Home e brezhoneg Bremañ #388 : an trenioù e Breizh ha kalz traoù all

Bremañ #388 : an trenioù e Breizh ha kalz traoù all

Questembert-20140214-02214Ne vez ket lavaret a-walc’h an dra-se : e Breizh hon eus ar chañs da gaout div gelaouenn viziek (Bremañ) ha sizhuniek (Ya!) brezhonek a-live gant ar pezh a c’hell an nen lenn e galleg pe e forzh peseurt yezh stad. Pa lâran deoc’h mallozh doue !

E Bremañ, ar miz-mañ, ez eus ur pennad àr c’hoarioù Sotchi gant Gwenvael Jequel. Eñ a oar mat diouzh Bro-Rusia. Graet en doa e zemeurañs eno e-pad ur maread ha gouzout a ra yezh ar vro ha yezhoù rannvro eus ar vro divent-mañ. Tro en deus bet da brezegiñ en ur c’hendiviz e Helsinki gouestlet d’ar yezhoù rannvro hag o diorren ivez. Savet en deus ur pennad dedennus-kenañ da heul.

Met ar pep dedenusañ e-barzh Bremañ ar miz-mañ eo an teuliad àr an trenioù, tramgirri peotramant metroioù e Breizh. Anzav a ran, n’on ket paotr an trenioù ha koulskoude em eus lonket an teuliad a-bezh gant plijadur.

Dedennus ivez, ur pennad àr ar c’hatch savet gant Tangi Legavre hag ur sell àr « SuAfrika oc’h en em sevel » dre oberenn ar skrivagner Deon Meyer gant Yann-Loeiz Kabell. Setu, ar re voazet da lenn Bremañ a adkavo o gwalc’h a gronikoù :levrioù pladennoù hag an alioù fur roet gant Mathieu « Consobreizh » Guillard. Ar re n’int ket o do un digarez ouzhpenn da zibunañ ur « pater noster » pe zaou ha da goumanantiñ ken àr an tach ! Aï’ta Babon !

3 COMMENTS

Bonjour, laissez ici votre commentaire

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.

Social Media Auto Publish Powered By : XYZScripts.com
7seizh.info

GRATUIT
VOIR