Marc’heien ar Roue

1069306_175708319277223_1281307749_nEvel bep bloaz e vo aozet un abadenn vev vras gant Kreizenn ar Faltazi Arzhuriek e Kastell Komper e-pad an eil sul e miz Eost. Koulskoude e vo kinniget ar bloaz-mañ un abadenn nevez-flam a gonto penn-kentañ mare ar Roue Arzhur pa oa bet unanet ar c’hlanioù en-dro dezhañ… ar pezh a groue un emgann etre breuder e houarn.

Meur a gompagnunezh a gemero perzh en abadenn-mañ ha skeudenniñ a rint gweledoù disheñvel war ar bed arzhuriek : La Chasse Artus, La Compagnie Grise, Storm Squad, Sagascénie, La Tuatha de Brocéliande, Equ’arts…

Deuit niverus d’an 11 a viz Eost e Kastell Komper e Koad Brekilien evit dizoleiñ Kreizenn ar Faltazi Arzhuriek hag an abadennoù a vez kinniget ganti.

 

 

3 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.