“Kêrioù arz Breizh” a skign ur c’hatalog e Brezhoneg penn-da-benn

3
6

Malastred, Monkontour, Ankiniz, Lokorn, e Breizh ez eus forzh kêrioù bihan neuziet-kaer. Bodet int holl e-barzh ar gevredigezh “kêrioù arz”. Jean-Bernard Vighetti, maer Paolieg/Peilla, eo prezidant ar gevredigezh. Bodet holl ? Siwazh n’eus nemet ar re eus Breizh melestradurel er gevredigezh, ar re eus Liger-Atlantel a zo chomet er-maez. Ne vir ket ouzh “kêrioù Arz” da ginnig ur c’hatalog (pe “kraflevr”) e Brezhoneg penn-da-benn m’emañ kinniget ennañ pep kêr neuziet-kaer en ur bajennad. Ur gartenn zo e fin. Nebaon tudoù ! Ar pemp departamant a ya d’hen ober.

Ur prof brav ha kentelius neuzen, kaset evit netra d’an holl skolioù e Brezhoneg àr ar marc’had ! Bremañ, ret e vefe diskoulmañ an traoù evit kelo al Liger-Atlantel. N’haller ket brudañ istor Breizh hag hor glad broadel hep lakaat er jeu hor c’hentañ departamant !

keriouarz

3 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.