Abadenn “La Voix est Libre” diwar-benn an dilennadegoù-kêr e Roazhon

0

Piv ‘vo maer goude Daniel DELAVEAU ?

Bruno CHAVANAT (UDI-UMP-Modem-PB), Caroline OLLIVRO (Breizh Europa), Gérard DE MELLON (FN-RBM), Matthieu THEURIER (EELV-FdG), Nathalie APPÉRÉ (PS-PCF-UDB-PRG) a zo bet pedet d’ar sadorn 11 a viz Genver 2014 war France 3 Breizh gant Éric PINAULT en abadenn La Voix est Libre (#LVELBretagne).

Sellet ouzh an abadenn war France 3 Breizh (e galleg)

E-pad an abadenn eo bet goulennataet an dud war ar renk gant Ai’ta! ha 7seizh.info, sikouret gant gwiaderien, diwar-benn plas ar brezhoneg e Roazhon, pennlec’h rannvro melestradurel Breizh.

Sellit / Pellgargit an danevell (PDF)

Gant ma zo bet anv eus Breizh Kiss, sitkom divyezhek nevez France 3 Breizh, e dibenn troc’h ar c’heleier e oa an degouezh vat evit goulenn gant an dud war renk e Roazhon ar plas a rofent d’ar brezhoneg.

Embannet eo bet 5 tweet gant La Voix est Libre, unan anezho dre ziv wech, peadra da gadarnaat eo a-bouez preder ar brezhoneg e Roazhon, hag an ezhomm da sevel ur wir bolitikerezh hollek ha nerzhus evit hor yezh. Ur bolitikerezh evit ur gêr en he amzer, yaouank, leun a startijenn ha troet war-zu an dazont !

Na c’hwi, petra soñj eus ar brezhoneg an dud war ar renk en ho kumun ? A-benn sikour ac’hanoc’h da respont d’ar goulenn-mañ eo bet savet ar c’houlzad « Dilennadegoù-kêr 2014 hag ar brezhoneg » ! Bec’h d’al lizhiri eta !