Teir flanedenn e lec’h ma vefe tu kavout buhez

1

Kavet a zo bet teir flanedenn nevez er maez koskor an heol e lec’h ma vefe tu kavout buhez gant steredoniourion eus an Arsellva Europeat ar Su (ESO). Tevoc’h eget an douar hag o kelc’htreiñ edan ur steredenn anvet Gliese 667C, emaint pell ac’hanomp eus 22 bloavezh-gouloù e steredeg ar c’hruged.

Gant an trede eus tolz an heol ar steredenn Gliese 667C zo e korf ur c’hoskor teir steredenn anvet Gliese 667. Tost a-walc’h diouzhomp ha tostoc’h eget koskorioù arall studiet evit poent. Anvet eo bet hervez anv Wilhelm Gliese dizoloer stered an XX kantved hag hervez e niverenn studi. Koskorioù div pe deir heol a vez kavet a-wechoù. Hervez ar re ouizieg, ne vefe ket muioc’h a c’houloù gant an div heol arall eget gant ar loargann, àr ar blanedennoù-mañ. Seizh planedenn a zo bet kavet o kelc’htreiñ edan Gliese 667C.
Tri gour-Douar
Tevoc’h eget an douar a vefe an teir flanedenn-mañ. Da lavaret ez eus chañs ma vefe ur maez gwarellek da bop hini ha sur on o deus un aergelc’h stank a-walc’h evit ma vefe dour liñvek warne. Traoù ret d’ar vuhez. N’int na re dost na re bell deus o steredenn.
N’ouzon ket hag-eñ o deus loarioù ha dreist holl pegen hir e vez an devezh. Stumm ar vuhez a zepand deus se.
Planedennoù e lec’h ma c’hell bout buhez
N’eo ket reizhet c’hoazh an dizoloadenn-mañ. Àr peder planedenn arall en egor, e soñj ar re ouizieg kavout buhez evit poent.

1 COMMENTAIRE

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. Apprenez comment les données de vos commentaires sont utilisées.