Home e brezhoneg Emvod foran evit kinnig ar strollad Ai’ta ! Roazhon

Emvod foran evit kinnig ar strollad Ai’ta ! Roazhon

Ar strollad Ai’ta !, hag a stourm gant doareoù difeulz evit difenn ha brudañ ar brezhoneg er vuhez foran, a aoz un emvod foran e Roazhon d’ar merc’her 9 a viz Here da 8e noz en davarn « La cour des miracles » (18, straed Penhoet).

 An degouezh-mañ a servijo d’an dud da anavezout gwelloc’h ar strollad, an oberennoù a vez kaset da benn, ar mont en-dro… Digor eo an emvod d’an holl (yaouank pe kozh, brezhoneger pe get…), hag un darvoud plijus troet war an eskemmoù e vo. Goude bezañ kinniget ar strollad berr-ha-berr e vo lakaet ar gaoz gant stourmerien ar strollad war oberennoù dremenet o tiskouez un nebeut poltriji ha videoioù. Plas a vo evel-just evit sevel goulennoù, hag eskemm tro-dro d’ur werennad punch.

E dibenn an emvod e vo lakaet ar gaoz, gant an dud dedennet, war tachennoù stourm Ai’ta ! e Roazhon ha war un oberenn gentañ da aozañ er sizhunvezhioù da zont…

Muioc’h a ditouroù : ai.ta.roazhon@gmail.com

1 COMMENT

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR