Debriñ kig bemdez pe bevañ kozh a-walc’h, un dibab a zo.

1

Hervez ur studiadenn embannet er JAMA, Journal of the American Medical Association, e vefe hiroc’h buhez ar re legumaj-debrer eget ar re hollzebrer. Bet eo graet ar studiadenn-se gant an American Medical Association àr tro-dro 73 000 a dud (e-penn-kentañ ar studi) o chom hep debriñ kig dre abegoù relijiel.

Evit kompren peseurt skog en deus an doare-se en em magañ àr yec’hed ha korf an nen, an dud-se a zo bet heuliet e-pad c’hwec’h vloaz. Ha neuze, bez ez eus 12% nebeutoc’h a dud o vervel a hed ar prantad-se. Nebeutoc’h a dud klañv gant an diabet, an droug sant urloù, kleñved ar galon, neuze. Kenkoulz a zo koulskoude tapet gant ar c’hrign-bev.

Daoust ma vez ar re legumaj-debrer tapet nebeutoc’h gant kleñvedoù zo, arabat klask chom hep debriñ kig, hep bout prientet ur reol-boued pleustrek gant ur mezhurour, da skouer. Hervez ar gouizieion, ar gwellañ a zo debriñ nebeud tre a gig evit tapout trawalc’h a houarn hag a proteinoù-red. (kavet a vez ar proteinoù-se e plantennoù zo evel ar soja, ar c’hinoa hag ar leguminegi).

1 COMMENTAIRE

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here