eo da vuheziñ strolladoù tud.

Plijadur a vo gantañ sur eo !                                                                                             NA 7

PAL :   Dizoloiñ diazezoù ar c’hoari war ar prim.

           Deskiñ selaou gwelloc’h, brasaat an evezh ha kavout e blas war al leurenn.

           Deskiñ kaout fiziañs o c’hoari dirak tud.

PRIZ : 20 € an devezh – 10€ arrez evit lakaat ho anv

          15€ evit an dud dilabour hag ar studierien – 5€ arrez evit lakaat ho anv

 Ma n’oc’h ket ‘barzh ur strollad ezel deus C’hoariva e vo ret deoc’h paeañ skodenn 2013 ar gevredigezh : 10 €

LAKAAT HO ANV HA TITOUROÚ

choarivabrezhonek@gmail.com

06 38 78 35 15

Staj aozet gant ar gevredigezh C’hoariva – www.teatr-brezhonek.org

 

1 COMMENT

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.