Brieg Guervenno : evit enor brasañ ar rock n’ roll !

2

brieg guervenno 2Emañ ar c’haner Brieg Guervenno o rastellat arc’hant evit produiñ e bladenn nevez. Dre gKisskissbankbank.com en deus lañset ar soñj-mañ. Evit 7Seizh en deus asañtet paotr e c’hitar inerven-tout da lavarout muioc’h diàr-benn ar c’hanaouennoù nevez a yay d’ober ar bladenn… 

7Seizh : Brieg, pe liv muzik a vo gant ar bladenn nevez a zaio ‘maez a-benn miz ebrel 2014 ?

Brieg Guervenno : Livet vo gant holl va awennou : toniou metal prog, doare (opeth / porcupine tree) met traou all ivez tostoc’h ouzh sonerezh ar bloavezhiou 70.

7Seizh : Lârit dimp, ha posubl eo d’ober metal prog hep sinte ?

Brieg Guervenno : Bez’eus klavieroù war ar bladenn. Met n’eo ket sinte divalav ar bloavezhioù 80. Kentoc’h doare Pink Floyd ma karez ^^

Prog ha rock taer e vo ar bladenn ivez. Bez zo ur ganaouenn single a zo “bourrin” mat ! Avant-gardiste evit bedig bed ar sonerezhiou brezhoneg.
7Seizh : Ar strollad en deus foetet bro en hañv-mañ ?
Brieg Guervenno : E miz even e oamp en Euskadi ha mod-all e-pad an hañv ‘m eus graet sonadegoù e Perros er Brasserie Britt. Sonet hon eus e tavarniou a-gleiz hag a-zehou ivez.
7Seizh : Ha sonadegoù all àr ar billig ?
Brieg Guervenno : A-benn miz e teuio Willis Drumond da seniñ ganimp en UBU e Roazhon. Mont a rin e Londrez ‘fin miz Here ivez. Setu tout evit poent.
7Seizh : Ha pe mod e rank Yann fan evit kemer perzh er raktres-mañ neuzen ?
Brieg Guervenno : Evit kemer perzh e rañker mont war http://www.kisskissbankbank.com/nouvel-album-brieg-guerveno ha dibab pegement f’eus c’hoant reiñ. Ma n’eo ket tizet ar pall dindan an devezhioù a chom e vezo adtaolet an arc’hant d’an dud ha ne vo tamm pladenn ebet.

 

2 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here