Komz-gros, netra da lavaret !

0

komz_gros_insultes_bretonKomz-grosa reer pa implijer gerioù-gros, alies tennet diwar lodennoù korf an den. Komz a reer ivez eus komzoù skoemp, vil, divalo, druz e brezhoneg… Evit an deizioù e vefe lavaret e teufe an doare komz-se da vezañ an doare mat, degemeret, dereat. N’eo ket ral klevout politikerien, ‒ « Casses-toi, pauvre con ! », eme Nikolaz Sarkozy, ‒ pe arzourien o komz gwashoc’h evit charreterien gwechall ! Petra a vat a zegaso se ? (Pennad hir)

Ur mignon sinaat am boa pa oan yaouank er skol, Fouk Yao Li e anv, a lavare din « Pa rank an den komz gros e tiskouez dre se n’en deus netra da gontañ. ». Em c’hlas, ez eo gwir, e oa kalz a gomze gant gerioù skoemp e-leizh o genoù. Se a zisplije kalz da Fouk Yao, eñ hag a oa ken kalonek ha seven, ennañ furnez broioù ar Sav-heol-Pellañ. Daoust ha gwir e c’hall se bezañ n’o defe an dud netra a speredek da lavaret ken, peotramant n’o defe arguzenn a-feson ken da ziskleriañ ?

An dra-mañ a vez gwelet en deizioù-mañ gant afer Dieudonné M’Bala M’Bala. Soñjoù dezhañ en deus ar paotr, e wirionezioù pa c’houlenn ar reizhded evit ar bobl du, hag e vefe doujet an holl bobloù o deus bet da c’houzañv gouennlazhadegoù. Estrevit ar bobl judew o deus gouzañvet, hervezañ. Met perak neuze e krog hep digarez da oapaat ha da vezhekaat ar Judewien hag Izrael, gant komzoù feukus, vil ha gros alies. Arabat dezhañ bezañ souezhet e vije komzet vil ha gros outañ ivez ! Kondaonet eo bet Dieudonné gant lezioù-barn ar Republik. N’en devo ket ar gwir da c’hoari e abadenn anvet « Le Mur » ken er Frañs.

M’ho peus c’hoant neuze da glevout komzoù vil all, ur seurt flemmadenn kinniget da Zieudonné just a-walc’h, kit da welout ar respont en deus bet digant Nicolas Bedos e-barzh You Tube… un heug ! Setu penaos ez eo echuet e gaoz : Et Nicolas Bedos de promettre à Dieudonné “une quenelle maison qui se cuisine à toute les sauces, celles de la Palestine, du respect de la Shoah et de la lutte contre l’antisémitisme primaire” et qui s’appelle “une merguez”. “Je te l’enfonce dans ton gros cul de Breton inculte” ! (Le Huffington Post,12/01/2014)Setu, ma ‘z on bet feuket, me ivez d’am zro, paour-kaezh Breizhad dizesk ma ‘z on ! Douget klemm o deus tud inizi Gwadeloup ha Martinique dirak al lez-varn a-enep da Nicolas Bedos en abeg d’e gomzoù gouenngasus ! Klevet e vo komz eus se er mizioù zo o tont.

Neuze ma komzer gros e Bro-C’hall evit an deizioù e vefe abalamour ne vefe netra a boellek da lavarout ken ? Arguzenn ebet ken, war-bouez lavarout traoù drouk an eil d’egile ? Gloazañ, sell aze un dra gaer ! Ne deu ken nemet gouenngasoni diwar gomzoù a seurt-se. Sellit penaos zo bet graet vil d’ar vinistrez Tobira en deizioù tremenet. Ur vezh ! Mont a ra kalz re bell an traoù en deizioù-mañ. Evit ar fentigellerien nevez e servijfe ar fent gros-se da lakaat an dud da c’hoarzhin, met ne c’hoarzher ken pa santer e vez taget pe oapaet e dud koulz hag an dud all. En em lakaat a reer e plas an dud-se just a-walc’h. Rebech d’unan all e liv, e yezh, e neuz a zegas petra ? Kasoni nemetken.

E brezhoneg e oar an dud ivez gloazañ ha flemmañ gant o zeodadoù. Kunujennoù a c’houvezer lavaret ivez : penn-jistr, toull-revr, yar dibluet… Ral a wech ma veze implijet ar yezh-se gwechall ! Pas du-mañ bepred. Ne blije ket se d’ar braz eus an dud, re vat dalc’het gant ar relijion marteze. Biskoazh, pe n’am eus ket soñj bepred, n’em eus klevet ma zud o komz vil diwar-benn tud all daoust dezhe bezañ fuloret a-enep dezhe. Ma zud-kaer kennebeut. Evel-se e oa sevended ar bobl gwechall, met gwechall hepken ? Tud dereat ha kuñv e oant bepred ha plijus bevañ gante.

Marteze en em dalc’h gwelloc’h ar bobl evit he renerien pe hec’h arzourien ? Ar vuhez vat na vefe ken nemet pinvidigezh an dud vihan ? Ar reolennoù a vuhez-vat, ar sevended, a veze desket er skol gwechall, er gêr pe c’hoazh er c’hatekiz, a zo techet da steuziañ kuit. E-keit-se emañ an dud veur ha tud an tele o c’hoari las. Sellit ouzh abadenn Ruquier ma ra plijadur deoc’h klevout gerioù gros. Da belec’h eo aet dereadegezh ar Vretoned kozh gant se ?

Ma vankfe arguzennoù din, n’am befe ken nemet embann e sankan ur chaousisenn-bouloud, pe ur vergezenn en toull revr an hini a zisplij din. O chaous a-benn ar fin, Breizhad dizesk on, ale, peb a andouilhenn Gemene e-lec’h ma soñjan da zDieudonné M’Bala M’Bala ha da Nicolas Bedos… hervez an doare-se da gomz a vez klevet bremañ. Evel-se ne vo ket ret din arguziñ pelloc’h !

Ma digarezit ma ‘m eus feuket hini pe hini ac’hanoc’h. Biken ken ne gomzin gros !

Gireg Konan evit Hor Bed

horbed

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.