Spesadoù aloubus: ar buzhug en arvar?

1

A-c’houde ar gouiañv-mañ e c’houlenner gant al liorzherion a Vreizh (hag a greisteiz Bro-C’hall) kas keloù da servijoù arbennik pa gavont standilhonoù[1] a blatelminted-douar, ur seurt preñved plat hag a zahe a Zeland-Nevez. Nec’het eo skiantourion zo dre mard eo ar platelminted-douar spesadoù-preizh evit ar buzhug boutin : en takadoù ag ar Rouantelezh-Unanet aloubet gante eh eo daet ar buzhug da vout dibaot-mat é lakaat an ekoreizhiad[2] en arvar. Evit gwir eh eo anavet gant razh al liorzherion talvoudegezh ar buzhug evit an douar (al labour-douar hag al liorzhouriezh ivez enta): toullañ a reont garidennoù hag a aeront an douar e-mesk madoberoù arall.

Kartenn (da c'hortoz) bezañs ar Platelminted aloubusd'ar 25-10-2013 (kredad luc'hskeudenniñ: Jean-Lou Justine)
Kartenn (da c’hortoz) bezañs ar Platelminted aloubus d’ar 25-10-2013
(kredad luc’hskeudenniñ: Jean-Lou Justine)

A-hend-arall e c’hellehe steuzidigezh ar buzhug lakaat en arvar kalz a spesadoù arall a vev diàr ar bevdolz[3]-mañ: torret e vehe chadenn ar boued gant loened bihan é vonet da get d’o heul (amprevaned, evned, bronneged bihan ha divelfenneged).

 

Meur a spesad platelminted-douar zo bet spurmantet e Breizh betek-henn. Evit kaout muioc’h a ditouroù pe lakaat da c’houzout bezañs standilhonnoù e c’heller monet àr lec’hienn ar c’helenner Jean-Lou Justine (http://bit.ly/Plathelminthe) pe kas ur postel dezhañ: jean-lou.justine@mnhn.fr

 


[1] spécimens

[2] écosystème

[3] biomasse

 

1 COMMENTAIRE

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here