Kib ar c’hevre : Naoned a zo perzheget !

3

Dec’h da noz e oa bet ar maout gant ar c’hlub mell-droad Naoned. Pedet e oa bet an AJ Auxierre gant ar c’hevre da c’hoari an eizhvedenn gourfennoù er Beaujoire a-enep al laboused kanari (1-0).

Goude un abadenn dizeürus meurbet eo perzheget ar skipailh Breizh Uhel a-drugarez d’ur pal plantet gant Fernando Aristeguieta d’ar 75vet munut. C’hwitet e oa bet gantañ div zigarez palañ a-hed an hanterenn gentañ. Memes tra d’ar 27vet pa e oa Lucas Deaux e-unan dirak Donovan Leon, anezhañ diwaller an AJA.

Daoust da veur a zigarez n’o deus ket lakaet ar c’hoarier Auxerre ar volotenn e-barzh ar pal.

Ne oa ket mat, met emañ an disoc’h amañ” eme Michel Der Zakarian. “Ret e oa d’an avel bezhañ ganeomp. Graet eo.” en deus lavaret ouzhpenn goude ar c’hrogad.

An eizhvedenn gourfennoù-all a vo c’hoariet fenoz. Roazhon a resev Bourdel e Stad Hent An Oriant da 9e g.m. Goude-se e vo anavezet matchoù ar c’hardgourfennoù.

3 Commentaires

LAISSER UN COMMENTAIRE

Please enter your comment!
Please enter your name here

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.