Bonnedoù ruz hag Anna Vreiz e Gwened

Meur a dra a oa diriaoù tremenet e kêr Gwened ! Tri den a oa barnet e lez-varn Gwened. Tamallet da vezañ diskaret chambarlank Sant-Alouestr, kostez Ploervael, an daou a viz du. Hag ur brezegenn war Anna Vreizh a oa en ti-kêr gant Patrick Mahe, Pierre Défendini hag Etienne Gasche.
War-se e oa bodet 300 den bennak dirak al lez-varn. Kalz a archerien ha poliserien kement ha manifesterien koulz lavaret.
– 8 h. 15 ar re damallet zo deuet er-maez, berzh zo bet graet dezho ;
– goulennet ez eus bet gant ar prokulor 12 miz gant goursez evit daou anezho, 10 miz evit an trede hini ;
– e-keit-se e oa ur brezegenn war Anna Vreizh en ti-kêr gant Patrick Mahe, Pierre Défendini (pourchaser saloñs levrioù Gwened, bet dilennad UMP e Marsilha, kondaonet e meur a afer), Etienne Gasche ha Jean-Pierre Le Mat.
Sed, mesk-ha-mesk, ar pezh zo bet klevet diwar-benn Anna Vreizh : “une grande dame de l’Histoire de France ; un personnage marquant de l’histoire de France” gant Pierre Défendini evit digeriñ ar brezegenn ; “la Bretagne ne se constitua pas en Etat-Nation comme la France, nous étions encore des ploucs”, Etienne Gasche.

3 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.