Home e brezhoneg Muioc’h a gendoujañs evit ar brezhoneg o doa republikaned 1793 eget rektor...

Muioc’h a gendoujañs evit ar brezhoneg o doa republikaned 1793 eget rektor akademiezh Roazhon e 2013 !

Lizher ar rektor akademiezh da MassiotEmañ ar strollad Ai’ta !, o paouez lenn al lizher bet kaset gant rektor akademiezh Roazhon, an Aotrou Michel Queré, evit respont d’ur goulenn bet savet gant an Aotrou Pierrick Massiot, prezidant kuzul-rannvro Breizh. Hemañ ziwezhañ a c’houlenne ma vefe skrivet en div yezh, brezhoneg ha galleg, sturiad ar Republik gall (« Frankiz, Kevatalded, Breudeuriezh ») war talbenn liseoù Breizh.

 

En e lizher e respont ar rektor e sav a-enep war abeg dirannadusted ar Republik gall hag eo ar galleg yezh ar Republik. Pa ya war-raok un tamm muioc’h bemdez ar brezhoneg dre ar c’helenn hag er gevredigezh. Ha pa c’heller hiziv c’hoazh adkavout dekredoù divyezhek brezhoneg-galleg, dreist-holl hini ar 14 frimaire bloavezh II (4 a viz Kerzu 1793), ne zegemer ket lod skrivañ an tri ger-se e brezhoneg.  Ne seblant ket ar Republik gall bezañ aet war-raok war an dachenn-se eta !

 

Ar strollad Ai’ta ! a bed ac’hanoc’h da embann ho santimant d’ar rektor o skrivañ dezhañ ur postel : michel.quere@ac-rennes.fr

Talbenn dekred ar 14 frimaire an II
Talbenn dekred divyezhek ar 14 frimaire bloavezh II

2 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

7seizh.info

GRATUIT
VOIR